Remove ads
boued From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar bara zo boued graet gant bleud, holen, dour ha goell a vesker da fardañ un toaz a boazher en ur forn. Ar c'hreun reer eus gorre ar bara, a vez kras ha kalet a-walc'h, hag ar minvig a reer eus an diabarzh, a zo blot.
Boued diazez meur a gumuniezh war an Douar eo ar bara, hag unan eus ar meuzioù koshañ en istor Mab-Den.
Goude bezañ bet chaseourion ha kutuilherien gantreer e teskas an dud labourat an douar. Diwar gutuilhañ o devoa desket anavezout an edoù gouez, a grogjont da c'hounez peogwir o devoa merzet e c'helled o mirout e-pad ar goañv, pa veze ral ar boued.
Goude-se e paouezas ar pobladoù da gantren, ha diorroet e voe al labour-douar : gant pigelloù da gentañ, gant erer sachet gant tud da c'houde. Diwezhatoc'h e voe ijinet an arar sachet gant un ejen, ha pelloc'h c'hoazh e voe an arar-brabant sachet gant kezeg. Evel-se e veze gounezet yell, a zo un doare gwinizh kalet. Kalz diwezhatoc'h, adalek an XVIIIvet kantved, ez eo ar gwinizh a zeuas da vezañ an ed a vez gounezet ar muiañ e bed.
Dre ar bed e c'hounezer edoù, a veze debret kriz en deroù ; diwezhatoc'h ez eo bet ijinet o c'hrazañ, ha tostoc'h dimp e teuas ar boaz d'o bruzunañ a-raok o meskañ gant dour evit fardañ yod. Diwezhatoc'h e voe ijinet fardañ galetez ; e Mec'hiko ez eo c'hoazh an tortillas, galetez maiz, an diazez da bep pred war ar maezioù.
En Henamzer e voe boulc'het fardañ bara e Henegipt, Henc'hres ha Henroma. Tamm-ha-tamm e voe erlec'hiet mein-milin ouzh ar mortezioù hag ar piloueroù, ar pezh a roas tro da danavaat ar poultr edoù ; ne oa ket c'hoazh ar bleud a anavezomp, gros e oa, ha bruzunet e veze ar pennoù-ed gant o brenn.
Gant o zreid e veske an dud an edoù bruzunet, an holen hag an dour. Nebeut-ha-nebeut e voe kavet penaos lakaat ar meskaj da vont e go, da lavarout eo da lakaat an toaz da sevel ha da skañvaat. Henegipitiz ha Hebreiz a ouie dija fardañ lod eus o baraennoù dre implijout ar goell a gaver e spoum ar bier pa vez o c'hoiñ. Hervez Plinius an Henañ (*23– †79) e veze implijet ar goell-bier gant ar C'halianed hag ar Spagnoliz[1].
War mein plat e veze poazhet an toaz, ha war plakennoù metal diwezhatoc'h. Un jinadenn veur e voe ar forn en istor ar bara : kleuzet e veze an douar, e stumm ur pikern ledanoc'h el laez eget en traoñ. Regez a veze lakaet er strad, ha peget ar galetezennoù toaz ouzh ar c'hostezioù. Pa vezent poazh e vezent dastumet gant gwialennoù evit ma ne gouezhfent ket war ar regez. Lod pobladoù en Azia ha tro-dro d'ar Mor Kreizdouar a ra evel-se hiziv c'hoazh.
E Sina e veze poazhet ar baraennoù dre vurezh, evel ma vez graet hiziv c'hoazh ivez : bouloù toaz a lakaer en ur baner bambouz kent he diskenn en ur chaodouronad dour berv ; klozet e vez ar chaodouron ha burezh an dour o virviñ a boazh ar baraennoù.
Ken abred hag an Henamzer en Europa e veze fardet fornioù mañsonet, pa'z eus bet kavet lod e dismantroù Pompei, a oa bet distrujet er bloaz 79. Savet e veze ur volz gant mein pe vrikennoù a-us ul leur. "Genoù ar forn" a reer eus an digor a servije da lakaat etevioù da zeviñ war al leur betek ma trofent da regez a c'helled dilemel pe lakaat a-gostez ; dre ar genoù ivez e lakaed an tammoù toaz da boazhañ. Bras-tre e veze ar fornioù-se, pa servijent d'ur gêriadennad a-bezh, pep tiegezh o fardañ e vara a-raok e gas d'ar forn-dalc'h.
