Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kroaziadegoù a reer eus eizh brezel renet en abeg d'ar relijion gant broioù Europa ar C'hornôg. En ur ster strizh ne reer kroaziadegoù nemet eus ar brezelioù renet evit adaloubiñ an Douar Santel a oa bet aloubet gant muzulmaned. A-hed 200 vloaz e voe kroaziadegoù evel-se, etre 1095 ha 1291.
Brezelioù all renet en Europa (Spagn, Okitania, broioù balt...) a reer kroaziadegoù anezho ivez alies. Gant armeoù Stadoù katolik dreist-holl e voe digoret ar brezelioù-se, etre mare Chism meur ar C'hornôg (etre katoliged hag ortodoksed) ha mare Disivoud Meur (etre protestanted ha katoliged), a-enep muzulmaned broioù ar Reter-Nesañ. Met taolioù-brezel all a voe ivez a-enep paganiz ar broioù slav hag ar broioù balt, a-enep ar yuzevien, a-enep an ortodoksed, ar gatared, aduidi Jan Hus ha tud all c’hoazh enebourien d’ar bibien. Ortodoksed a gemeras perzh er stourm a-enep muzulmaned e lod kroaziadegoù. Benniget e veze ar re a yae d’ar c’hroaziadegoù gant an Iliz katolik ha pardonet e veze dezho o fec'hedoù ha roet dezho induljañsoù.
Ar c’hroaziadegoù kentañ a oa o fal adkemer Jeruzalem hag an Douar Santel digant ar vuzulmaned ha digoret e voe ar brezel da respont d’ur galv a-berzh ortodoksed Impalaeriezh Bizantion a wele emled galloud muzulmat an Durked en Anatolia. Abegoù all a voe ivez : an noblañsoù europat a felle dezho astenn o galloud ha mestroniañ ar c’henwerzh gant broioù Azia hag ar bibien a felle dezho diskouez e oa brasoc’h o galloud eget hini ilizoù kristen broioù ar Reter. Bezet pe vezo, ul levezon vras o devoe ar c’hroaziadegoù war an tachennoù politikel, armerzhel ha sokial, betek hiziv an deiz.
Dre ma veze implijet kroazioù, pe kroazioù livet war bannieloù, da arouez gant an armeoù deuet eus Europa ar C'hornôg e voe graet gant an anv kroaziadeg pe brezel ar groaz evit envel ar brezelioù-se. Astennet eo bet an implij eus ar gerioù-se evit ober anv eus an holl vrezelioù digoret a-enep an dud a veze graet "tud divadez" anezho gant an Iliz katolik[1].
Da gristenien Europa e oa pouezus Douar Santel Palestina peogwir e oa al lec’h ma oa bet ganet, m’en doa bevet ha ma oa marvet Jezuz Nazaret hag a zo diazezer ar gristeniezh. A-benn dibenn ar IVe kantved, goude distro an impalaer Kustentin Iañ d’ar gristeniezh (313) ha savidigezh Impalaeriezh Bizantion (330) e oa kristen ar braz eus an dud a oa o vevañ war an douaroù-se.
D'ar vuzulmaned ivez eo pouezus rannvro Jeruzalem, rak alese e savas ar profed Mohammed d’an oabl, hervez o relijion. Abalamour da se ez eo Jeruzalem ur gêr sakr dezho. Er VIIvet kantved e voe aloubet Siria, hag an Douar Santel da-heul, gant armeoù muzulmat deuet eus Arabia.
D'ar yuzevien ivez e oa pouezus Jeruzalem, e-keñver Istor ha relijion. Er gêr-se emañ rivinoù Eil Templ Jeruzalem, bet gwastet gant ar Romaned da vare emsavadeg ar Yuzevien er bloavezhioù 66-73. Derc’hel a rae Yuzevien an Diaspora da zont da Jeruzalem da bediñ war ar rivinoù-se a-hed ar Grennamzer.
War-dro ar bloaz 1000 e oa ur gêr vras ha pinvidik eus Kergustentin, kêr-benn Impalaeriezh Bizantion. En ur c’hroashent kenwerzhel a bouez edo, hag efedus e oa gouarnamant kreizennet an Impalaeriezh. An impalaerien vizantat selle ouzh ar vro en-dro da Jeruzalem evel o domani, dre ma oa bet en Impalaeriezh roman gozh. Hogen gwask a veze lakaet war harzoù reter Impalaeriezh Bizantion gant tagadennoù an Arabed vuzulmat ha, diwezhatoc’h, re an impalaeriezh turk diazezet e Persia.
