Remove ads
tudenn relijiel From Wikipedia, the free encyclopedia
Yann ar Badezour, pe Sant Yann-Vadezour hervez ar relijion gristen, a zo anv ur yuzev meneget en Aviel hag a brezegas e Palestina en amzer Jezuz Nazaret. brofed eo er gristeniezh, en Islam, er Vandeegezh hag er relijion Baháʼí.
Ganet e oa war-dro ar bloaz 7 kent JK. Mab e oa d'ar beleg Zec'haria ha d'e bried Elesbed, hervez Aviel Lukaz 1:5. Diwar e anv (Yann) hag e labour (badeziñ) e teu an anv-badez Yann-Vadezour.
Kenderv eo da Jezuz. E vamm Elesbed a zo keniterv d'ar Werc'hez Vari, mamm Jezuz. Hervez Antiquitates Judaicae an istorour yuzev Flavius Josephus avat e oa un tamm disheñvel buhez Yann-Vadezour.
Er relijion gristen eo ar profed a gemenn donedigezh Jezuz, a voe anavezet gantañ evel ar Mesiaz gortozet, hag a voe badezet gantañ war lez ar stêr Jordan, ma reas "Oan Doue" anezhañ. Da Jezuz e roas e ziskibien.
E Judea e oa bet ganet Yann ar Badezour. D'ar 24 a viz Even da vare ar goursav-hañv e vez lidet e c'hanedigezh gant ar gristenien, koulz er c'hornôg hag er reter. E-mesk an holl lidoù a vez graet da-geñver ar gouel-se e seblant lod dont eus ar gouelioù kelt bras a oa d'ar mare-se eus ar bloaz. Bev-buhezek eo c'hoazh hengoun tanioù pe tantadoù Gouel Yann en un niver a gêrioù hag a lec'hioù.
A-raok kedez an hañv, war-dro ar c'houlz ma lider sant Yann, a-raok amzer Roma zoken, e veze lidoù ma lakaed an tan e bernioù keuneud.
D'ar 24 a viz Mezheven e vez lidet Sant Yann-Vadezour, c'hwec'h miz a-raok Nedeleg, dre ma kont an Aviel e oa dougerez c'hwec'h miz e vamm Elesbed pa deuas an ael da gemenn da Vari, mamm Jezuz, e oa da vout mamm d'ar Mesiaz.
Lidet e vez sant Yann dibennet d'an 29 a viz Eost koulz er c'hornôg hag er reter : Gouel Yann]] dibenn-eost an hini eo. A-hend-all e vez lidet an deiz ma voe dizoloet e benn.
Da Ouel Yann-Vadezour emañ gouel broadel gallegerien Kanada abaoe 1834, pa voe krouet ar gevredigezh Société Saint-Jean-Baptiste. Anvet e voe da sant paeron Gallegerien Kanada gant ar pab Pi X e 1908. E 1977 e teuas Gouel Yann da vout Gouel Broadel Québec,ha hini an holl Gebekiz, ne vern o orin.
Deiz Gouel Yann zo ivez ur gouel evit ar frañmasoned er bed a-bezh.
Evel ganedigezh Jezuz e voe kemennet hini Yann gant an arc'hael Gabriel, a lavaras d'an tad e vije leun e vab gant ar Spered Santel, hag en dije kement ha nerzh hag ar profed Elia.
Dre ma n'hallent ket kaout bugale avat e tiskredas Zec'haria war gomzoù an arc'hael, ma voe kastizet ha ma teuas da vezañ bouzar ha mut. N'eo nemet pa voe ganet ar bugel, war-lerc'h skrivañ Yann eo e anv
war un daolennig ma teuas ar gomz hag ar c'hleved dezhañ en-dro.
Buhez ur penitiour e voe hini Yann er gouelec'h
, o vevañ diwar kilheien-raden ha mel gouez hervez Aviel Mazhev III:4, hag o yunañ. Buhez un nazir eo buhez Yann hervez ma'z eo taolennet gant an arc'hael, a lenner en Aviel Lukaz (1:13-15).
