From Wikipedia, the free encyclopedia
Joseph Ferdinand Cheval, anavezetoc'h dindan an anvioù Ferdinand Cheval ha facteur Cheval (19 a viz Ebrel 1836 e Charmes-sur-l'Herbasse, Drôme – 19 a viz Eost 1924 e Hauterives) a oa ur paotr al lizheroù hag a gasas 33 bloaz eus e vuhez o sevel e « Balez peurvat » hag eizh bloaz ouzhpenn o sevel e vez. An daou savadur-se a vez gwelet evel pennoberennoù al luskad anvet savouriezh eeunek.
Meulet eo bet ar savadur azalek ar bloavezhioù 1930 gant arzourien evel Pablo Picasso pe André Breton (hag izili al luskad dreistrealour dre vras). Lakaet eo bet da vonumant istorel e 1969, hag André Malraux a lavaras e oa ar skouer nemeti eus an arz eeunek. Bez an didrouz hag an diskuizh difin a voe enskrivet war roll ouzhpenn ar monumantoù istorel e 1975.
Ar Palez peurvat a vez gwelet evel skouer gentañ ul luskad anvet endroioù arz. Studiet eo bet al luskad-se ken abred hag e 1962[1], hag hiziv an deiz ez eo brudet er bed a-bezh. Liammet eo ivez ouzh luskad an arz garv. Meur a arzour evel Robert Tatin pe Niki de Saint-Phalle a zo bet awenet gant ar Palez peurvat.
Goude bezañ tapet e sertifikad e teuas da vezañ deskard war ar baraerezh d'an oad a 13 vloaz. D'an 12 a viz Gouere 1867 e voe anvet da baotr al lizheroù ez-ofisiel.
E 1869 e vo kaset da labourat e Hauterives, 12 km pelloc'h diouzh al lec'h ma oa ganet, ha karget e voe d'ober « troiad Tersanne », un droiad pemdeziek war droad, ha 33 c'hilometr hirder anezhi. Azalek ar mare-se e soñjas en e raktres, ar palez marzhus e anv, e-keit m'edo o vale. E-tro dek vloaz goude e teufe e huñvre da wir.
Hervez eñvorennoù Cheval e stokas e droad ouzh un tamm maen e-pad e droiad, e miz Ebrel 1879 ha war-nes kouezhañ edo. Neuze e tastumas an tamm maen hag e lakaas anezhañ en e chakod.
En deiz war-lerc'h e tremenas er memes lec'h hag e verzas tammoù mein dezho stummoù dibar, ha neuze e soñjas e c'halle an natur sevel delwennoù ha ma c'halle an natur hen ober e c'halle-eñ ivez sevel oberennoù. Evel-se e tiwanas mennozh ar Palez peurvat en e benn. E-pad 33 bloaz e tastumas mein bemdez. Kas an rae an tammoù en e chakodoù, pe en ur baner, pe en ur c'hravazh zoken. Diouzh a noz e save e balez dindan gouloù ul lamp-petrol, ha lod brasañ e amezeien a soñje dezho e oa troet da sot.
Cheval a gasas an ugent vloaz kentañ o sevel talbenn reter ar pezh a veze anvet Templ an Natur gantañ (an droienn Palez peurvat a zibabas e 1904, goude bezañ kejet gant ar barzh Émile Roux e Parassac).
Dre santout e savas Ferdinand Cheval e savadur : al lodenn gentañ a denn d'an natur, hag aozet eo evel ma vefe glasvez tro-dro da vougevioù ha kombodoù, padal ez eo skoueriek an doare m'eo aozet an talbenn[2].
Ferdinand Cheval a doullas ur poull-liorzh da gentañ, hag ul lamm-dour a aozas tro-dro : Eienenn ar Vuhez (1879-1881) eo. Goude-se e kendalc'has war-du an norzh, hag un eil lamm-dour, Eienenn ar Furnez (1881-1884) e anv, a savas. Goude-se e savas an templ anvet Monumant egiptian (1884-1891), hag a zeuas da vezañ Templ an Natur. Azalek 1891 e stagas Cheval gant lodenn ar su, evel m'en dije bet c'hoant da gempouezañ hini an norzh, ha sevel a reas neuze an Templ hindou (1891-1895), ennañ loened ha bleunvioù a-vaez-bro, hag ouzhpennañ a reas tri ramz (1895-1899) : Caius Julius Caesar, Vercingetoriks hag Arc'himedes.
Strishoc'h eo an doare m'eo bet aozet an talben kornôg, hag ennañ e kaver skouerioù savouriezh ar bed a-bezh, hag int staliet e kombodoù : ur voskeenn, un templ hindou, un ti-prenn suis, ur c'hastell-kreñv hag un ti karrez mod aljerian a zo. Dre al lec'h-se e tizher ivez ur riboul 20 metrad hirder dezhañ, kinklet gant delwennoù, hag a ya betek ar Palez. A-us emañ ar savenn 23 metrad hirder dezhi, hag a vez tizhet pa bigner gant an diri.
En norzh emañ talbenn Templ an Natur : mougevioù ha loened a bep seurt (karv, pilikanted, gourglazard...) a gaver. Diouzh tu ar su e fellas da Cheval enoriñ an amzerioù tremenet, ha sevel a reas ur «mirdi kozh-Noe». Dre an tu-se e c'haller tizhout ar savenn.
Ouzhpenn bezañ ur meulgan d'an Natur ez eo ar palez ur meskaj stiloù savouriezh liesseurt, hag awenet e voe Cheval gant ar Bibl[3] hag ivez e mojennoù India ha re Egipt. D'ar mare ma oa Cheval paotr al lizheroù ez ae war gresk an niver a dud a veaje, ha war ziorren ez ae ar skrivañ kartennoù-post (degouezhet e Frañs e 1873, da lavaret eo 5 bloaz a-raok ma savfe ar Palez peurvat).
Gant raz, simant ha pri-raz eo bet strollet ar mein.
E 1912 ec'h echuas Ferdinand Cheval gant sevel e Balez peurvat.
Ur wech echu gantañ sevel ar Palez peurvat ec'h embannas e felle dezhañ bezañ douaret el lec'h a oa bet savet gantañ, met dibosupl eo hervez lezenn, nemet m'eo devet ar c'horf. Ne veze ket devet korfoù a re varv d'ar mare-se e Frañs, neuze ec'h asantas bezañ douaret e bered ar gumun, ha divizout a reas ivez sevel ar bez a felle dezhañ kaout.
Azalek 1914 e tremenas eizh vloaz ouzhpenn o kas mein betek bered Hauterives, hag aozañ a reas anezho a-benn sevel Bez an didrouz hag an diskuizh difin, hag a voe echu e 1922.
Ennañ e voe douaret pa varvas e 1924.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.