E 1009 e voe roet urzh gant ur c’halif arab da ziskar Iliz Bez ar Salver e Jeruzalem. E 1039 e voe roet aotre, gant ur c’halif all, da Impalaeriezh Bizantion da lakaat adsevel an iliz-se, rak komprenet o doa an alouberien arab e veze degaset pinvidigezh da Jeruzalem gant ar birc’hirined kristen a zeue d’an Douar Santel. Hogen graet e oa an droug ha kavout a rae da gristenien Europa e oa arvarus evito mont di.
E 1070 ez eas ar soudarded turk tre e Jeruzalem. Bloaz goude, d'ar 26 Eost 1071, e voe faezhet armeoù bizantat gant an Durked en Emgann Manzikert (e Malazgirt, e Turkia hiziv), ha goude-se e rankas renerien Impalaeriezh Bizantion lezel ar braz eus Anatolia gant an Durked, koulz ha Siria ha Palestina.
Pa voe klevet ar c’heloù en Europa ar C'hornôg e voe soñjet gant ar gristenien e oa o bed hag o relijion o vont da vezañ beuzet gant aloubadeg an Durked vuzulmat. Buan ivez e voe kontet a bep seurt torfedoù skrijus a vije graet gant an Durked ouzh ar birc’hirined kristen.
Diskar Impalaeriezh ar Garolingidi e dibenn an IXvet kantved, ha stabilder nevez an harzoù en Europa goude ma oa troet ar Vikinged, ar Slaved hag an Hungariz da gristenien, en doa lezet dibres un niver bras a varc’heien armet-mat.
Ar C'hentañ Kroaziadeg ne voe ket ar skouer gentañ a emgannoù etre muzulmaned ha kristenien broudet gant ar pab. E-pad ren ar pab Aleksandr II dija e oant bet broudet da vont d’an emgann. Ar wech kentañ a voe aloubadeg Sikilia gant ar Vikinged e 1061, hag an eil gwech a voe e-pad brezelioù ar Reconquista, ar stourm a-enep muzulmaned e kreisteiz Spagn ha Portugal. En daou zegouezh-se e voe benniget gant ar pab Aleksandr II ar gristenien a yae d’en em gannañ ouzh muzulmaned ha prometet induljañsoù d’ar re anezho a varvje en emgannoù.
Pa voe an impalaerien vizantat o c’houlenn sikour digant kristenien Europa ar C'hornôg, e oa prest an dud en Iliz katolik da glevet seurt galvoù eta. E 1074 e voe galvet milites Christi ("soudarded ar C'hrist") gant ar pab Gregor VII da vont da reiñ sikour da Impalaeriezh Bizantion, nevez-faezhet en emgann Manzikert. Ne c’hoarvezas ket kalz a dra avat. E miz Du 1095 e voe galvet ur sened-iliz e Clermont gant ar pab Urban II, hag eno e voe taolet pled ouzh galv Impalaeriezh Bizantion rak er mizioù a-raok e oa erruet e lezioù Bro-C'hall, Bro-Saoz hag an Impalaeriezh Santel Roman galvoù a-berzh an impalaer Alexios Iañ Komnenos da zont war e sikour da stourm ouzh an Durked. Sikour en doa goulennet ivez digant impalaer Sina ![2]
Abegoù kenwerzhel ha politikel a voe ivez d’ar c’hroaziadegoù moarvat : stadoù bihan evel Republik Venezia ha Republik Genova a denne kalz a splet eus kenwerzh ar spisoù gant broioù ar Reter ha fellout a rae dezho e vefe sur hentoù ar c’henwerzh-se. Ar bibien a grede oa aze un tu da vestroniañ Ilizoù ar Reter, a oa dispartiet diouzh Roma.
Abalamour d’an abegoù lies-se e voe dizemglev ha tabut a-wechoù etre kristenien ar C’hornôg ha da vare ar Pevare Kroaziadeg e voe lakaet an arigrap war Gergustentin gant soudarded kristen ha rannet douaroù Impalaeriezh Bizantion a-benn ar fin etre Republik Venezia hag ar groazidi.
