Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Hagai[1] pe Haggai pe Agge[2](en hebraeg: חַגַּי, e gresianeg: Ἀγγαῖος; e latin: Aggaeus), a oa ur profed yuzev eus mare savidigezh Eil Templ Jeruzalem. Talvezout a rafe e anv kement ha "ma devezh santel".
Unan eus daouzek profed bihan an Tanac'h e oa (Levr Hagai). An hini kentañ eus an tri frofed goude harlu pobl Yehouda da Vabilon e voe, gant Zec'haria, kempred gantañ, ha Malac'hi a vevas ur c'hantved bennak war e lerc'h.
Prezegenniñ a reas war-dro ar bloavezh 520 kent JK dindan Zeroubavel, gouarnour Rouantelezh Yehouda, dindan roue Persia, Darius Iañ, evit broudañ e genvroiz da sevel buanoc'h an Templ. Kavout a reer meneg eus Hagai ha Zec'haria e Levr Ezra (5, 1).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.