Douar-Nevez
From Wikipedia, the free encyclopedia
Douar-Nevez pe an Douar-Nevez (Newfoundland e saozneg, distaget : ['njuw fən 'lænd] ; Terre-Neuve e galleg; Talamh an Éisc en iwerzhoneg ; Ktaqamk e mikmakeg), a zo un enezenn eus Reter Kanada er Meurvor Atlantel. Un darn eo eus proviñs Douar-Nevez ha Labrador. 115 220 km² a zo d'an enez ha 470 000 a dud a oa o chom enni e 2000. Saint John's eo ar gêr-benn. Er “Bed Nevez” eo al lec'h anavezet da gentañ gant an Europeaned, ha diwar-se e teu hec'h anv.

Douar-Nevez
Anv er yezh a orin | Ktaqmkuk |
---|---|
Yezh ofisiel | Newfoundland English, Newfoundland French, Irish language in Newfoundland |
Kevandir | Norzhamerika |
Stad | Kanada |
E tiriad | Douar-Nevez ha Labrador |
Gwerzhid-eur | UTC−03:30, America/St_Johns |
War ribl | Pleg-mor Sant-Laorañs, Mor Labrador, Meurvor Atlantel |
Daveennoù douaroniel | |
Poent uhelañ | The Cabox |
Moneiz | Canadian dollar, Newfoundland dollar |
Banniel (deskrivadur) | Newfoundland Tricolour |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Newfoundland |


Douaroniezh
E-tal genoù aber ar Sant-Laorañs emañ an Douar-Nevez. E penn Norzh an enezenn emañ enez Belle Isle, badizet gant an ergerzher Jakez Karter. Dispartiet eo Douar-Nevez eus aodoù Labrador ha Kebek gant Strizh-mor Belle Isle. Er Su eus an enezenn e kaver Sant-Pêr-ha-Mikelon, un enezeg vihan gall, ha muioc'h er su emañ Enez ar C'hab Breton, ul lodenn eus proviñs kanadian Skos Nevez.
E gevred an enezenn emañ Saint John's, kêr-benn proviñs Douar-Nevez ha Labrador.
Yezhoù
Komzet e vez gant an dud rannyezhoù eus ar saozneg hag ar galleg. [1] Bez e oa ur rannyezh eus an iwerzhoneg en XIXvet kantved anvet "iwerzhoneg an Douar-Nevez".[1] Gouezeleg Bro-Skos, eus he zu, a veze komzet ivez en enezenn e-pad an XIXvet kantved hag e deroù an XXvet kantved, dreist-holl e korn-bro Traoñienn Codroy, gant tud o tont eus Enez ar C'hab Breton, e Skos Nevez. [2] An anvioù gouezelek a rae dave d'ar pesketa : e gouezeleg Bro-Skos e oa anvet Eilean a' Trosg, da lavaret eo "Enez ar Moru".[3] Gwall heñvel eo an anv iwerzhonek Talamh an Éisc hag a dalv "Enez ar Pesked".
Chas
Ur ouenn chas, a orin eus an enezenn zo anvet Douar-Nevez, pe NewFoundland pe Newfie, hervez o anvioù saoznek, pe Terre-Neuve diwar o anv gallek. Gwelout Douar-Nevez (ki).
Daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.