From Wikipedia, the free encyclopedia
An Azginivelezh eo an anv roet d'ar marevezh eus an Istor, en Europa, a deu war-lerc'h ar Grennamzer, a-raok an Amzerioù modern, hag a glot, dre vras, hervez ar broioù, gant dibenn ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved.
Ul lusk sevenadurel e oa hervez lod, a grogas e Firenze dreist-holl da gentañ, hag en em strewas e kêrioù all Italia, a-raok en em ledañ da beurrest Europa.
Lec'h | Europa |
---|---|
Raklec'hiet gant | arz gotek, Krennamzer, Krennamzer izelañ |
Heuliet gant | Baroque, Amzerioù modern |
Deiziad kregiñ | 14. century |
Deiziad echuiñ | 17. century |
Studiet gant | studioù an azginivelezh |
Ar ger Azginivelezh zo troet diwar ar ger gallek Renaissance, a zo tremenet e saozneg, hag eus ar ger italianek Rinascita e teu an hini gallek. Ar ger "rinascita"-se a voe arveret er XVIvet kantved gant Giorgio Vasari en e arnodskrid Vite de' più eccellenti architetti, pittori, et scultori italiani ("Buhezskridoù an disavourien, livourien ha kizellerien italian wellañ"), anveet ivez evel Le Vite ("Ar Buhezskridoù").
Diwezhatoc'h e voe adtroet ar ger gallek daved an italianeg en-dro, ha deuet da vout Rinascimento.
Ur marevezh leun a gemmoù eo bet an Azginivelezh evit an anaoudegezh dre vras, e bed ar skiantoù hag hini an arzoù, abalamour ma veze skignet an anaoudegezhioù nevez, e-touesk an dud uhel ha desket evel morse a-gent. Er skridoù kozh avat, diazezet eo war studi ar skrivagnerien glasel, latin ha gresianek, e voe diorroet an deskadurezh, ha kavet ar perspektivelezh en arz.
Emañ an Azginivelezh italian e deroù an Azginivelezh europat.
Tri frantad pennañ zo bet termenet evit skignañ an Azginivelezh en Europa :
Er XVvet ha XVIvet kantved, gant al luskad troet war-zu an anaoud, e stagas broioù zo da gas listri da weladenniñ ha dizoloiñ ar bed. Kement-se a anveer : an Dizoloadennoù Meur.
Mare ar c'hemmadennoù relijiel eo an Azginivelezh ivez. Hervez an istorour saoz John Hale eo en amzer-se ma voe kroget da gomz eus Europa en un doare ordinal, gant kartennoù da ziazez, hag un hollad skeudennoù a gadarnae he bezoud sevenadurel, dre ar sellout.
Dizemglev a sav etre istorourien hag istorourien an arz diwar-benn an doare ma oa da rannañ Istor ar prantad-se, a zo evel ur stagell pe ur pont etre ar Grennamzer hag an amzerioù modern. Lod zo a gomz eus Azginivelezh an XIIvet kantved.(Daveoù a vank)
E gwirionez, ober gant ar ger Azginivelezh a ziskouez un doare da intent an Istor evel pa vije ur ster d'e red. Kement-se a glot gant an doare meizañ a oa rannet gant darn eus ar brederourien alaman en XIXvet kantved, evel Georg Wilhelm Friedrich Hegel.
Mard eus bet un tamm diwan Azginivelezh en XIIvet kantved en Europa ne zeas ket gwall bell, rak ehanet trumm e voe gant bosenn ar XIVvet kantved a lazhas ouzhpenn un drederenn ag ar boblañs.(Daveoù a vank) A-hend-all, abalamour d'ar Brezel Kant Vloaz e c'heller kompren e krogas an Azginivelezh diwezhatoc'h e Bro-C'hall eget en Italia.
N'eo ket gwall aes klask termeniñ meizad an Azginivelezh. Hervez Jean Delumeau (en 1991), e teu ar ger eus Italia, ma veze kaoz eus Rinascita al lizhiri hag an arzoù adalek fin ar XIVvet kantved ; hiriv e lavar an Italianed Rinascimento.
Ar ger Azginivelezh zo bet adtapet e 1860 gant an istorour arz suis Jacob Burckhardt (1818-1897) en e levr Die Kultur der Renaissance in Italien .
