Galleg
yezh romanek a orin eus Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
yezh romanek a orin eus Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar galleg (français, /fʁɑ̃.sɛ/ (selaou ) pe /fʁɑ̃ˈse/ (selaou )) zo ur yezh romanek gant ur substrat galianek hag ur superstrat frankek. Cheñchet en deus diouzh e du, diwar youl tolpadoù tud ouiziek (evel tud ar Pléiade) pe ensavadurioù (evel an Académie Française). E kerentiad ar yezhoù gallek-ha-romanek emañ ar galleg. Pa veze kaozeet ur bochad yezhoù eus a bep seurt familhoù er Vro-C'hall (hag a vez graet patois « trefoedaj » anezhe gant dismegañs, pe c'hoazh langues régionales « yezhoù rannvro », hag a c'haller dispartiañ etre div familh vras, yezhoù oïl en hanternoz, yezhoù ok er c'hreisteiz, hag a zo ul lodenn ag ar familh okitanek-ha-katalanek pe okitanek-ha-romanek), nend eo ar galleg, hag a oa yezh al Lez, nemet ur meskaj lennegel a lod anezhe, re oïl dreist-holl, hini Enez Frañs da gentañ penn.
Galleg (Français) | |
---|---|
Stadoù ma'z eo bet lakaet ar galleg da yezh ofisiel | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Bro-C'hall Belgia Suis Kanada |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 321 milion yezh vamm: 81 milion |
Renkadur : | 13 |
Familh-yezh : | Indez-europek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Bro-C'hall, Belgia, Suis, Kanada hag 21 vro arall |
Akademiezh : | • Académie française • [[Délégation générale à la langue française et aux langues de France]] • Service de la langue française (Belgia) • Office québécois de la langue française • Conseils supérieurs de la langue française de France, de Belgique et du Québec |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | fr |
ISO 639-2 | fra |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | FRA |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
D’al liesañ e vez lavaret eo ar c'hentañ testenn skrivet e kenc'halleg (pe romana lingua pe roman) Serments de Strasbourg (Toueadelloù Strasbourg) e 842. Mod arall e voe en taol kentañ ma oa bet kaoz hag ur c'henc'halleg e 813, da-geñver sinod Teurgn. En destenn lennegel kentañ er yezh-se a zo bet skrivet tro-dro da 880. Hennezh eo Séquence de sainte Eulalie, met gallout a reer lavarout eo bet skrivet an destenn-se e pikardeg kentoc'h evit e galleg e gwirionez. Ret eo lavarout ne servij ket da galz a dra gober un diforc'h etre "langaj" ha "parlant-bro" : n'e c'haller ket spazhiñ an traoù en ur feson krenn ha fur. Er bloaz 1539 e laka lezenn Villers-Cotterêts ar galleg da yezh ar Gwir hag ar velestradurezh.
Evit an istor e c'haller gwelout pemp stad en emdroadur ar yezh, ha cheñchet he deus a-dammigoù hag ur stumm d'unan arall (er skouerioù da-heul hor bo dalc'het skritur ar voullerion. Cheñchet eo bet un tammig a-gaoz bout aesoc'h da lenn). Tuioù arall zo da zispartiñ mareoù disheñval emdroadur ar yezh, ha nend eo ar re-se nemet fesonioù da lavarout e pe amzer ez eus bet skrivet un destenn e-keñver stad ar yezh. Ar feson da renkañ stadoù ar yezh dindan n'eo ket diazezet war ar yezhadur hepken, met war ar skritur ivez :
E-mesk ar c'hentañ oberennoù pouezus :
Hiziv eo ar galleg ar yezh ofisiel nemeti en e-leizh a vroioù, ha graet e vez gantañ e meur a hini arall. Lod ag ar broadoù hag a implij ar yezh-se zo en Aozadur Etrebroadel ar c'hallegeriezh (Organisation internationale de la Francophonie). A-vepred emañ bet skrivet ar galleg get al lizherenneg latin. A-c'houde ar XVIvet kanted e vez implijet arouezennoù bihan hag a vo reolennoù dindane adal an XVIIIvet kantved.
Ar galleg eo yezh ofisiel emglev ar Metr, hag a laka unanennoù diazez er sistem etrebroadel|enanennoù muzuliañ ar fizik. Hennezh zo unan a ugent yezh ofisiel Unaniezh Europa.
|
|
Ouzhpenn evit kement-se ez eus paot-mat a c'hallegerion c'hoazh en Egipt, en India (Pondichery), en Italia (Traoñienn Aosta), e Laos, e Maouritania, er Rouantelezh-Unanet (Inizi Angl-ha-Normand), Stadoù-Unanet Amerika dreist-holl e (Louisiana ha Bro-Saoz Nevez) hag e Viêt Nam.
Ar C'hallegeriezh a zo un aozadur etrebroadel a vroioù hag a c'houarnamantoù e men e vez kaozeet galleg.
E-keñver an istor emañ bet ar galleg yezh ar pennoù-bras hag ar genwerzhourien e Bro-Saoz e-pad tro-dro 300 vloaz, adal gounit an Normanted betek 1362, m'en deus ar saozneg kemeret lec'h ar galleg evit mat.
|
Gerioù
Yezh ar sinoù
Liammoù diavaez |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.