Jezuz-Krist, pe Jezuz a Nazaret diwar anv ar gêr ma veve, a zo un den istorel. Gwir Zen ha gwir Zoue ez eo evit ar Gristenion. Evel doue ez eo eil person An Dreinded, anvet ivez Doue ar Mab ganto ivez. Ar bersoned all a zo Doue an Tad ha Doue ar Spered Santel. Graet e vez ivez "An Aotrou" hag "Hon Salver" eus Jezuz-Krist gant ar Gristenion.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Herodian Kingdom of Judea |
Anv e yezh-vamm an den | ישו |
Anv-bihan | Yeshua |
Anv-familh | talvoud ebet |
Titl noblañs | King of Poland |
Deiziad ganedigezh | 5 BCE |
Birthday | talvoud dianav |
Lec'h ganedigezh | Bethlehem |
Deiziad ar marv | 7 Ebr 30 CE, 3 Ebr 33 CE |
Lec'h ar marv | Menez Kalvar |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Abeg ar marv | crucifixion |
Tad | Jozef, Doue an Tad, talvoud ebet |
Mamm | Mari |
Breur pe c'hoar | talvoud dianav, Jakez |
Pried | talvoud dianav |
Kompagnun(ez) | talvoud dianav, talvoud ebet |
Bugel | talvoud ebet |
Kar | Adam, Abraham, David, Desposyni |
Familh | Tiegezh santel, Davidic line |
Incarnation of | God the Son, Logos |
Yezh vamm | Galilean dialect |
Yezhoù komzet pe skrivet | Galilean dialect, Biblical Hebrew, Koine Greek, arameeg |
Kondaonet evit | sedition, blasphemy |
Penalty | Kastiz ar marv |
Tachenn labour | carpentry, Christian ministry |
Implijer | talvoud dianav |
Karg | profed |
Bet war ar studi e | talvoud dianav, talvoud ebet |
Annez ofisiel | neñv |
Lec'h annez | Nazaret, Kafarnaom, Galilea |
Lec'h labour | Galilea, Jeruzalem |
Lifestyle | asceticism, turning the other cheek, Golden Rule, Via, Veritas, Vita, Son of God |
Strollad etnek | Yuzevien |
Relijion | yuzevegezh |
Gouel | Nedeleg, Pask, Feasts of the Lord Jesus Christ |
Azeulet gant | kristeniezh |
Liv an daoulagad | talvoud dianav, gell |
Liv ar blev | talvoud dianav, blev du |
Rumm-gwad | AB |
Kleñved | wound, wound, wound, Resurrection of Jesus |
Komzoù diwezhañ | אבא, סלח להם, כי לא ידעו מה הם עשים, אמן אמר אני לך כי היום תהיה עמדי בגן עדן |
Had as last meal | bara, gwin, gwinegr |
Oberenn heverk | miracles of Jesus, prayers of Jesus, parabolenn |
Luskad | apocalypticism |
Ezel eus | Trinded kristen |
Bet erlec'hiet gant | Simon of Cyrene |
Tachenn | parable |
Levezonet gant | Yann ar Badezour |
Diskouez a ra | Christ |
Studiet gant | Christology |
Hashtag | christ |
Dezverket dre | sinless |
Istor | historicity of Jesus |
Dedennet gant | kingship of God, charity, karantez, Feiz |
Manifestation of | dying-and-rising deity |
Source of income | charity |
Narrative role | tudenn-bennañ |
Manner of inhumane treatment | Skourjezañ |
Item disputed by | dizoueegezh |
Enebet ouzh | Antichrist |
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar Gristeniezh | |
Istor ar Gristeniezh | |
Doueoniezh kristen | |
Iliz Kentañ |
Jezuz Nazaret a oa ur Yuzev eus Galilea, ganet moarvat etre 7 kent J.-K. ha 5 kent J.-K.[1], a zeuas da vezañ tost da Yann-Vadezour a-raok loc'hañ, gant un nebeud diskibled, un esped berr prezegerezh a badas etre bloaz ha daou vloaz hanter[2], e Galilea dreist-holl, o pareañ hag o stoliañ an dud. Lakaat a ra gred hag trelaterezh da sevel ha sachañ a ra warnañ disfiz hag enebiezh ar pennadurezhioù relijiel ha politikel, a-raok bezañ arestet, kondaonet ha kroazstaget war-dro 30 e Jeruzalem e-pad gouel yuzev Pask, dindan ar prefed Pontius Pilatus[3].