Kalz oberourien a ro un termenadur amzerel. Hervez darn avat e vo hir pe hiroc'h :
Hervez Jean Delumeau (1999) ez eus bet roet ingal ur ster brasoc'h-brasañ d'ar ger. Abeg ha neuz an Azginivelezh eo a zo da anaout, ha kompren penaos o deus klasket ar broioù ober asambles ha en em levezoniñ an eil re ar re all hervez pep tachenn.
Ur gerzhadeg vras war-raok eo en Europa er XVvet kantved hag er XVIvet kantved, eme Jean Delumeau.
René Rémond a gont ez eus dezverkoù resis d'an azginivelezh :
Pa vez anv a nevezadur en arzoù, el lennegezh, er skiantoù, e reer meneg a-wechoù ivez eus azginivelezh (pe nevezadur) marevezh Karl Veur (en amzer-se e komzed eus renovatio), eus azginivelezh Cluny (920-1000) e marevezh Otton, pe eus azginivelezh an XIIvet kantved (1060-1200). A-wechoù ivez e komzer eus ragazginivelezh, gwelout ar pennad Azginivelezh en Istor.
Pa gelenne an istorour gall Lucien Febvre er c'h-Collège de France e 1942-43 en doa diskouezet eo Jules Michelet an hini en doa ijinet war-eeun ar ger Renaissance tro-dro 1840, evit abegoù personel[1]. En amzer-se edo Jules Michelet o labourat war-dro ar roue gall Loeiz XI, glac'haret-tre ma oa da vezañ kollet e wreg, hag e o nec'het gant emdroadur gouarnamant an Unpenniezh c'hall (pe : Monarkiezh Gouere) dalc'het gant mirourien, hag e felle dezhañ kaout nevezenti. E zoare da gompren an istor a rae dezhañ heñvelekaat ar pezh a veve hag ar pezh a studie ; ijinet en dije un Azginivelezh goude ren Loeiz XI, dre hanterouriezh brezelioù Italia.
Kement-se zo bet displeget gant Thomas Lepeltier en ur pennad er Revue des Livres e [[2000}}[2].
Lod eus an istorourien n'int ket a-du gantañ avat, pa welont evel un troc'h etre ar Grennamzer hag an Azginivelezh. Pezh zo sur, hervez ar muiañ niver, n'eo ket bet ken splann an tremen hag ar c'hemm etre an daou brantad ha ma veze kontet gwechall.
Skrivet en deus an istorour saoz John Hale, e oa emskiant lenneien ar Grennamzer, bennozh d'an douaronourien, e oant en ur c'hevandir anvet Europa disheñvel diouzh Azia hag Afrika. Koulskoude ne oa nemeur bet klevet anv Europa gant darn vrasañ an dud, na lennet, dre ma ouient ket lenn. Hervez an Iliz, ar galloud europat bras, e oa ganet ar gristenien e-barzh broioù bet dibabet gant Doue. Ne oa ket emskiant an dud gant ur sevenadur europat.
Ar voullerezh an hini a levezonas ar muiañ buhez an dud da vare an Azginivelezh. A-raok ma voe ijinet an doare-ober-se gant Johannes Gutenberg, tro 1450, e veze savet hag adeiladet al levrioù gant an dorn : dornskridoù anezho. Kloerien a rae war-dro al levrioù, int-i hepken a oa gouest da skrivañ, ha da skrivañ e latin, yezh an dornskridoù, bet e pad pell yezh ar skiantoù.
En XIvet ha XIIvet kantved e veze skrivet an dornskridoù gant ar venec'h e salioù-skrivañ anvet scriptoria, setu holl o c'hefridi. Goude-se e kinklent o levrioù gant tresadennoù ha livioù, hag aourlivadurioù.
Gant ar skolioù-meur e oa dalc'het an deskadurezh hag ar c'helaouiñ. Ne oa nemet Skol-veur Bologna, hini Pariz, re Salamanca, Oxford ha Cambridge a veze aotreet da gelenn hervez doareoù ar skolastik.
Al lezennouriezh hag an doueoniezh, a oa penndanvezioù ar skolioù-meur.
Gant skridoù moullet ne oa ket heñvel an dalvoudegezh ken. E skol-veur Pariz e teuas an arzoù da vezañ brudetoc'h eget hini an doueoniezh.
Levraouegoù a veze savet e ti ar rouaned c'hall.
Kentañ embannadur ar Bibl moullet a voe graet e 1455 gant Johannes Gutenberg e Mainz. Lod skouerennoù a voe kinklet gant prenerien, evel ma veze graet en amzer gent gant an dornskridoù.
Alies e vez lavaret e pledas an dud gant an Henamzer.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.