bugel par From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar mab a vez graet eus bugel ur vamm, pa vez hañval e reizh ouzh hini e dad, ha pa vez hañval ouzh hini ur vamm e vez lavaret ar verc'h.
Komz a reer
Hervez ar c'hiz kozh e oa d'ar mab henañ da genderc'hel labour e dad, hag alies e veze savet evit seveniñ ar gefridi-se. Komz a reer eus gwir ar mab henañ, a veze roet dezhañ an holl beadra a oa en tiegezh, ha ne chome nemet nebeud, pe netra da reiñ d'ar vugale all. Ar merc'hed, pa vezent dimezet ha pa'z aent d'un tiegezh all, a veze roet dezho un tamm argouroù.
En tiegezhioù niverus e veze ar c'hiz reiñ ur mab d'an iliz, hag unan all d'an arme, evel ma veze paeet an tailhoù.
E meur a sevenadur hag a yezh e vez, pe e veze, anvet ar vibien diwar anv o zad.
Chom a ra un aspadenn eus an doare-envel-se en anvioù-tiegezh en ab.
E Kembre eo bet advevaet an doare-envel kozh, ma c'haller dilezel an anv Jones, da skouer, pe unan all, mar karer, ha dibab an doare gant ab (pe ap).
E Bro-Saoz (evel en Iwerzhon, Skos, SUA, Sveden) ez echu kalzik a anvioù tiegezh gant ar ger son :
Eno ez echu kalz anvioù gant sen:
Eno ez echu anvioù zo gant sen pe son :
E Spagn e echu gant ez an anvioù savet diwar anv an tad, en es e Portugal:
Kavout a reer kalz anvioù-tud gant Mac (="mab"). Da skouer : "Mac Thomáis" (mab Thomas), "Mac Domhnaill" (mab Donald), er yezhoù gouezelek. Pe en ur stumm saoznekaet : "MacDonald", "MacLean".
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.