From Wikipedia, the free encyclopedia
An esperanteg a zo anezhañ ur yezh savet a-ratozh. Dont a ra war wel evit ar wech kentañ en ul levrig embannet gant Ludwik Lejzer Zamenhof (Loeiz Lazar Zamenhof) e 1887. Internacia lingvo (yezh etrebroadel) eo anv kentañ an esperanteg. Diwar anv-pluenn Zamenhof el levrig-se, Doktoro Esperanto (Doktor a esper) e teu an anv a vez implijet bremañ. Esperout a rae e teufe ar yezh-se da vezañ ur yezh etrebroadel evit sikour an dud d'en em gompren dre ar bed. N'en doa ket da bal e teufe an esperanteg da vezañ ar yezh nemeti er bed, met un eil yezh boutin d'an holl.
Esperanteg (Esperanto) | |
---|---|
Banniel an esperanteg | |
Etrebroadel | |
Perzhioù | |
Komzet e : | er bed a-bezh |
Rannved : | Etrebroadel |
Komzet gant : | etre 40 000 ha 3 milion (hervez ar c’hontoù) |
Renkadur : | 1añ yezh kenaozet |
Familh-yezh : | Yezh savet a-ratozh
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | nep lec’h |
Akademiezh : | Akademio de Esperanto |
Urzh ar gerioù : | SVO ; SOV ; OSV ; OVS ; VSO ; VOS |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | eo |
ISO 639-2 | epo |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | EPO |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Hiziv an deiz e vez implijet an esperanteg war meur a dachenn : beajiñ, kenskrivañ, eskemmoù sevenadurel, lennegezh ha kelennadurezh ar yezhoù peurgetket.
Dre ma 'z eus ur yezh savet eus an esperanteg ez eo berr hag anavezet mat e istor. Etre dibenn ar bloavezhioù 1870 ha penn kentañ ar bloavezhioù 1880 e voe savet an esperanteg gant Ludwik Lejzer (Loeiz Lazar) Zamenhof. Goude bezañ darevet e raktres e-pad un dek vloaz bennak, en ur dreiñ hag en ur sevel oberennoù pergen, e voe embannet yezhadur kentañ ar yezh etrebroadel e rusianeg gant an oberour yaouank e Gouere 1887, dindan stumm ul levrig moulet diwar e goust. Etre 1887 ha 1889 e voe embannet doareoù all e meur a yezh. E-pad an dekvedoù goude, ne reas ket 'met kreskiñ an niver a dud bet desket an esperanteg ganto, da gentañ en impalaeriezh rusian hag en Europa ar Reter dreist-holl, ha goude se en Europa ar C’hornôg hag en Amerika. Da geñver ar brezel etre Rusia ha Japan e 1904-05 e oa aet an esperanteg tre er Japan. E Sina e voe roet ar c’hentelioù kentañ e Shanghai e 1906 hag e Canton e 1908. E-pad an dekvedoù kentañ e chomas implijerien an esperanteg e darempred an eil re gant ar re all dre gelaouennoù ha dre lizher. E 1905 e voe dalc’het kentañ kendalc’h etrebroadel an esperanteg e Boulogne-sur-Mer (Frañs). Abaoe ez eus bet dalc’het kendalc’hioù etrebroadel bep bloaz nemet e-pad an daou vrezel-bed. Ouzhpenn ar c’hendalc’hioù bras-se e vez lusket bed an esperanteg gant dalc’hioù, stajoù, emvodoù, hag oberoù etrebroadel all a-stroll. Abaoe 1986, n’eus ket bet un devezh hep na vije bet an esperanteg yezh unan eus an emgavioù-se un tu bennak er bed (deiziadoù an emgavioù da zont).
