Yann-Frañsez ar Gonideg
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Yann Frañsez Mari Morvan Agata ar Gonideg Kerzeniel (Jean François Marie Maurice Agathe Le Gonidec de Kerdaniel ; Konk-Leon, 4 a viz Gwengolo 1775 – Pariz, 12 a viz Here 1838), a oa ur yezhour ha geriadurour brezhoneg. Un den a bouez eo en istor ar brezhoneg, rak kempennet en deus kalzik doare-skrivañ hor yezh ha degemeret eo bet e gemmoù gant an dud a zo deuet war e lerc’h. Ul levr yezhadur ha geriadurioù en deus savet, ha troet en deus ar Bibl e brezhoneg. Gant e labourioù en deus degaset brud en-dro d’ar brezhoneg ha broudet en deus tud all da vont war studi hor yezh (Brizeug, Laenneg, Kervarker). Tad ar brezhoneg ha reizher ar brezhoneg zo bet graet anezhañ gant e ziskibien.
Ganet e oa e Konk-Leon d’ar 4 a viz Gwengolo 1775 en ur familh noblañsoù bihan, mab da Yves-Charles Le Gonidec de Kerdeniel (Eozen Charlez ar Gonideg Kerzeniel)[1], a oa komis an tailhoù e Lokournan, ha da Anne-Françoise Pohon. E vamm a oa un intañvez addimezet e 1765, ha div verc'h he devoa : Marie-Jeanne ha Marie-Françoise de Penfeunteuniou. Ur verc'h all o doe an daou bried, a voe anvet Marie, met mervel a reas da zaou viz e 1766. Ur mab all o doe e 1770, François-Marie, met mervel a reas da bemp bloaz d'an 23 a viz Mae 1775. Ur verc'h all o doe e 1771, a varvas en deiz ma oa ganet. Ur mab all a voe ganet e 1772, anvet Nicolas-Marie. Ha Jean-François e 1775.
E 1777 e varvas ar vamm er gwentloù hag ar bugel dizanv a zouge, e Konk-Leon. Goude-se e voe dilezet ar vugale gant an tad a yeas da chom de Vro-Dreger. Advabet e voe ar vugale, an daou vab gant o moereb Jeanne-Renée de Kersaozon.
E Trebabu e ti e voereb e tremenas Y. F. ar Gonideg e vugaleaj. E skolaj Landreger etre 1787 ha 1791 e voe war e studi. E-pad an Dispac'h gall e voe harzet dre ma oa nobl, ha toullbac’het e Brest hag e Karaez etre miz Gwengolo 1793 ha miz Kerzu 1794. Mont a reas da guzhat da Drebabu, da vaner ar familh Kersaozon, ha da vaner Kerveatouz, e parrez Plouarzhel goude-se. Hogen daoust d’ar pezh a voe kontet gantañ ne seblant ket en dije kemeret perzh da vat er Chouanerezh. D’ar mare-se eo moarvat e krogas da vezañ troet gant ar brezhoneg ha d’e studiañ a-zevri.
E 1804, dindan ren Napoleon Iañ, ec'h eas da labourat evit ar Verdeadurezh ha dont da vezañ komis e Mererezh ar C’hoadoù. E meur a gêr e labouras : Pariz, Hamburg (1812), Nancy, Moulins hag Angoulême, ma chomas e-pad meur a vloaz. E 1812 e varvas e dad e Lanvaodez, da 75 vloaz hag er baourentez.
E Naoned edo Y. F. ar Gonideg o chom etre 1814 ha 1816. Eno, e 1816, e timezas da Jeanne Maljean, ur vaouez eus dugelezh Luksembourg. Ur mab o doa dija, Pierre-Xavier, bet ganet e 1808 ; unan all o doe e 1818, anvet Robert-Charles-Marie.
War e amzer vak e laboure war dachenn ar brezhoneg, o klask sevel un doare-skrivañ resis ha disklêriañ reolennoù ar yezhadur. E 1807 ec'h embannas e levr Grammaire celto-bretonne ma tispleg reizh ar gerioù ha reolennoù ar c’hemmadurioù. Ne oa bet levr yezhadur ebet ken klok abaoeLe Sacré Collège de Jésus, ennañ ur yezhadur hag ur geriadur, a oa bet embannet e 1657 gant an tad Juluan Maner.
E Pariz e oa bet ezel eus an Akademiezh keltiek, ur gevredigezh ouiziek verrbad, krouet e 1805, m'edo La Tour d’Auvergne ha Jacques Cambry.
E 1821 e lakaas embann ar geriadur Dictionnaire celto-breton ou breton-français, a voe adembannet goude e varv dre aked Kervarker e 1850.
Goude-se e labouras war ur geriadur galleg-brezhoneg, met lakaet en doa e soñj ivez treiñ ar Bibl e brezhoneg, rak gouzout a rae e oa bet ul levezon vras war ar c’hembraeg gant troidigezh ar Bibl er yezh-se. Broudet e voe d’e ober gant pastored eus Kembre. E droidigezh eus an Testamant Nevez (Testament Nevez hon Aotrou Jezuz-Krist) a voe embannet e 1827 en Angoulême, gant skoazelloù arc’hant o tont eus ar Bible Society e Londrez. En abeg da se ne voe ket aotreet gant eskob Kemper, Jean-Marie-Dominique de Poulpiquet de Brescanvel (1759-1840), ar pezh a dalvez ne voe ket implijet an droidigezh vrezhonek en ilizoù.
E 1834, oadet 59 bloaz, ec'h eas Y. F. ar Gonideg war e leve kent mont da Bariz ma kavas un tamm labour e kompagnunezh an Assurances générales, savet ha renet gant ur Breizhad, an ao. Gourkuñv. Dilennet e voe ar Gonideg da ezel eus an Ensavadur Istorel (Institut Historique) e 1834. Labourat a rae neuze war e c’heriadur galleg-brezhoneg, a voe embannet dre aked Kervarker e 1847 (Dictionnaire français-breton).
D’an 12 a viz Here 1838 e varvas e Pariz. Douaret e voe e bered Lokrist, e-kichen Konk-Leon. War e vez ez eus ur maen-koun, warnañ enskrivadurioù e brezhoneg hag e kembraeg[2].
E 1839, bloaz goude tremenvan ar geriadurour, e voe adembannet gant Kervarker e yezhadur, kent e c’heriadur brezhoneg-galleg (1850) hag e c’heriadur galleg-brezhoneg (1847) ; gant Amable Troude e voe adembannet e zaou c’heriadur ivez (1860) hag ar Bibl santel (1866).
Bras e voe levezon Y. F. ar Gonideg evit azginivelezh ar brezhoneg, daoust ma ne oa ket ur skrivagner dispar ha daoust ma c’heller tamall dezhañ bezañ bet un tammig re c’hlanyezhour. E zibaboù evit un doare-skrivañ resis a voe degemeret diouzhtu gant Kervarker, aozer Barzhaz Breizh ha brudet-bras en XIXvet kantved. Heuliet e voe dibaboù ar Gonideg gant muioc’h-mui a dud war-lerc’h, dreist-holl goude ma vije savet eskob Kemper, Joseph-Marie Graveran (1793-1855), a-du ganto e 1840. Diskibien niverus en devoe, dreist-holl Kervarker, a gendalc’has gant e labour geriadurouriezh. En XXvet kantved e talc’has Frañsez Vallée ha Roparz Hemon d’an hent bet treset gantañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.