732: Trec'het ar vuzulmaned gant Karl Martel en emgann Poitiers; harzet eo al lanv muzulman en hanternoz d'ar Pireneoù;
737: Marv Pelayo; e vab Favila Iañ a ren war e lerc'h.
737: Emgann Birra: distrujet an arme vuzulman, o vont da vro-C'hall, gant armeoù karl martel hag ar vizigoted hag echu evel-se d'an aloubidigezh arab e Narbonna ha Lengadok.
785-811: Marz Spagn krouet gant Karl Veur er c'hreisteiz d'ar Pireneoù, evit diwall harzoù kreisteiz impalaeriezh ar Franked diouzh alouberein Al-Andalus.
844: Abderraman II a gas kuit ur morlu Vikinged a oa o tont gant ar stêr Guadalquivir hag en devoa lakaet Sevilla en arigrap. Kreñvaat a reas an azadur difenn, koulskoude e teuas ar Vikinged en-dro e kêr Sevilla en 859.
860: Prizoniet mab pennhêr roue Pamplona, Fortún Garcés, hag e verc'h Onneca Fortúnez, gant Mohamed Iañ Córdoba.
862: Eured an danvez emir Abd Allah Iañ Córdoba gant ar briñsez euskarat Onneca.
865: Trec'h eo an emir Mohamed Iañ Córdoba war un arme kristen en emgann ar Morcuera.
880: Fortún Garcés, anvet da roue Pamplona, zo dieubet e Córdoba war un dro gant e verc'h, a laosk e vugale eno war he lerc'h, ma krogas darempredoù entre tiegezh roueel Navarra ha tiegezh muladíBanu Qasi.
934: Ar rouanez mamm Toda de Pamplona a sin un emglev gant Abderramán III dre an abeg d'al liammoù a wad zo etrezo, ma teu da vout rejantez Pamplona ha ma kas kuit an armeoù muzulman.
961: Marv Abderramán III, kentañ kalif; e vab Alhakén II a ren.
966: Morlaeron danat a glask kemer Lisboa, ha faezhet int gant ur morlu kaset gant Alhaken II eus Sevilla war c'houlenn e amiral Ibn al Rumahis.
971 Ar Vikinged a glask adarre mont a-hed ar stêr Guadalquivir betek kêr Sevilla, hag Alhakén II a gas ur morlu hag a serr aber ar stêr hag a zistruj listri an alouberien
976: Almansor a gemer ar galloud er galifiezh hag a sav diktatouriezh an arme en Al-Ándalus.
1063: Sancho Ramírez, roue Aragon, a c'houlenn skoazell digant ar pab Alesant II hag a embann Kroazadeg Barbastro.
1064: Kroazadeg Barbastro: Gwilherm VIII Poatev a deu, goude galv ar pab, gant soudarded eus Gall hag Italia; kemeret eo kêr Barbastro e Mezheven, met adkemeret e vo gant ar vuzulmaned bloaz goude .
1125-1127: Roue Aragon a aoz un droiad vrezel da gêr Granada da skoazellañ Mozarabed ar vro-hont a zo o lakaat seziz war gêr, met ret eo dezhaén leuskel an dachenn ha mont kuit gant 10000 Mozarab.
1151: feur-emglev Tudilén entre Alfonso VII Kastilha, roue Galiza, León ha Kastilha, ha Raimon Berenguer IV Barcelona evit rannañ an tachennoù da aloubiñ er c'hreisteiz .
1151: Ar mozárabed ha yuzevien a dec'h da rouantelezhioù kristen an hanternoz.
1203: Kouezhet Mallorca etre daouarn an almohaded.
1212: D'ar 16 a viz Gouhere, trec'het an almohaded gant emglev an tri roue kristen (re Aragon Kastilha ha Navarra), sikouret gant Gallaoued ha portugaliz, en Emgann Las Navas de Tolosa; stad an almohaded o vont da fall.
1244: Aloubet kêrioù Mula ha Lorca gant kurunenn Kastilha; ar re-se a oa kêrioù savet enep d'ar gurunenn dre ma n'o doa ket sentet ouzh feur-emglev Alcaraz.
1245: An infant Alfonso Kastilha, sikouret gant listri deuet eus aod ar Mor kantabrek, a laka seziz hag war gêr Cartagena pa n'he devoa ket pleget da Feur-emglev Alcaraz — e-pad c'hwec'h miz kentañ ar bloaz.
1246: Jaén kemeret gant armeoù Fernando III Kastilha, roue Kastilha ha León; rouantelezh nazarí Granada a ra le a wazoniezh da Gastilha.