Herri VII (Bro-Saoz)

From Wikipedia, the free encyclopedia

Herri VII (Bro-Saoz)
Remove ads

Herri VII Tudor (28 a viz Genver 1457 - 21 a viz Ebrel 1509) a oa ur priñs kembreat hag a zeuas da vout roue Bro-Saoz, eus 1485 betek e varv. Ar roue kentañ eus an tiegezh Tudor e voe. Brezhoneger e oa[1] peogwir en doa kavet repu e Breizh e 1471, pa oa Brezel an Div Rozenn e Bro-Saoz. Goude bezañ tremenet tost 14 vloaz en harlu e Dugelezh Breizh e tec'has kuit da Vro-C'hall ha distreiñ a reas da Vro-Saoz evit bezañ kurunet roue. Dont a reas a-benn da c'hourlakaat ar peoc'h d'ar vro goude tregont vloaz a vrezel diabarzh. Sevel a reas e vab Herri VIII war e lerc'h war dron ar roue.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Remove ads
Thumb
Herri VII
Remove ads

E vuhez

Yaouankiz

Ganet e oa e Kastell Penfro e Kembre. E dad e oa Edmond Tudor, kont Richmond, hantervreur d'ar roue Herri VI, hag e vamm e oa Margaret Beaufort, un diskennadez da Yann Gent, mab da Edouarzh III (Bro-Saoz). Tremen a reas e vugaleaj gant e eontr Jasper Tudor, Kont Pembroke.

Dimezioù

Dimeziñ a ra da Elesbed York, merc'h ar roue Edouarzh IV, d'an 18 a viz Genver 1486. Seizh bugel o deus.

E vugale

En e raok:
Richarzh III
Roue Bro-Saoz

14851509
War e lerc'h:
Herri VIII

Notennoù ha daveoù

Loading content...
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads