From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-dremenet evit komz eus un amzer yezhadurel a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud c'hoarvezet a-raok ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad rik pe c'hoazh a-raok ur mare all m'emeur o komz diwar e benn, lakaet da daveenn amzeriañ en ur reizhiad keñveriek.
Alies e tiforc'h yezhoù ar bed etre an arvez strizh hag an arvez ledan (amdremenet) en amzer-dremenet, da skouer:
Yezhoù all avat ne verkont ket an amzer-dremenet en o yezhadur war-eeun, oc'h ober kentoc'h gant adverboù seul wezh mar bez ezhomm, da skouer
En tu kontrol ez eus meur a yezh komzet en Amerika, en o zouez an navac'hoeg, implijet gante ur reizhiad verbel luziet-tre gant merkoù amzeriañ spis pe spisoc'h a bep seurt..
Gant ar yezhoù bantouek e tiforc'her etre an amzer-dremenet pellañ hag an amzer-dremenet tostañ.
E brezhoneg ivez e tiforc'her etre an arvez strizh, merket gant an amzer-dremenet strizh hag an amzer-dremenet amstrizh diouzh un tu hag an arvez ledan diouzh an tu all, merket gant an amzer-amdremenet, da skouer:
Kemm a lakaer ivez e brezhoneg etre an arvez boas hag an arvez pad en amzer-dremenet, da skouer:
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.