Nebeut-tre a gemmoù a voe er fardañ bara etre an Henamzer hag ar Grennamzer. E broioù ar C'hornôg adalek an Xvet kantved, an Iliz a lakaas an dud da zigoadañ evit diorren al labour-douar. E-tro an XIIvet kantved, an aotrounez hepken o devoa ar gwir da lakaat sevel fornioù, ha ret e oa d'an dud paeañ telloù evit degas o bara da vezañ poazhet enno, goude en devout paeet telloù all e ti ar miliner da gaout bleud ; ha fall e oa ar bara, pa ne veze ket burutellet a-walc'h ar bleud, kalz a vrenn c'hoazh ennañ. Pri ha plouz zoken a veze lakaet er bleud-se pa c'hoarveze naonegezh er vro. E Sveden e veze erlerc'hiet rusk sapr ouzh ul lodenn eus ar bleud a-wechoù, ha kalz traoù all zo bet implijet ivez (korz, broen, gwriziennoù plant, ha greun plant ivez : fav ha fer, da skouer).
Kalz koadeier a oa, ha jiberus e oant ; puilh e oa ar c'hig, a yae d'ar boued pennañ. An aotrounez a lakae tammoù kig war jelkennoù tev bara brizh ; pa veze empret ar bara gant chug ha druzoni ar c'hig e veze roet d'ar beorien marnaonek en em dolpe dirak dorioù ar c'hastilli.
Gwinizh, heiz, kerc'h ha brazed[2] eo an edoù a c'hounezed er Grennamzer. Er XVIvet kantved e c'hoarvezas en Europa naonegezhioù spontus hag a lazhadegas ar poblañsoù, abalamour d'ar gwallamzer ha d'ar brezelioù. An dienez a gaved er maezioù a erruas er c'hêrioù bras. Distro ar "bara" fall-put neuze.
En XVIIIvet kantved e Bro-C'hall e veze du bara an dud vunut, pa oa gwenn ar bara flour gwinizh a veze miret evit ar vrientinien : an noblañsoù, ar vourc'hizien hag ofiserien ar roue. E deroù ar c'hantved-se, korfuniadoù ar varaerien a veze evezhiet rak lezennoù a oa a-fet aozañ, fardañ ha poazhañ ar bara. Lod gwerzherien edoù a zeuas a-benn da aozañ naonegezhioù evit lakaat kresk war ar prizioù. Ken kêr e oa ar bara e deroù ar bloaz 1789 ma voe kabaduilhoù evit lakaat ar prizioù da ziskenn ; pa voe aloubet ar Bastille e Pariz d'ar 14 a viz Gouere, an dud a glaske kement a vara hag a brizonidi, alese ar bomm gant Madame Victoire, moereb-kaer ar rouanez Marie-Antoinette : "S'ils n'ont pas de pain, qu'ils mangent de la brioche". Diwezhatoc'h e voe kaset ar c'horfuniadoù da get, hag e 1791 e voe gourlakaet "bara ar frankiz" gant ar Vodadeg : 3/4 gwinizh, 1/4 segal, hag ur priz termenet dre lezenn.
E kreiz ar XVIvet kantved ez erruas an avaloù-douar en Europa, ma voent skignet betek erruout e Bro-C'hall hag e Breizh e dibenn ar c'hantved. E deroù an XIXvet kantved e veze debret patatez gant ar braz eus an dud en Europa, betek kemer lec'h ar bara alies. Goude 1850 e voe araokadennoù bras er fardañ bara : milinoù kaset gant burezh e-lec'h avel pe zour, fornioù mañsonet e pep lec'h bepred met gant an oaled dindan al leur evit aesaat al labour ha chom hep gwastañ ar bara, ha mekanikoù-da-verat.
Abalamour d'ar Brezel-bed kentañ ha d'an Eil brezel-bed e voe tailhet bara Europiz ; e Bro-C'hall hag e Breizh ne voe ket lakaet ar gwerzhañ en e frankiz a-raok 1954, nav bloaz goude dibenn an Eil brezel-bed.
