From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhadur hag yezhoniezh e vez lavaret amzer-beurdremenet[1] pe peurdremened[2] (e latin: plus quam perfectum) pe c'hoazh amzer-dremenet ledan kevrennek[3] pe amdremened kent[4] eus un amzer yezhadurel en tremened a dalvez da zeskrivañ un ober pe un darvoud a zo c'hoarvezet a-raok ar mare (ur mare termenet all) m'emeur o komz anezhañ lakaet da zaveenn, da skouer:
E brezhoneg e saver ar peurdremened diwar ur verb-skoazell ("kaout/bezañ") displeget en amdremened mui un anv-gwan-verb. Pa vez displeget gant ar verb-skoazell "ober" e van stumm ar verb pennañ en anv-verb ha neuze ec'h implijet anv-gwan-verb "ober" ("graet") displeget d'e dro gant ar verb-skoazell "kaout", da skouer:
Sevel a reer ar peurdremenet (pluperfect) e sazoneg oc'h implijout ar verb-skoazel "to have" ("had", digemm evit an holl gourioù) displeget en amdremenet mui an anv-gwan-verb, da skouer
En alamaneg evit sevel ar peurdremenet (Plusquamperfekt pe Vorvergangenheit ec'h implijer stumm amdremenet ar verboù-skoazell "haben" pe sein" evel en amzer-dremenet amstrizh mui an anv-gwan-verb (Partizip Perfekt/Partizip II), da skouer:
E galleg (plus-que-parfait), portugaleg (mais-que-perfeito), spagnoleg (pluscuamperfecto pe antecopretérito) hag e meur a yezh romanek a-vremañ all e saver ar peurdremened evel e brezhoneg diwar ur verb-skoazell displeget an amdremened mui un anv-gwan-verb. E galleg e lakaer un diforc'h etre implij daou verb-skoazell disheñvel (s.o. ar pennad "Amzer-dremenet amstrizh"), da skouer:
En un nebeud yezhoù romanek a-vremañ e reer gant amzerioù-eeun evit sevel ar peurdremened, en o zouez ar galizeg (pluscuamperfecto/máis que perfeito) hag ar roumaneg (mai mult ca perfectul), da skouer:
Manet eo dizimplij hogozik penn-da-benn an peurdremenet e ruseg evel en darn vrasañ eus ar yezhoù slavek all.
Muioc'h-mui e vez implijet ar peurdremenet (давньоминулий час - davn'omynouliy tchas) en ukraineg unvan, savet dre stagañ stumm ar ver-skoazellañ "buv" pe "bula" ("oa") dirak ar verb, da skouer:
Savet diwar amdremened ar verb-skoazell "być" ("to be") eo deuet da vezañ implijet ar peurdremenet e poloneg kentoc'h dre skrid pe en un live-yezh uhel hagimplijet en trede gour nemetken, da skouer:
E finneg e savet ar peurdremenet diwar stumm amdremenet ar verb "olla" ("bezañ") mui an anv-gwan-verb merket gant al dibenn "-nyt/-nut" en unander ha "-ttu/-tty/-tu/-ty" el liester, da skouer:
Saozneg | Alamaneg | Latin | Roumaneg | Portugaleg | Spagnoleg | Italianeg | Galleg | Gresianeg | Bulgareg | Brezhoneg |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
I had heard | ich hatte gehört | audiveram | auzisem / am fost auzită | ouvira / tinha ouvido / havia ouvido | había oído | avevo sentito | j'avais entendu | είχα ακούσει | бях чул | klevet em boa / klevout am boa graet |
you had heard | du hattest gehört | audiverās | auziseşi / ai fost auzită | ouviras / tinhas ouvido / havias ouvido | habías oído | avevi sentito | tu avais entendu | είχες ακούσει | бе(ше) чул | klevet ez poa / klevout az poa graet |
he/she had heard | er/sie hatte gehört | audiverat | auzise / o fost auzită | ouvira / tinha ouvido / havia ouvido | había oído | aveva sentito | il/elle avait entendu | είχε ακούσει | бе(ше) чул | klevet en doa/he doa / klevout en doa/he doa great |
we had heard | wir hatten gehört | audiverāmus | auziserăm / am fost auzită | ouvíramos / tínhamos ouvido / havíamos ouvido | habíamos oído | avevamo sentito | nous avions entendu | είχαμε ακούσει | бяхме чули | klevet hon boa / klevout hon boa graet |
you had heard | ihr hattet gehört | audiverātis | auziserăţi / aţi fost auzită | ouvíreis / tínheis ouvido / havíeis ouvido | habíais oído | avevate sentito | vous aviez entendu | είχατε ακούσει | бяхте чули | klevet ho poa / klevout ho poa graet |
they had heard | sie hatten gehört | audiverant | auziseră / o fost auzită | ouviram / tinham ouvido / haviam ouvido | habían oído | avevano sentito | ils/elles avaient entendu | είχαν ακούσει | бяха чули | klevet o doa / klevout o doa graet |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.