Remove ads

Yves Louis Marie Combeau, pe Eozen Kombod, ganet e Ploueskad d'ar 25 a viz Gouhere 1799, ha marvet e Gwinevez d'an 13 a viz Gouhere 1870, a zo bet marc'hadour, troer, ha skrivagner brezhoneg. Daoust d'ar pezh zo bet skrivet a-wechoù, ne vije ket bet skolaer gwech ebet.

E vuhez

N'ouzer ket nemeur a dra eus e vuhez. Marc'hadour-butun e oa e Gwinevez. E 1833 e voe galvet gant Armand Duchatellier, da zont da Gemper da labourat evel troer evit Kevredigezh Kendamouez Kemper. Lakaat a reas e brezhoneg pennadoù ar gelaouenn divyezhek L'Ami du Cultivateur (Mignon al Labourer) a-hed ar bloavezh 1833. Treiñ a reas fablenn La Fontaine, Le Laboureur et ses enfants, An Tieg hag e Vugale, embannet e niverenn 6 ar gelaouenn. Ne reas ket berzh ar gelaouenn bolitikel-se a glaske gwerzhañ mennozhioù a-du gant ar roue gall Loeiz Fulup Iañ, ha tamallet e voe brezhoneg Kombod hag e zoare-skrivañ, tostoc'h da hini ar Gonideg eget da hini distabil ar veleien.
Kaset e voe kuit e miz Here 1833. Distreiñ a reas da Winevez. Da get ez eas ar gelaouenn.

Tri bloaz goude e krogas da dreiñ fablennoù all.

Remove ads

Fablennoù

Skrivet en deus fablennoù e brezhoneg war-dro ar bloavezhioù 1836 ha 1837. Dastumet int bet gant Daniel Doujet en ul levr, Fablennoù Jean de la Fontaine, hag a zo bet embannet gant Al Lanv e 2005[1].

Nozvezhioù

Troet en dije ar Mil Nozvezh hag Unan, met da goll eo aet ar skrid.

Pennadoù kar

Notennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.

Remove ads