Lounezh

From Wikipedia, the free encyclopedia

Lounezh
Remove ads

Al lounezh zo un organ a seven meur a gefridi. Hollbouezus eo er benvegad troazhañ hag ur roll rezdalc'hus[1] he deus ivez. Silañ a ra ar gwad ha krouiñ an troazh ennañ danvezennoù noazus ouzh ar c'horf evel an urea hag an amoniom. Unan eus kargoù all al lounezh eo adpakañ an dour, ar glukoz hag an amindrenkennoù. Krouiñ a ra ivez hormonoù.

Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Rann eus ...

Div lounezh zo e korf an den, e kavenn ar c'hof. Ar gwad a vez kaset dezhe dre an talmerennoù ha kaset kuit dre ar gwazhiennoù. An troazh a vez skarzhet d'ar c'hwezigell dre ar sanioù-troazh

Remove ads

Deskrivadur

ThumbThumb
  • ██ Lounezhi un den
  • Lounezh kleiz un den

    1 Pikern - 2 Talmerenn etre-flipezennoù - 3 Talmerenn al lounezh - 4 Gwazhienn al lounezh - 5 Begel - 6 Lestr - 7 San-droazh - 8 Kalir bihan - 9 Pourc'had stirek al lounezh - 12 Gwazhienn etre-flipezennoù - 13 Nefron - 14 Kavenn al lounezh - 15 Kalir bras - 16 Begennoù - 17 peul

    Notennoù

    Loading related searches...

    Wikiwand - on

    Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

    Remove ads