Bezet pe vezo ne zeuas ket a-benn ar c'hroaziadegoù da lakaat un harz da emled an Durked : da vare prezegenn Urban II e 1095 e oant o tostaat d’ar Bosfor ; er XVIvet kantved, goude nouspet kroaziadeg, e oa armeoù Suleiman ar Meurdezus dirak Vienna, goude bezañ aloubet Belgrad, Buda, kêr-benn Hungaria, enez Rodez ha meur a lec’h all.
KROAZIADEGOÙ |
---|
|
Kustum e vezer da gontañ eizh kroaziadeg, etre an XIvet kantved hag an XIIIvet kantved.
Brezelioù all a voe ivez goude-se er XIVvet, XVvet, XVIvet ha XVIIvet kantved : Emgann Lepanto e 1571, Emgann Szentgotthárd e 1664 ha Seziz Candia e 1669 e voe an emgannoù diwezhañ etre Turked an Impalaeriezh Otoman ha stadoù kristen Europa ar C'hornôg. Marc’heien Urzh Sant Yann Jeruzalem a gendalc’has d’ober brezel er Mor Kreizdouar, eus Malta, betek ma voent trec’het gant Napoleon e 1798.
Kroaziadegoù « bihan » all a voe ivez, n’eo ket hepken e reter ar Mor Kreizdouar, el Ledenez iberek ivez, a-enep muzulmaned, pe e lec’h all hag en Europa a-enep kristenien a veze sellet outo evel « disivouderien » gant ar bibien pe gant pennoù stadoù galloudus.
Gant ar pab Urban II e 1095 e voe loc'het ar C’hentañ Kroaziadeg, a badas eus 1096 da 1099. E-kichen armeoù marc’heien e voe ivez tud vunut a bep seurt a yeas da-heul ar prezeger gall Pierre L’Hermite war-du Kergustentin. Ar re a erruas en Anatolia en em gannas a-enep armeoù Kilij Arslan, sultan Nicaea e 1096, met trec’het e voent ganto. Er bloaz war-lerc’h e voe kemeret Nicaea gant ar groazidi ha kannet e voe Kilij. Er bloaz 1098 e voe kemeret ganto kêrioù Edessa hag Antioc'heia, ha savet e voe ganto stadoù kristen bihan en-dro d’ar c’hêrioù-se. E 1099 e kouezhas Jeruzalem ha Tripoli etre daouarn ar groazidi ivez. Stourm a reas annezidi Jeruzalem ouzh ar groazidi, met trec’het e voent ganto ha d’ar 15 a viz Gouere 1099 e c’hallas ar groazidi mont tre e kêr. Lakaet e voe en arigrap, ha ma voe espernet o buhez d’an emgannerien e voe lazhet kalz annezidi, muzulmaned, yuzevien pe gristenien eus ilizoù ar Reter, ha distrujet moskeennoù ha savadurioù all.
Goude ur pennad amzer ma voe peoc’hus a-walc’h an darempred etre ar gristenien hag ar vuzulmaned er Reter-Nesañ e voe adtapet Edessa gant ar vuzulmaned e 1144 ; kêr-benn ar Stad kentañ savet gant ar groazidi e oa. Kement-se a lakaas ar pab Ujan III da c’hervel d’un eil kroaziadeg e 1145. E penn an armeoù ar wech-mañ e voe gwelet ar roue gall Loeiz VII hag ar roue alaman Konrad III. Kerzhout a reas o armeoù war-du Jeruzalem e 1147. Met ne voe gounezet trec’h ebet ganto a-enep ar vuzulmaned. E miz Gouere 1148 e klaskjont tapout kêr Zamask, a oa renet gant ur gouarnour muzulmat en doa graet emglev gant kroazidi Rouantelezh Jeruzalem gwechall. C’hwitañ a rejont ha buan goude e voe aloubet ar gêr-se gant Nur ad-Din Zangi, enebour brasañ ar groazidi.
En tu all d’ar Mor Kreizdouar e oa ur strollad all a varc’heien deuet eus Europa an Hanternoz o kerzhout war-du Portugal. Emglev a rejont gant Alfoñs Iañ ha kemer kêr Lisbon digant ar vuzulmaned e 1147. Er bloaz war-lerc’h ez eo Tortosa, e Katalonia a voe kemeret gant ar gristenien. A-benn 1150 avat e oa distroet Loeiz VII ha Konrad III d’o bro hep bezañ bet trec’h gwech ebet en Douar Santel.
E 1147 ivez, war hent an distro, e voe graet brezel ouzh Slaved ar C’hornôg gant Alamaned ha Daned. Wendenkreuzzug, "kroaziadeg a-enep ar Slaved", a reer ivez en alamaneg eus ar brezel-se, dre ma oa paganed eus ar Slaved-se. Daoust ma lakaas an Alamaned o c’hrabanoù war ar vro poblet gant Slaved (Wagrien, e Schleswig-Holstein hiziv), ne zeujont ket a-benn avat da dreiñ anezho e kristenien.
Aloubet e voe Jeruzalem gant ar sultan Saladin, a drec'has ar groazidi en Emgann Hattin (4 a viz Gouere 1187). Pa voe klevet ar c’heloù en Europa e voe galvet d’ur groaziadeg nevez gant ar pab Gregor VIII d’an 29 a viz Here 1189. Renet e oa ar groazidi gant Fulup II, roue Bro-C'hall, Richarzh Kalon Leon, roue Bro-Saoz, ha Frederig Barbarossa, impalaer an Impalaeriezh santel roman german.
Gant ar rouaned-se hag an dud a-leizh a yeas d'ho heul e voe savet armeoù bras, met dister e voe disoc’h o striv. Mervel a reas an impalaer Frederig Barbarossa, beuzet en Anatolia, ha distreiñ a reas ar braz eus e soudarded da Alamagn goude e varv. Fulup II an Aogust ha Richarzh Kalon Leon a erruas e Palestina e 1190, gant o armeoù, met dic'houest e voent da adkemer Jeruzalem na da adsevel da vat rouantelezhioù kristen ar Reter-Nesañ evel ma oant diagent. Dont a rejont a-benn da adkemer kêr Akko (en Israel bremañ) digant Saladin d’an 12 a viz Gouere 1192, goude daou vloaz seziz. Neuze e tistroas Fulup an Aogust da Vro-C'hall. Un nebeud emgannoù all a voe gounezet gant Richarzh Kalon Leon war nerzhioù Saladin, hep dont a-benn gwech ebet da adkemer Jeruzalem. Ur wech bet adaloubet un nebeud kêrioù en arvor e sinas ar peoc'h gant Saladin : anavezet e oa Rouantelezh Jeruzalem gant ar vuzulmaned, hogen bihanoc'h ha disteroc'h eget a-raok ; en Akko e oa e gêr-benn ha ne oa ket mui e Jeruzalem, a chome etre daouarn ar vuzulmaned. Hervez an emglev a oa bet sinet e veze lezet ar gristenien da vont da birc'hirinañ da Jeruzalem en o frankiz. E miz Here 1192 e tistroas Richard Kalon Leon da Vro-Saoz.
Gant ar pab Inosant III e voe galvet d’ur Pevare Kroaziadeg, evit aloubiñ an Douar Santel adalek Ejipt. Emglev o doa graet ar groazidi gant tud Republik Venezia evit feurmiñ listri diganto da gas en tu all d’ar mor 4 500 marc’heg, 9 000 floc’h hag 20 000 troadeg. Ne c’hallas ket ar groazidi paeañ ar gwirioù treizh penn-da-benn da dud Venezia hag e-lec’h bezañ kaset da Egipt e voent kaset ganto da Zara (Zadar) war aod Dalmatia, da adkemer evito ar gêr-se a oa bet e dalc’h Venezia diagent. Neuze e voe kollet ganto paeroniezh ar pab hag an eskumunugenn a voe douget outo zoken. Divizout a reas renerien ar groazidi ha Republik Venezia mont betek Kergustentin da adlakaat war an tron an impalaer Izaag II Angelos a oa bet nevez-tennet e garg digantañ. Goude meur a varrad emgann e 1203 ha 1204 e voe kemeret Kergustentin ganto ha lakaet e voe ar gêr vras en arigrap. Rannet e voe Impalaeriezh Bizantion ha savet e voe neuze un Impalaeriezh Latin en-dro da Gergustentin, e-kichen meur a stad all e Gres, renet-holl gant kroazidi. Ar Pevare Kroaziadeg ned eas ket betek an Douar Santel hag ar groaziadeg kentañ e voe ma ne oa ket bet brezeliet a-enep muzulmaned a-benn ar fin. Peurrannet e voe gant an darvoudoù-se Iliz ortodoks diouzh an Iliz katolik roman. Impalaeriezh Latin Kergustentin, krouet da-heul ar groaziadeg-se a badas betek 1261, ar bloaz ma voe adkemeret ar galloud gant an Impalaer bizantat Mikael VIII Palaiologos.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.