← Kerzu → 1añ 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 Darvoudoù 1789 : un dekred a grou pemp departamant e Breizh (Aodoù-an-Norzh, Il-ha-Gwilen, Liger-Izel, Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed). 1894 : kondaonet eo Alfred Dreyfus evit trubardiezh. 1989 : roet lamm da Nicolae Ceauşescu, penn Roumania. 2001 : aet Hamid Karzai da brezidant Afghanistan. Ganedigezhioù Jean racine 1639 : Jean Racine, dramaour gall. 1740 : Claude Le Coz, eskob Roazhon e 1791 hervez al lezenn evit keodediñ ar gloer. 1815 : Marmaduke Wyvill, politikour ha mestrc'hoarier echedoù saoz. 1949 : Robin ha Maurice Gibb, kanerien-sonaozerien vreizhveuriat, daou eus an tri breur o devoa krouet ar strollad Bee Gees. Marvioù 69 : Vitellius, impalaer roman. 1641 : Maximilien de Béthune, dug Sully. 1915 : Daniel Giraud Elliot, evnoniour stadunanat. 1968 : Antonio Sacconi, mestrc'hoarier echedoù italian. 1989 : Samuel Beckett, skrivagner iwerzhonat, tapet Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1969. 1991 : Hans Edmund Wolters, evnoniour alaman. 2001 : Jacques Mayol, splujer war apne gall. 2007 : Julien Gracq, skrivagner gall. 2008 : Lansana Conté, eil prezidant Ginea (1984-2008). 2014 : Joe Cocker, kaner blues saoz. Lidoù Iliz katolik roman: santez Eved, c'hoar da sant Deved, enoret en Eskevien hag e Gwaien (VIvet kantved); santez Franseza-Zavier Kabrini, leanez Misionerezed ar Galon sakr, patronez an enbroidi (✝ 1917). Wikiwand - on Seamless Wikipedia browsing. On steroids.