eo troet o daoulagad war-zu pezh zo dirazo, pa n'eo ket gwir evit ar c'hezeg;
eo louet o blevenn dre vras, nemet o c'hof hag o min, ha tro-dro o daoulagad a zo gwenn.
Gouennoù zo a zo du o blevenn (azen Berry), pe gell (azen Poatev), pe gwenn (azen Egipt). War ar re louet e weler ur groaz du, anvet «kroaz sant Andrev».
Livioù etre louet ha gell zo d'ar gouennoù gouez, gell-ruz zoken a-wechoù (kiang Tibet).
Dre o neuzioù disheñvel (penn, blev, gouzoug, pavioù) e reer ar c'hemm etre ar gouennoù:
Diwar an ezen doñv ez eus deuet gouennoù gouez en Aostralia hag en Amerika .
Ur spesad albinos a zo ivez en enez Asinara er-maez da gornôg Sardinia.
En Gall
Seizh gouenn zo anavezet gant Ministrerezh al Labour-Douar gall hag ar Marchosioù Broadel gall.
azen Poatev,
azen Berry
azen Kotentin
an azen norman
azen Provañs
azen ar Pireneoù
azen ar Bourbonnais
E galleg e vez graet baudet eus ne vern pe azen-gouennañ, ouzhpenn azen Poatev, anvet e galleg "baudet du Poitou" (fr:baudet du Poitou).
Etre 12 ha 13 miz e vez an azenez o tougen, ouzhpennik a-wechoù. Un tamm muioc'h evit ar gazeg eta (etre 10 ha 12 miz).
Pell amzer e voe implijet an ezen doñvaet evel ar c'hezeg, rak nebeutoc'h e kouste o magañ, hag e broioù zo e vez graet «kezeg ar re baour» anezho. Ouzhpenn-se e c'hall an azen krapat gant diribinoù, se zo kaoz e veze implijet er menezioù ha war zouaroù meinek.
Al laezh azen (azenezed, kentoc'h) a zo damheñvel e berzhioù ouzh hini ar maouezed.
E Provañs e vez graet silzig sec'h gant kig azen.
Lakaet eo bet an azen da sot dre ma n'eo ket ul loen ken sentus hag ar marc'h. Kavout a ra d'e zifennerien eo dousoc'h ha speredkoc'h avat, hag e fell dezhañ kompren a-raok sentiñ. War evezh e vez atav, ha setu perak eo diogeloc'h e gerzhed er menezioù.
Boronali, anv savet diwar Aliboron, anv arzour an azen Lolo, a livas un daolenn gant e lost, hag a c'hounezas ur priz en ur saloñs e Pariz er bloavezhioù 1900
Cadichon, azen ar romant gallek Mémoires d'un âne gant kontez Ségur
an azen Trotig, e levrioù ha fiñvdresadennoù evit bugale
an azen Balthazar, er film gallek Au hasard Balthazar gant Bresson
an azen Culotte, er romant gallek L'Ane Culotte, gant Henri Bosco.
Azen gornek! kunujenn
Taol troad an azen. Diwar un droienn c'hallek deuet eus unan eus Fablennoù Jean de La Fontaine, Ar Leon aet da vout kozh, savet diwar ur fablenn gant Phaedrus. Arouez an dreitouriezh.
Bezañ evel azen Lizilour,
Ha ne boanie na gant taolioù bazh na dre gomzoù flour.
Krennlavaroù
Azen dre natur ne oar ket lenn e skritur.
An hini a lavar e oar pep tra A ziskouez eo an azenañ.
Un azen bev zo gwelloc’h eget daou varc’h marv.
Asinus asinum fricat a zo daou azen o'n em lipat. Jakez Riou, An Ti Satanazet. Frazenn meneget gantañ diwar ul levr-skol latin, hag ur bomm brezhonek da zegas ur glotenn.