Kenderv
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kenderv un den eo mab e eontr (pe yontr) hag e voereb, eus e savboent. Eus savboent e dad pe e vamm e vo graet niz pe nizez eus ar memes den.
Kendirvi eo ar furm lies; keniterv (kenitervez e doare Treger) ar furm wregel.
Meur a seurt kendirvi zo, hervez an derez a gerentiezh, pe a genderviezh:
Ar c'hiz e oa dimeziñ etre kendirvi e broioù ha tiegezhioù uhel zo, evel Bourboned Spagn. Kenwadelezh a voe da-heul.
Pa gomzer eus pobloù e lavarer a-wechoù int breudeur, pe gendirvi. A-wechoù e lavarer diwar-benn Iwerzhoniz int kendirvi d'ar Vretoned, evel ma lavarer diwar-benn Kembreiz ez int breudeur.
Ur c'hiz zo e brezhoneg Gwened, d'ober kenderv eus pep paotr. Kement-se a weler el levr Yann ar Baluc'henn, gant Job Jaffre.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.