Yezhoù germanek

familh yezhoù From Wikipedia, the free encyclopedia

Yezhoù germanek
Remove ads
Remove ads

Ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek eo ar yezhoù germanek.

Thumb
Ar yezhoù germanek

Ar saozneg eo ar yezh c'hermaneg muiañ komzet o vezañ m'emañ barrek warnañ tro-dro da 340 milion a dud evel yezh kentañ ha gant meur a hini all dre ar bed a-bezh evel eil yezh. E-touez ar yezhoù germanek pennañ all e kaver an alamaneg komzet gant 120 milion a dud evel yezh kentañ, an izelvroeg hag ar yezhoù skandinavek.

Diorroet e oa bet an holl yezhoù germanek diwar an Henc'hermaneg, komzet tro-dro d'ar 1añ milved kent Jezuz e norzh Europa.

Kavet e vez roudoù skrivet eus ar yezhoù germanek bet enrollet gant Tacitus eus ar Iañ kantved kent Jezuz.

Adalek an Eil kantved goude Jezuz-Krist e oa bet kroget da skrivañ ar yezhoù germanek gant runoù anvet Henfuthark. Diouzh an tu all e veze skrivet ar goteg gant al lizherenneg c'hotek bet krouet gant an eskop Ulfilas evit treiñ ar Bibl er IVe kantved. War-lerc'h e voe degaset al lizherenneg latin gant ar venec'h kristen evit skrivañ ar yezhoù germanek all, nemet ar yezhoù skandinavek a gendalc'he d'ober gant ar runoù a-hed amzerioù ar Vikinged.

Bremañ e vez implijet al lizherenneg latin evit skrivañ an holl yezhoù germanek, a-wechoù gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn, da skouer

Gwechall ivez e veze skrivet ha moulet meur a yezh germanek, dreist-holl an alamaneg, gant ur stil ispisial anvet fraktur.

Setu un nebeud perzhioù yezhoniel a gaver er yezhoù germanek nemetken:

  1. Eeunadur eus amzerioù indez-europeek e amzer-a-vremañ ha amzer dremenet
  2. Implij ul lostger dre-zent (/d/ pe /t/) e lec'h ur c'hemmadur a vogalenn (ablaut) da ziskouez an amzer dremenet. Gwelet: Verb gwan germanek.
  3. Bezañs daou zoare displegadur verb : gwan (oc'h implijout ul lostger dre zent) ha kreñv (oc'h implij ablaut).
  4. Implij anvioù-gwan kreñv ha gwan.
  5. Ar c'hemmadur kensonennek anavezet dindan anv Lezenn Grimm.
  6. Un nebeud gerioù a zo diaes da liammañ gant gwriziennoù indez-europeek hag a vez kavet e-barzh hogozik tout ar yezhoù germanek Gwelet Martezeadenn ar gwiskad-dindan germanek.
  7. Dilec'hiadur ar pouez-mouezh war ar wrizienn.
Remove ads

Renkadur ar yezhoù germanek

Setu ur roll eus ar yezhoù hag ar rannyezhoù germanek pennañ:


Remove ads

Geriaoueg

Un nebeud eus ar gerioù en daolenn-mañ o deus kemmet o zalvoudegezh e-pad ar milvedoù. Da skouer ez eo liammet ar ger Sterben (mervel) ouzh ar ger saoznek starve (bezañ gant an naon). Bez ez eus d'an nebeutañ un heuliad d'un andon nann-germanek boutin (ounce hag a zeu eus al Latin)

Muioc'h a ditouroù Saozneg, Skoteg ...
Remove ads

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Notennoù

Loading content...
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads