3 Kerzu
deiziad From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1345 : kouezhañ a ra Ar Roc'h-Derrien etre daouarn ar Saozon.
- 1489 : peurwiriekaet eo feur-emglev Frankfurt am Main gant Anna Breizh.
- 1881 : embannet eo niverenn gentañ ar gazetenn bemdeziek Aamulehti, unan eus koshañ kazetennoù finnek Finland.
- 1925 : un emglev zo sinet a-benn ar fin etre Stad Dieub Iwerzhon, Hanternoz Iwerzhon hag ar Rouantelezh-Unanet hag a rann enez Iwerzhon etre daou.
- 1965 : embannadur Rubber Soul e Breizh-Veur, c'hwec'hvet albom gant ar strollad The Beatles.
- 1967 : kentañ treuzplantadenn galon en un ospital e Kêr ar C'hab, e Suafrika, gant ar surjian Christiaan Barnard.
- 1971 : deroù an trede brezel etre Pakistan hag India.
- 1979 : mont a ra an ayatollah Ruhollah Khomeini e penn Iran.
Remove ads
Ganedigezhioù
- 1368 : Charlez VI (Bro-C'hall), roue Bro C'hall eus 1380 betek e varv e 1422.
- 1760 : Moritz Balthasar Borkhausen, naturour alaman.
- 1797 : Andrew Smith, ergerzhour, etnologour, loenoniour ha mezeg-arme skos.
- 1800 : France Prešeren, barzh slovenek.
- 1817 : Pierre-Marie-François Ogé, kizellour.
- 1857 : Joseph Conrad, skrivagner saoznek genidik eus Polonia.
- 1879 : Joseph Le Pévédic, maer Pleñver, kuzulier Kanton Belz ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed, e Pleñver[1].
- 1885 : Edward Lasker, mestrc'hoarier echedoù amerikan.
- 1911 : Nino Rota, sonaozer italian.
- 1916 : Seán Ó Ríordáin, barzh iwerzhonek.
- 1924 : Job Morvan, reder war varc'h-houarn a-vicher breizhat.
- 1930 : Jean-Luc Godard, filmaozer gall suis.
- 1936 : Yves Boutet, melldroader breizhat ha gourdoner, c'hoariet gantañ an niver brasañ a grogadoù gant ar Stad Roazhon.
- 1942 : Edmond Herve, ministr ar Yec'hed Gouarnamant Pierre Mauroy ha maer Roazhon.
- 1981 : David Villa, melldroader etrebroadel spagnol.
- 1995 : Angèle, kaneerez eus Belgia.
Remove ads
Marvioù
- 311 : Diocletianus, impalaer roman.
- 1154 : Anastaz IV, pab.
- 1552 : Frañsez Zavier, misioner spagnol ha sant.
- 1592 : Alessandro Farnese, dug Parma.
- 1894 : Robert Louis Stevenson, skrivagner skosat, aozer Enez an Teñzor.
- 1919 : Pierre-Auguste Renoir, livour gall.
- 1954 : Fernand-René, aktour c'hoariva ha sinema gall.
- 1983 : James Macrae Aitken, mestrc'hoarier echedoù skosat.
- 1996 : Georges Duby, istorour gall, arbennigour war ar Grennamzer.
- 2004 : Robert Dhéry, aktour (c'hoariva ha sinema), dramaour, leurenner, filmaozer ha saver senario gall.
Lidoù
- En iliz katolik :
- e Breizh : Sant Avran;
- e lec'h all : sant Kasian, merzher, sant Fransez Zavier, ar Profed Sofonia
- Devezh etrebroadel an euskareg
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads

