teul skrivet gant an dorn From Wikipedia, the free encyclopedia
Un dornskrid a zo ur follenn pe un teskad follennoù e papiruz, paper pe barch, pe n'eus forzh peseurt danvez a vez skrivet warnañ gant an dorn, o terc'hel ur benveg-skrivañ, pluenn, kreion pe stilo.
En Henamzer e oa bet ijinet ar mod skrivañ-se pa veze implijet a-raok tablezennoù pri ha tablezennoù koar peurvuiañ[1]. Miret eo bet koun Levraoueg Aleksandria er marevezh hellenadek enni miliadoù a dornskridoù a veze brudet er bed kreisdouarel a-bezh.
A-raok ma voe ijinet ar moullerezh er XVvet kantved ne oa nemet levrioù dornskrivet en Europa ar C'hornôg eta. An dornskridoù deuet betek hon amzer a zo dornskridoù kozh miret el levraouegoù-studi. Darn anezho a zo skeudennet gant enlivadurioù hag e reer an dornskridoù enlivet eus outo. Pa oa ar skoroù parch graet gant krec'hin loened zo e kouste ker sevel ul levr a dlefe bezañ enlivet gant arbennigourien pa oa gwelet evel ur c'henderc'had a-drolleamsklaer.
Evit gwir ez eus daou ster disheñvel gant ar ger bremañ. Anv e vez ivez eus un dornskrid evit stumm kentañ al levr da vezañ moullet p'eo bet skrivet diwar dorn an aozer. Dornskridoù ar skrivagnerien a c'hell bezañ miret ha studiet goude o marv.
Pa vez skrivet al levr gant an aozer gant klavier ur skriverez pe un urzhiataer e vez implijet ar ger bizskrid.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.