N’eo an esperanteg yezh ofisiel bro ebet, met bez' ez eo yezh labour meur a gevredigezh diarc’hantus, kevredigezhioù esperantek dreist-holl. Aozadur Hollvedel an Esperanteg (UEA) eo kevredigezh vrasañ an esperanteg. Emañ e darempred ofisiel gant ar Broadoù Unanet hag UNESCO evit kuzuliañ.
Dre m’eo an esperanteg ur yezh savet a-ratozh, n’eo ket kar da yezh all ebet. Koulskoude e c’hell bezañ tostaet ouzh ar yezhoù indezeuropek dre ar pep brasañ eus orin e c’heriaoueg. Ar rummad yezhoù-se eo bet an diazez en deus savet Zamenhof ar yezh diwarnañ.
Disheñvel a-walc’h eo framm an esperanteg diouzh hini ar yezhoù indezeuropek avat.
5 vogalenn ha 23 c’hensonenn, 2 hantervogalenn e o zouez, en deus an esperanteg. War an eil silabenn ziwezhañ e kouez an taol-mouezh atav, nemet er gerioù unsilabennek evel-just.
Digemm eo distagadur lizherennoù an esperanteg, setu e vez distaget an holl c’herioù evel ma vezont skrivet ha skrivet e vezont evel ma vezont distaget.
Heñvel eo lizherennoù an esperanteg ouzh re al Lizherenneg fonetik etrebroadel, nemet al lizherennoù c (brezhoneg : tso), ĉ (tcho), ĝ (djo), ĥ (c’ho kalet), ĵ (jo), ŝ (cho) ha ŭ (wo).
Gwelet ar pennad Lizherenneg an esperanteg
Al lizherenneg latin an hini eo a vez implijet gant an esperanteg, kresket gant c’hwec’h lizherenn dezho un tired : ĉ, ĝ, ĥ, ĵ, ŝ, ŭ. Ne vez ket graet gant al lizherennoù q, w, x ha y nemet en eztaoladoù matematikel hag en anvioù divoutin n’int ket bet esperantekaet.
Kudennoù a sav gant al lizherennoù dezho un tog pa vezont bizskrivet pe moulet. Setu e vez graet gant div reizhiad evit kodañ anezho :
Ar reizhiad diwezhañ-mañ a voe implijet gant Roparz Hemon e niverennoù kentañ e gelaouenn esperantek Nord-Okcidento, adstaget da Walarn. Goude se e kavas an tu da ober gant al lizherennoù gwir.
Gwelet ar pennad Yezhadur an esperanteg
Ur yezh daspegel eo an esperanteg, evel an turkeg, ar japaneg pe ar c'horeaneg. Savet e vez ar gerioù dre ouzhpennañ ur morfem d’ur bennrann a chom digemm da vat :
Lakaet e vez merk al liester (-j) hag hini an akuzativ (-n) war-lerc’h lostger an anv-kadarn pe an anv-gwan
Frank-tre eo urzh ar gerioù, evel e rusianeg pe e latin : lakaet e vez an anvioù gwan a-raok pe goude an anvioù a zoareont, ha lakaet e vez ar rener, ar verb hag ar renadenn (gant merk an akuzativ mard eo ur renadenn eeun) e forzh peseurt urzh. Ar ger-mell strizh "la" a rank atav bezañ e penn kentañ ar strollad anv avat. Dont a ra an araogennoù e penn kentañ o strollad anv. Heñvel dra gant ar ger nac’h ne hag ar stagelloù kenurzhiañ kaj (ha) ha ke (a) e vez lakaet e penn kentañ a frazenn a zegasont.
Evel e saozneg, n’o deus an anvioù-kadarn reizh ebet. Graet e vez gant ar lostger -in (diwar an alamaneg Freund - Freundin) evit sevel stumm benel an anvioù-kadarn : amiko ("mignon") - amik-in-o ("mignonez")
Gwelet ar pennad Geriaoueg an esperanteg
Eus meur a yezh e teu ar gwrizioù, zoken ma'z int an darn vrasañ anezho latin.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.