Er bloavezhioù 1960 e voe boulc'het ur brezel all : ar vezeien enep ar bara, a vefe fall evit ar yec'hed. Un tregont vloaz diwezhatoc'h ec'h anzavjont bezañ bet faziet : mat-tre eo ar bara evit ar yec'hed.
Adalek dibenn an XXvet kantved e vez mekanikoù o fardañ bara, e ti an artizaned zoken, gaz pe dredan a laka ar fornioù da dommañ, hag alies e vez renet ar fardañ bara dre urzhiataerioù. Hogen e lec'h all emañ an nevezenti bouezusañ : skañvaet a-galz eo bet labour ar varaerien a-drugarez d'ar yenien. Pa lakaont toaz en un armel-yen e paouez da vont e go. Tu zo da skornañ an toaz kent e lakaat en ur forn yen ha reizhañ ar forn evit ma krogfe da dommañ d'un eur resis. Erru an eur e wrez ar forn hag ec'h a an toaz e go a-nevez. Evel-se e c'hall ar pober merat ha "treiñ" (stummañ) an toaz war an deiz hag e lakaat da boazañ e-kerzh e gousk, a-raok digeriñ ar varaerezh.
Gorrek-tre e voe emdroadur ar baraerezh betek an XXvet kantved. Labourioù skiantourien evel Louis Pasteur (1822-1895) war meur a zoare goell a roas tro da fardañ goell greantel evit ar baraerezh ; trawalc'h eo d'ar boberien bruzuniñ un nebeud goel fresk er bleud hag en dour evit lakaat an toaz e go, pa rankent gwechall klask well-wazh fardañ goell stabil-distabil. Gant an tredan e voe aesaet ar muiañ al labour, betek ar bloavezhioù 1960 ha 1970. Hogozik emgefreek eo ar pouezañ, ha gant mekanikoù e vez graet an treiñ. E-lec'h pili e reer gant tapisoù-ruilh evit forniañ, ha brasoc'h-brasañ e vez ar forniadoù. Gwellaet a-galz ivez eo bet ar yec'hederezh a-drugarez d'an dir disvergl (an "inoks", 1872) hag ar policarbonat, un doare plastik (1953).
Adalek deroù ar bloavezhioù 1980 e vez fardet fornioù-tro : lakaet e vez an toazennoù war girri ma vezont dalc'het gant rouedoù metalek ; forniet e vez ar c'harrad a-bezh, a dro a-hed ar poazhadur. Kalz amzer a vez espernet evel-se.
Diwar ar greun e vez fardet bleud, dre veur a bazenn.
Ar bleud eo an danvez hag a dremen aes dre an holl damouezoù : pep rannig bleud a rank bezañ tanavoc'h eget 200 µm (0,002 mm). E-tro 75 kg bleud ha 25 kg brenn ha lastezenn a gaver e 100 kg greun gwinizh.
Kaset e vez standilhonoù eus ar bleud-se d'un arnodlec'h ma vez muzuliet ar glebor, ar c'hementad a c'hluten hag an dregantad a ludu ; goude-se e farder toaz hag e klasker ober bara gant ar bleud nevez. Mard eo mat disoc'h an taol-arnod e vez lakaet ar bleud e gwerzh.
Rummataet dre skouerioù e vez ar bleudoù. T45 ha T55 eo an daou batrom bleud gwinizh implijetañ[4].
Hervez ar c'hementad a zanvezioù maenek a zo er bleudoù e vezont rummataet. En diwan hag er plusk emañ an danvezioù-se, ha seul nebeutoc'h a vez anezho seul welloc'h e vez ar bleud ; eus kalon an alamandezenn e vez tennet ar bleud gwellañ. Evit gouzout a-zivout perzh ur bleud e vez lakaet 5 gramm ± 1mg da zeviñ er ur forn tommet da 900°C betek ma ne chomfe nemet an danvezioù maernek, na zevont nemet adalek 1 500°C. Pouezet e vez an danvezioù goude-se, evit kavout an dregantad a ludu. Ar bleud glanañ eo an T45, etre 0,4 ha 0,5% a zanvez maenek ennañ ; er pastezerezh e vez implijet. An T55, etre 0,5 ha 0,6%, a ya da fardañ bara.
