From Wikipedia, the free encyclopedia
Gwazhiadurezh a reer eus ar framm korfadurel a c'hoarvez eus ar reizhiad galongwazhiedel, a gas ar gwad er c'horf, hag eus ar reizhiad limfel a gas al limf betek ar galon.
E korf mab-den e c'hoarvez ar reizhiad galongwazhiedel eus ar galon a gas ar gwad dre an talmerennoù, ar gwazhied hag ar c'horrwazhiedennoù. Ar reizhiad limfel a c'hoarvez eus ar forzhioù limf, ar gwerblennoù, an organoù limfel (ar felc'h hag an toazon), mel an eskern, ar gwiadoù limfel (an huegoù ha plakennoù Peyer) hag al limf e-unan.
Perzh pennañ ar wazhiadurezh eo treuzkas maguzennoù (amindrenkennoù, kevionennoù, limf, aezhennoù, hormonoù, kelligoù-gwad, hag all) da gelligoù ar c'horf, ha dastum an dilerc'hioù kennevidel a vo skarzhet gant al lounezhi, an troazh hag ar skevent pa 'z ec'hanalont.
Ouzhpenn-se e warez ar c'horf diouzh ar poreadoù, e kemer perzh e stabiladur ar gwrezverk hag ar pH, kement-se evit ma vije digemm ar rezdalc'h.
Ar galon, ar gwad, an talmerennoù hag ar gwazhied a ya da sevel reizhiad ar gwazhied e korf mab-den. Div rouedad zo :
Etre 4,7 ha 5,7 litrad gwad zo e korf un den en e oad gour, ar pezh a zo war-dro 7 % eus e bouez.
1 - Talmerenn is-trebezel |
20 - Talmerenn diazpenn | |
Perzh ar galon eo bangounellat gwad oksigenet ha magus betek kelligoù an organoù, hag ar gwad paouraet betek ar skevent a-benn e oksigenañ en-dro. Dioksigenet eo ar gwad a erru dre ar gwazhiennoù kav (11 ha 3) e kentez dehou ar galon(1); dre an trapig tribroudek (12) ez a tre er c'hofig dehou (10), er c'has gant nerzh dre drapig ar skevent (13) ha talmerenn ar skevent (5) betek ar skevent, ma vez tennet an dioksidenn garbon ha lakaet oksigen. |
1 - Kentez dehou | |
Meur a zoare gwazhiadurezhioù zo er riezad loenel.
Er pesked, en dielfennaded, er stlejviled hag en evned e kaver gwazhiadurezhioù a ziskouez pazennoù en emdroadur.
El loened kentidikañ n'eus rouedad ebet na gwad ebet. Dre o benvegad koazhiañ ez erru ar maguzennoù hag an oksigen d'an organoù. Dre an hevelep hent e skarzhont an dioksidenn garbon CO2.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.