Annus horribilis
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Annus horribilis zo ur bomm latin a dalv kement ha bloavezh euzhus
, hag a zo bet distaget d'ar 24 a viz Du 1992, pa oa o lidañ 40vet deiz-ha-bloaz he donedigezh da rouanez, gant Elesbed II Bro-Saoz da zisplegañ petra he doa bevet a-hed a bloavezh a oa war-nes echuiñ[1].
[...] 1992 is not a year on which I shall look back with undiluted pleasure. In the words of one of my more sympathetic correspondents, it has turned out to be an Annus Horribilis. [...]
[...] N'eus ket eus 1992 ur bloavezh a gounain gant plijadur digemmesk. Da lavaret unan eus ma c'henskriverien hegaratoc'h, ez eo deuet da vezañ un Annus Horribilis. [...]
Iskevrennad eus | bloaz |
---|---|
Enebet ouzh | Annus mirabilis |
Un dasson e oa ar bomm-se eus ur bomm all, Annus mirabilis, anv ur varzhoneg gant John Dryden diwar-benn ar bloavezh 1666.
Dre fent e veze kemmet gant farserien ar ger annus en anus
("fraezh").
Adimplijet eo bet ar bomm gant Kofi Annan d'an 21 a viz Kerzu 2004[2] :
There's no doubt that this has been a particularly difficult year, and I am relieved that this annus horribilis is coming to an end.
Hep mar ez eo bet ar bloavezh-mañ unan eus ar re ziaesañ, ha disammet on p'emañ an annus horribilis-se o tostaat d'un diwezh.
Juan Carlos de Borbón, roue Spagn, a vevas un taer a vloavezh 2007, a voe lakaet da annus horribilis gant kelouennoù Spagn ar mare[3].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.