Er bloaz 27, pemzekvet bloavezh ren an impalaer roman Tiberius, pa oa bet lakaet Pontius Pilatus da c'houarnour Judea ha Herodez Antipas da detrark Galilea, e teuas da chom war lez ar stêr Jordan, ma krogas da reiñ badeziant a vorc'hed evit bezañ gwalc'het eus ar pec'hedoù
dre vezañ lakaet en dour hervez ma'z eo diouganet gant ar profed Yeshaia. Un toullad mat a ziskibien a oa bodet en-dro dezhañ, ha kemenn a rae dezho donedigezh ar mesiaz :
Me ho padez gant dour, evit ho kas war-du ar morc'hed, met setu an hini a zo kreñvoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e sandalennoù. Hennezh ho padezo er Spered Santel hag en tan.
– Aviel Mazhev III:11
Hervez Mazhev III:13-17 e teuas Jezuz da-gaout Yann da vezañ badezet gantañ. Yann da lavarout dezhañ : Me eo am eus ezhomm da vout badezet ganit-te.
, ha Jezuz ha respont : Lez ober bremañ, rak dereat eo dimp seveniñ kement tra a zo reizh.
Yann a vadezas Jezuz eta, ha pa zeuas er-maez eus an dour e voe gwelet gant an holl ar Spered Santel o tiskenn evel ur goulm hag o tont warnañ
, hag ur vouezh deuet eus an neñv a lavaras : Hemañ eo ma Mab muiañ-karet, hag ennañ em eus lakaet ma holl garantez.
Ar Badezour a c'houlennas neuze digant e ziskibien mont da-heul Jezuz.
En Aviel Lukaz hepken ez eus anv eus ganedigezh Yann :
Met an ael a lavaras dezhañ : Na gemer ket aon, Zec'haria, rak selaouet eo bet da bedenn. Da wreg Elesbed a roio dit ur mab, hag e laki Yann e anv. Bez' e vo dit lec'h da gaout joa ha levenez, ha kalz tud a vo laouen eus e c'hanedigezh ; rak bras e vo-eñ dirak an Aotrou ; ne evo ket a win nag a evaj mezvus, rak azalek korf e vamm e vo karget eus ar Spered Santel. Lakaat a ray da ziqtreiñ ouzh Doue kalz eus bigale Israel. En e unan e kerzo dirak an Aotrou, gantañ spered ha galloud Elia, evit ditreiñ kalonoù an tadoù war-zu o bugale, hag an dud disent war-zu furnezh an dud just, evit prientiñ d'an Aotrou ur bobl prest d'e zegemer.
– Aviel Lukaz 1.13
Lavarout a rae Yann bezañ ar vouezh a c'harm en dezerzh
(Yann 1:23), ar pezh a gadarnae un diougan gant Yeshaia (Mazhev 3:1-4, Lukaz 3:4-6, Yeshaia 40:3-5).
Ur pennad goude, er bloaz 28 e strakas konnar Herodez Antipas, roue Galilea ha Perea, war benn Yann ar Badezour abalamour ma rebeche ar profed outañ bezañ dimezet gant Herodiada, merc'h e hanter vreur Herodez Filipos I.
Hervez Aviel Mark (VI:14-29) e oa aet skuizh Herodez, a reas kraouiañ Yann. Fellout a rae da Herodiada e vije lakaet Yann d'ar marv, met ne felle ket da Herodez en anaveze evel un den reizh ha santel
hag en selaoue a galon laouen
».
Koulskoude, pa voe lidet deiz-ha-bloaz Salome, merc'h Herodiada, e tañsas ar plac'h yaouank ken brav ma voe plijet an holl ha ma lavaras ar roue : Goulenn a gari, ha da c'houlenn a roin dit, ha pa vije an hanter eus ma rouantelezh
. Ha Salome da c'houlenn penn Yann ar Badezour war ur plad evit he mamm.
Tristidigezh a oa e Herodez pa gasas ur soudard da zibennañ Yann en e gell. Degaset e voe ar penn war ur plad ha kinniget da Salome, er roas d'he mamm Herodiada.
Eus ar gumuniezh en-dro da Yann ar Badezour ez eus ganet ur relijion vihan, gant Yann ar Badezour da brofed nemetañ, Jezuz ha Mahomed ne vijent nemet gaouierien. Ret e vez d'an dud-se chom tost a-walc'h d'ar stêrioù evit gallout badeziñ ar feizidi.
Abalamour d'ar perzh-se eo n'eo ket gwall anavezet ha ne chom bev nemet en un nebeud kornadoù eus Iran hag Irak.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.