Kalon

From Wikipedia, the free encyclopedia

Kalon

Un organ kigennek eo ar galon. Karget eo da gas ar gwad dre ar gwazhied dre he stegnadennoù.

Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Rann eus ...
kalon
Thumb
seurt organ, class of anatomical entity
Iskevrennad eusanimal organ 
Rann eusGwazhiadurezh 
Implijblood circulation 
Studiet gantcardiology 
Kavet en taksonloen 
Anatomical locationkavenn ar brusk 
Arterial supplyright coronary artery, left coronary artery 
Venous drainagesuperior vena cava 
Innervated bycardiac plexus 
Development of anatomical structureheart development 
Staget ouzhartery, vein 
Dezverket dreheartbeat 
Produced soundheart sound 
ID en Thesaurus NCIC12727 
Arouezenn Unicode🫀 
Serriñ
Thumb
Kalon ur c'hi sellet eus ar c'hostez kleiz :
1/ Kofig kleiz. 2/ Pare kreiz gant ar c'hurunerennoù. 3/ Kofig dehou. 4/ Druzoni. 5/ Talmerenn ar skevent. 6/ Stagell an dalmerenn. 7/ Aortenn. 8/ Kef brec'hkefalek. 9/ Talmerenn is-trebezel gleiz. 10/ Kentez dehou. 11/ Kentez kleiz. 12/ Druzoni. 13/ Gwazhiennoù ar skevent.
Thumb
Troc'h a-dal e kofig kleiz kalon un den.

Kalon ar mellkeineged a zo un organ kleuz, goloet gant ul lienenn anvet an amgalonenn, hag a ya en-dro war-bouez ar c'haher kalon, ur gigenn emren en he stegnadennoù.

Kalon an den

Korfadur ha kefridi

Dispartiet eo an tu dehou hag an tu kleiz eus ar galon gant un doare speurenn gigennek tev, kuit ma veskfe ar gwad oksigenet gant an hini karget a zioksidenn garbon (CO2). A-drugarez da drapigoùigoù e vez kaset ar gwad d’un tu nemetken. Ar galon, hag a zo keflusker red ar gwad, a zo div lodenn dezhi e gwirionez, div lodenn staget ha dispartiet war an dro.
Gant ar c'hofigoù e vez kaset ar gwad war-du an organoù pe ar skevent ha gant se eo tevoc'h an amgalonenn enno, en hini kleiz dreist-holl.

Dioksigenet eo ar gwad a erru dre ar gwazhiennoù kav (11 ha 3) e kentez dehou ar galon(1); dre an trapig tribroudek (12) ez a tre er c'hofig dehou (10), er c'has gant nerzh dre drapig ar skevent (13) ha talmerenn ar skevent (5) betek ar skevent, ma vez tennet an dioksidenn garbon ha lakaet oksigen.
Karget a oksigen eo ar gwad a erru dre wazhienn izelañ ar skevent(6) er gentez kleiz (2) ; dre an trapig mintrek (7) ez a tre er c'hofig kleiz (9), er c'has gant muioc'h a nerzh c'hoazh dre drapig an aortenn (8) hag an aortenn (4) betek an organoù.
Skarzh ingal ar gwad er-maez eus ar galon a c'hall bezañ muzuliet aes : an talm eo.

Ar galon ivez a rank bezañ maget rak implijout a ra ar c'haher un tamm mat eus an oksigen douget er gwad. Dre ar c'hurunerennoù kleiz ha dehou e vez maget.

Thumb

1 - Kentez dehou
2 - Kentez kleiz
3 - Gwazhienn gav uhelañ
4 - Aortenn
5 - Talmerenn ar skevent
6 - Gwazhienn gleiz izelañ ar skevent
7 - Trapig mintrek
8 - Trapig an aortenn
9 - Kofig kleiz
10 - Kofig dehou
11 - Gwazhienn gav izelañ
12 - Trapig tribroudek
13 - Trapig ar skevent
Biroù = ster red ar gwad

Kelc'hiad ar galon

Thumb
Talmadennoù ar galon dre S.D.G. ;
ne weler nemet ar c'hofigoù.

Etre 55 ha 80 argrezad dre vunutenn eo talm un den-gour en diskuizh, evit ur fonnder etre 4,7 ha 5,7 litrad gwad dre vunutenn (n'eo nemet keidennoù !). Ouzhpenn 2 viliard a dalmadennoù a vez e buhez un den. Pep talmadenn zo e-gwirionez un heuliad oberiadennoù anvet kelc'hiad ar galon, a c'hoarvez e tri mare : sistol ar c'hentezioù, pa strizhont da gas ar gwad d'ar c'hofigoù, heuliet gant hini ar c'hofigoù evit kas ar gwad oksigenet dre an talmerennoù, ha diastol pa zistrizh ar galon da zegemer red ar gwad paour.

  1. E-kerzh sistol ar c'hentrezioù, e dibenn an diastol, en em argrez ar c'hentrezioù a-benn peurleuniañ ar c'hofigoù. Raktal goude en em serr an trapigoù mitrek ha tribroudek, ar pezh a vir ouzh ar gwad a bignat en-dro.
  2. Sistol ar c'hofigoù eo strizhadur ar c'hofigoù hag a skarzh ar gwad en talmerennoù. Serriñ a ra an trapig an aortenn ha hini ar skevent. Kregiñ a ra ar gwad da zistreiñ er c'hentezioù.
  3. Dinerzh penn-da-benn eo ar galon e-pad an diastol. Distrizhañ a ra, ha leuniet eo ar c'hentrezioù en-dro dre ar gwazhiennoù gav uhelañ hag izelañ, ha dre wazhiennoù ar skevent.

Un drederenn eus ar c'helc'hiad eo padelezh ar sistoloù, ha 2/3 hini an diastol.

Skarzh ingal ar gwad e-maez eus ar galon a c'hell bezañ muzuliet aes : an talm eo.

Pennadoù kar

Fedoù berr-ha-berr
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger kalon er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Serriñ

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.