From Wikipedia, the free encyclopedia
Tiegezh Santez Anna (TSA) zo ur vreudeuriezh katolik krouet gant Benead Vialaneix ha Tepod Gwilhmod e 1987[1].
E 1986, p'edo war e studi e Roma, e voe ijinet gant Benead Vialaneix. Staliet e voe da gentañ e maner ar Palud Bras er Forest-Landerne betek an hañv 1988. D'ar c'houlz-se ne oa ken met ur gevredigezhig a dolpe kristenion ur wech an amzer evit pediñ, harp ouzh Kristenion Breizh. Da heul Devezhioù Etrebroadel ar Yaouankiz e 1989, e Santiago de Compostela[2],[3] e voe roet lañs en-dro d'ar gumuniezh e parrez Kistinid dindan warez he ferson Marsel Blanchard.
Goude ur prantad stummadur e kumuniezh Sant-Yann e-kichen Roanne e-pad tri bloaz en em ziazezas da vat e Kistinid e 1992 hag e teuas Tiegezh Santez Anna da vezañ ur gumuniezh annezel a bedenn, a studi (Istor an Iliz e Breizh, glad relijiel ha hengounioù Breizh...) hag a avielerezh. Eus 1992 da 1998 e voe harpet gant Breuriezh Sant Ildud renet gant an tad Marsel Blanchard. Broc'het gantañ e kuitaas ar gumuniezh annezel Kistinid e penn-kentañ 1999[4].
Abaoe 2001 emañ staliet ar vreudeuriezh e kêriadenn ar Voustoer, e Roudoualleg. Bez' ez eus tro-dro da hanter-kant a dud hag a gemer perzh e mont en-dro Tiegezh Santez Anna, paneve ur wech an amzer, e-pad ar gouelioù ma resev ar gumuniezh tud eus an diavaez : da geñver Gouel Nedeleg, Gouel Santez Anna, Gouel ar Steredenn pe Gouel an Hollsent da skouer.
E 2018 en deus Tiegezh Santez Anna kemeret perzh en embannadur ar Bibl gant an ti-embann Penkermin[5] E miz Meurzh 2018 e voe anavezet TSA evel ur "gevredigezh prevez a feizidi" gant an aotrou 'n eskob Raymond Centène hag eskopti Gwened, un anvadur ofisiel gant an Iliz evit tolpañ laiked[6]. Betek-henn e oa gwelet evel ur strolladig brizh-katolik gant dezvadoù na oant ket termenet mat.
Ar gevredigezh relijiel-se ez eo he fal difenn ar gristeniezh dre "enstuzegezh ar Feiz" hervez pennaennoù doueoniezh sant Frañsez a Asiz, sant Yann-Baol II, Yann-Vari Perrot ha Maodez Glanndour, gant ur sell breizhek hag ilizek (da lavarout eo katolik, neuze hollvedel) war un dro.
Ar vreudeur emouestlet enni a bed al laodez hag ar gousperoù e brezhoneg. Dilhadoù hengounel breizhek a wiskont da Sul[7]. Ar vreudeuriezh a ouestl he fedenn da Vreizh, d'he broioù hengounel ha d'ar pobloù bihan dindan baeroniezh [santez Anna.
Aozañ a ra Tiegezh Santez Anna tro ar chapelioù e Breizh a-bezh e-kerzh an hañv ha kemer a ra perzh e lod pardonioù.
Izili ar vreudeuriezh a adkempenn kêriadenn ar Voustoer e Roudoualleg (lesanvet Lann-Anna ganto) dre adsevel un nebeud tier kozh hag ur chapel gouestlet da santez Anna en ur ober gant teknikoù hengounel eus Breizh. Plediñ a reont ivez gant ar glad relijiel brezhon[8].
Ar vreudeuriezh a embann ul lizher-kelaouiñ divyezhek (brezhonek ha gallek) anvet Breizh da Jezuz, teir pe beder gwezh ar bloaz. Sikouret e veze gant an tad Youenn Troal, hennezh o voullañ ar gelaouenn en e bresbital.
Labourat a reont war istor Breizh, ha kentelioù brezhoneg a roont pa vezont pedet d'ober gant tud eus diavaez ar genunaniezh.[2]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.