Ampez | 68-72% | Glukid gorrek |
Dour | 15% | |
Gluten | 8-12% | Protid |
Sukrennoù | 1-2% | Glukid prim |
Danvezioù druz | 1,2-1,4% | Lipid |
Danvezioù maenek | 0.5-0.6% | |
Kelluloz | roudoù | |
Vitaminoù B, E ha PP |
Tu zo da fardañ bara hep holen, evit ur reol-voued da skouer, met disliv ha divlaz e vez. Lakaet e vez 20 gramm holen dre gilo bleud (2% eta) peurliesañ. Pouezus eo an holen er baraerezh, evit lies abegoù :
Gwell eo implijout holen fin a zileizher en dour. Arabat eo lezel an holen da chom re bell kejet gant ar goell, a vefe lazhet gantañ.
Dileizhañ an holen en toaz eo perzh pennañ an dour ; ar sukr a vez dileizhet gantañ ivez er pastezerezh. Goude-se e ya an dour da c'hlebiañ ar bleud, a dremen eus ur poultr d'un toaz. Dre lonkañ dour e koeñv an ampez hag e wevna ar gluten. Evañ dour a ra ar goell, neuze e tistro d'ar vuhez, e paota, hag e kas gaz karbonek (CO2) ; ne c'hall ket ar goerezh c'hoarvezout hep dour. Bac'het e vez ar goerezh en ur gwiad stirennek stummet gant ar gluten gleb. A-drugarez d'an dour evez an toaz gwevn a-walc'h evit bezañ stummet war an hir pe en ur voul.
A-raok ar forniañ en em laka an dour war gorre ar begailh (an tamm toaz hag a droio d'ur varaenn), evel-se e sikour gant poazhadur ar glukid, a dro da garamel, ha gant krazerezh ar c'hreun.
An elfenn diwezhañ er fardañ bara eo ar goell. Arabat eo droukveskañ goell ar boberien hag ar goell kimiek !
Goude evezhiadenn Plinius an Henañ er Iañ kantved ne voe mui klevet a-zivout ar goell e-pad 1 600 vloaz. E 1695, ur baraer e Pariz a ijinas gwellaat blaz e vara dre ouzhpennañ goell-bier d'e damm toaz eus an derc'hent evit buanaat ar goiñ. Tabut a savas kerkent etre aduidi an teknik "nevez" hag e eneberien ; ar roue Louis XVI a vodas e 1668 ur c'huzul-enklask evit dinec'hiñ ar boblañs ; muioc'h c'hoazh a dabutoù a voe pa savas ar c'huzul enep ar goell-bier. A-benn ar fin e voe aotreet d'an 21 a viz Meurzh 1670. An doare gall a veze graet eus an teknik-se en Europa ; implijet e voe betek ar bloaz 1850, pa labouras ur pober aostrian gant goell hepken, hep ober gant un tamm toaz eus an derc'hent. Berzh bras a reas ar "bara viennat", met ker-ruz e oa abalamour d'ar c'hementad a labour a oa rekis : kejañ nebeut a zour bervet, bleud ha goell, ha lezel ar meskaj da c'hoiñ e-pad eurvezhioù hag eurvezhioù a-raok e lakaat en toaz. E deroù an XXvet kantvet e voe kavet an tu d'ober toaz war un dro hepken, hep goerezh a-raok pep tra.
Goelloù evit ar baraerezh a oa bet ijinet dijan gant Hollandiz e 1780 ; e 1837, klaskerien a brouas e oa plant bev eus ar mikro-organegoù a zo er goell, e paotont hag e skoazellont ar c'henderc'hañ alkool ; e 1860, Louis Pasteur a brouas e teu ar goiñ eus ar mikro-organegoù bev ; diskouez a reas ivez e c'hall ar goell bevañ koulz gant oksigen, he deus ezhomm evit paotañ, ha heptañ : hep oksigen e c'hoarvezh ar goerezh.
"Panenn" a reer eus bara a zo bet fardet hep goell (bara-kann, bara dic'hoell eo neuze). "Panenn" ivez a reer eus bara ha n'eo ket bet goet a-walc'h.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.