From Wikipedia, the free encyclopedia
Rio de Janeiro, alies ha dre verrdro Rio, a zo ur vegalopolenn lec'hiet e gevred Brazil. Kêr-benn Stad Rio de Janeiro eo ivez. 6,1 milion a dud a zo o chom enni (cariocas a vez graet anezho). Rio de Janeiro eo an eil brasañ kêr e Brazil war-lerc'h São Paulo (kêr-benn ekonomikel). Anavezet eo er bed a-bezh evit he meurlarjez, hec'h aodoù (Copacabana hag Ipanema). Kêr-benn gozh Brazil eo ha deuet eo da vezañ ul lec'h sevenadurel a-bouez ha dreist-holl touristel-kenañ.
Rio de Janeiro | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
22°54′30″ S – 43°11′47″ K | |||||
A gleiz da zehoù hag a laez da draoñ : Krist Dasprener • Ouf Botafogo • Pont Rio–Niterói Stad Maracanã • Barra de Tijuca | |||||
Riez | Brazil | ||||
Stad | Rio de Janeiro | ||||
Gorread | 1 260 km² | ||||
Maer | Eduardo Paes (DEM) | ||||
Poblañs • Hollad • Stankter | 143 420 309 (2005) 4 781/km² | ||||
Yezh | Portugaleg |
An Amerindianed a voe an annezidi gentañ o chom e pleg-mor Guanabara. E penn-kentañ ar XIX vet kantved e voe savet delwenn un European e penn uhelañ ar menez Pedra da Gavea. Krediñ a c'haller eo hennezh ar c'hentañ Europead en deus dizoloet Rio de Janeiro.
Lec'h ar gêr a voe dizoloet d'ar c'hentañ a viz Genver 1502 gant un Italian o servij Portugal Amerigo Vespucci. Vespucci a anvas al lec'h Rio De Janeiro ( Stêr miz Genver e brezhoneg). D'ar mare-se, Indianed Guarani] a oa o vevañ du-se. Kregiñ a rejont da genwerzhañ gant Portugaliz. Ar c'henwerzh a eas mat en-dro. Met ne veze ket darempredoù mat atav etre an Indianed ha Portugaliz. Ouzhpenn-se, an Indianed a genwerzhe ivez gant Bro-C'hall ha gant an Izelvroioù. Er XVIvet kantved e voe tagadennoù a-berzh ar vorlaeron, ar C'hallaouded ha morlaerien an Izelvroioù. Distrujet e voe ganto un tamm eus kêr. Met Portugal n'he doa ket c'hoant e vije tud war he zachenn, neuze, e 1564, goude 2 bloavezh emgann e voe savet gant Estácio de Sá, d'ar c'hentañ a viz Meurzh, ar gêr « São Sebastião do Rio de Janeiro » (Sant Sebastian eus stêr miz Genver) en enor da Sebastião Iañ, roue Portugal. Etrezek fin ar XVIvet kantved, roue ar Portugal a lakaas da sevel tourioù evit difenn ar gêriadenn ha goulenn a reas digant an Indianed e sikour d'he difenn. Ul gêr lec'hiet mat eo Rio de Janeiro rak gellout a rae ober kenwerzh gant Afrika hag Europa. E-koulz an XVIIIvet kantved e voe ar gêriadenn en ha wellañ gant dizoloadenn an aour hag ar maen prizhius Rio de Janeiro a zeuas da vezañ kêrbenn Portugal goude trevadenn Napoleon e Portugal.
Rio eo kêr vrasañ Brazil war-lerc'h São Paulo. Kêrbenn stad Rio de Janeiro eo ha lec'hiet eo e gevred ar vro. Tro-dro da 6.1 milion a annezidi a zo hervez sifroù 2005 war un dachenn a 1256 km². E-giz er peurrest eus Brazil, meur a ouenn disheñvel a zo, en o-zouezh :
poblañs e 1991 | poblañs e 2000 | poblañs e 2005 |
5,480,768 | 5,857,904 | 6,094,200 |
Al lodenn vrasañ eus ar gêr a zo ezel eus un dachenn geologel lesanvet "kristal brazilian". An niver vras a gerreg hag a granitoù (diaz ar c'hristal) a zo ar re goshañ eus Brazil. An diaz-se en deus gouzañvet meur a fiñv tektonek hag o deus krouet runioù, menezhioù ha traoniennoù hag a arouez aod Rio. Ar « Pão de açucar » (An Dorzh Sukr) hag ar c'h-« Corcovado » a zo skouerioù hag a lak anat disoc'hoù ar fiñvoù tektonek-se.
Ganet eno :
Marvet eno :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.