Embann a ra e ziskibled ez eo dasorc'het goude e varv. Anavout a reont anezhañ evel ar Mesiaz pe Jezuz-Krist ha kelenn a reont e istor hag e gelennadurezh, ar pezh a laka ar gristeniezh da ziwan. Evit ar Gristenien, Jezuz-Krist a zo mab Doue, ar Mesiaz kaset d'an dud evit o daspren. En islam e vez graet Îsâ eus Jezuz ha unan eus ar brofeded veur eo.
Levezonet eo bet sevenadurezhioù disheñvel e-doug an istor gant e gelennadurezh, kaset gant an Ilizoù kristen, ha displegadennoù disheñvel en deus lakaet da sevel. Awenet en deus kalz oberennoù doueoniezh, lennegezh hag arz. Kemeret eo bet mare e c'hanedigezh dre genemglev evel orin an deiziadurioù juluan — abaoe ar VI kantved — ha gregorian. Skiantourien ha teologourien zo a soñj ez eo bet ganet ar C'hrist pevar pe c'hwec'h vloaz a-raok avat. Deuet e ar Sul da vezañ an devezh diskuizh sizhuniek da lidañ deiz e zasorc'hidigezh, ha degemeret en tu all d'ar sevenadurezhioù kristen[4]. Ar pouez en deus bet zo bras-kenañ e-keñver ar berr amzer ma oa bet o prezegiñ hag an nebeud a roudoù istorel a chom diwar e benn.
Mammennoù istor Jezuz
Anavezet eo ul lodenn eus buhez Jezuz gant ar Pevar Aviel dreist-holl, a gont dre beder gwech e vuhez diwar zorn pevar skrivagner. Anavezet eo ivez un tammig dre ur skivagner yuzev, ha keodedour roman, Flavius Josephus, a gomz diwar e benn e rannbennadoù zo eus e oberenn. Diskred o deus tud 'zo war ar mammennoù-se rak n'int ket dielloù skiantel er ster ma roomp d'an anv-se hiziv an deiz. Donaet ez eus bet kenañ studi buhez istorel Jezuz abaoe kantvedoù ha kantvedoù gant nouspet enklaskerien diwar ar mammennoù-se. Dreist-holl abaoe daou gantved ez eo bet diorreet ar studi-se, ha tostaet ouzh mammennoù all war an holl dachennoù (tudoniezh, yuzeviezh, arkeologiezh hag all hag all)
Jezuz evit ar gristenien
Evit ar Gristenien n'eo ket bet faltaziet gwirvoud istorel Jezuz-Krist hag ar pezh zo kontet er Bibl. Sur int eta ez eus bet un den o vevañ en Israel dindan an anv Jezuz an Nazaredad, hag a zo diazezer ar relijion gristen.
Hervez ar relijion gristen ez eo Jezuz ar C'hrist, da lavarout eo an hini olevet, dibabet :
- gwir Doue ha gwir den, doue en em c'hraet den ;
- "Salver" an dud hag "Aotroù" war un dro ;
- Deuet e oa da zisplegañ an Testamant Kozh ha da sevel ul lezenn nevez en e lec'h, lezenn ar Garantez, rak "Karantez eo Doue" (1 Yn 4,8);
- eil ferson an Dreinded ez eo, al "Logos", "Verb Doue";
- mab da Vari ha Jozef e dad mager, hag ar vicher kalvez en deus graet gantañ betek e dregont vloaz ;
- tri bloaz he deus padet "e vuhez foran" o kelenn e esbestel hag an dud hag oc'h ober sinoù ha burzhudoù ;
- bevet en deus betek e 33 bloaz p'eo bet harzet d'ar Yaou Gambr-lid, bourreviet, barnet d'ar marv, kroazstaget ha marvet ouzh ar groaz-se da Wener ar Groaz e nebeut amzer (un nebeud eurvezhioù) ;
- dasorc'het eo d'ar Sul (an trede deiz) evel m'en doa lavaret ;
- en em ziskouezet eo d'e Ebestel e-pad 40 devezh goude e zasorc'h evit o c'helenn c'hoazh ;
- savet eo d'an Neñvoù dirak e An Ebestel d'ar Yaou-Bask ;
- emañ azezet en tu dehou da Zoue an Tad ;
- ac'hano e teuio da varn ar re vev hag ar re vev, ha ne vo fin ebet d'E rouantelezh.
Pennadoù kar
Notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.