hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoùyuzev ha kristen.
Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù: darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoksetiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez.
Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.
Ar ger Bibl a zeu eus ar ger gregach βιϐλία (ta biblia), un anv-kadarn lies hag a dalv kement hag «al levrioù», ar pezh a ziskouez eo liesseurt e orin. Tremenet eo d'ar brezhoneg dre ar ger latinbíblia, "levr", ha deuet evel-se da vout ur ger unan. Ul levr tev ez eo: ul levraoueg evit gwir, peogwir e konter 72 lodenn en Testamant Kozh.
Er Bibl hebraek[1] e kaver 24 levr (39 diwar ar 46 eus ar Bibl degemeret gant an Iliz Katolik) renket e teir lodenn hag en un doare disheñvel diouzh hini Bibl ar Gatoliked.
An Daouzek profed "bihan": Hoshea (Hosea e latin), Yoel (Joel e latin), Amos (Amos e latin), Ovadia (Obadia e latin), Yona (Jona e latin); Mic'ha (Micha e latin), Nahoum (Nahum e latin), Havakouk(Habakuk e latin), Sefania (Zephania e latin), Hagai (Haggai e latin), Zec'haria (Zecharia e latin), Malac'hi (Malachia e latin)
♦ Notenn: re embannadur ar Bibl gant an Tour-tan eo stummoù an anvioù.
♦ Notenn: ne vez dalc'het er Bibl hebraek nemet al levrioù bet skrivet ha miret en hebraeg.
Evit ar gatoliked e vez renket an Testamant Kentañ (an Testamant Kozh) en un doare all, ha kavout a reer ennañ skridoù all bet skrivet pe miret e gresianeg, 46 levr en holl.
I – Pemp levr al Lezenn
II – Al Levrioù istorel
Levr Jozue • Levr ar Varnerien • Levr Rout • Daou levr Samuel • Daou levr ar Rouaned • Daou levr an Danevelloù • Levr Ezra • Levr Nehemia • Levr Tobit • Levr Youdit • Levr Ester (gant al lodenn c'hresianek) • Daou levr ar Vakabeed.
E 1847 e voe embannet e Brest un droidigezh eus an Testamant Nevez gant ar pastor kembreat John Jenkins (1807-1872), a voe adembannet meur a wech. Sikouret e oa bet gant Gwilherm Rikou, ha harpet gant Kevredigezh ar Bibl war an douar bras.
E 1853 e voe embannet un Testamant Nevez katolik, Testamant neve eus hon Otro hac hon Salver Jesus-Christ, lakaet e brezhoneg gant ur beleg eus Treger, da enebiñ ouzh hini Jenkins. Ne ouzer ket ervat gant piv e oa bet graet an droidigezh, marteze gant an aotrou Jozef Joubin, person Lanrodeg, pe gant Leméhaussé[23].
E 1866 e voe embannet troidigezh ar Gonideg, Bibl santel pe levr ar skritur sakr, troet diwar al latin etre 1829 ha 1835, embannet e teir lodenn (levr kenta levrenn genta, levr kenta eil levrenn, eil levr), e ti Prud’homme, e Sant-Brieg.
E 1883 e voe embannet troidigezh an Testamant Nevez adarre, graet gant ar pastor protestant Gwilh ar C'hoad (1845-1914). Ar Bibl en e bezh a voe troet gantañ goude, hag embannet e 1897 gant an Trinitarian Biblical Society, eus Londrez, en anv "Unvaniez Drinderian ar Bibl evit ar Vretouned". Liv brezhoneg Treger, ar yezh kaozeet gant Gwilh ar C'hoad, a gaver war an droidigezh-se. E 2004 e oa bet embannet ur stumm adwelet eus an Testamant Nevez, gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev hag e Breizh, a zo un aozadur kristen protestant avielour.
Etre 1953 ha 1981 e voe embannet gant Maodez Glanndour e levrigoù liestennet hag e ti Al Liamm ul lodenn eus an Testamant Kozh hag an Testamant Nevez en e bezh gant ur skipailh troerien, beleion gatolik, renet gant Maodez Glanndour. Troet eo diwar an destenn c'hresianek eus ar Bibl (Septuaginta).
Etre 1960 ha 1975 e voe embannet 25 levrig liestennet eus un droidigezh ger-ha-ger eus ar Bibl en hebraeg gant Pêr ar Gall.
Etre 1981 ha 1986 e voe embannet e ti An Tour-Tan un droidigezh nevez eus an Testamant Kozh gant Job Lec'hvien ha Pêr ar Gall, pemp levrenn dezhi. Un droidigezh ger-ha-ger eo tost da vat, diwar an destenn hebraek, p'o deus klasket an droerien mirout urzh ar frazennoù hebraek an aliesañ m'o deus gallet ober.
Adalek 2012 e labour Emglev An Tiegezhioù da sevel ur Bibl a heuilh testenn an Iliz katolik, an Nova Vulgata, diwar troidigezhioù diembann Maodez Glanndour, troidigezhioù Klerg evit an Testamant Kozh, ha labour an Tour-Tan, adwelet ha difaziet, evit an anvioù divoutin pergen. Diembann eo evit poent met he c'havout a c'heller war lec'hienn Emglev An Tiegezhioù.