anv merc'hed From Wikipedia, the free encyclopedia
Elesbed zo un anv-badez brezhonek[1], deuet diwar an anv gallek Elisabeth, a orin hebreek, a zo bet brudet bras e Kornogeuropa dre ar Bibl, peogwir e oa anv mamm Yann ar Badezour. Ar stumm Elizabed a gaver e troidigezhioù an Aviel gant Maodez Glanndour[2], gant « Kenvreuriez ar Brezoneg »[3], gant Pêr Guichou[4]. Kar d'an anv Elesbed eo an anv Izabel.
Elisheva (Elischeba pe Elisabeth) (אֱלִישֶׁבַע en hebreeg) a oa pried ar beleg Aharon, breur Moshe hendad rummad ar veleien (Kohanim) e-touez Meuriad Levi er Bibl. Hervez hengoun ar Yuzevien e voe beziet e Bez ar Batriarked e Hevron.
En hebreeg , Eli a zo kement ha « ma Doue ». Sheva a c'hall bezañ « le » pe « magadur ». (Sheva eo ivez an niver « seizh » (a dalv kement ha Peurvad ) en hebreeg). Da neuze e c'hall Elisheva bezañ « Ma Doue eo ma le » (Touiñ a ran dre ma Doue ) ha « Ma Doue eo ma magadur ».
Gouez da lod e oa Elisheva ar memes den evel Puah, unan eus an amiegezed meneget e levr an Ermaeziadeg[5]. Ar re a lavar kement-se a gred e oa deuet ar renk a henvamm d'ar strollad beleien evel ur gopr goude bout saveteet bugale an Hebreed.
Skignet eo bet an anv en holl vroioù Europa, ha stummoù disheñvel en deus kemeret alies:
Meur a rouanez hag a briñsez zo bet anvet Elesbed.
E Spagn e vez graet Isabel eus pep Elesbed.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.