From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-vremañ evit komz eus un amzer yezhadurel a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud o c'hoarvezout d'an mare m'emeur o komz en ur reizhiad rik pe c'hoazh d'un mare all m'emeur o komz diwar e benn, lakaet da lakaet da daveenn amzeriañ en ur reizhiad keñveriek.
E meur a yezh indezeuropek e tiforc'her etre an doare-disklêriañ diouzh un tu hag an doare-sujañ diouzh an tu all, kollet an diforc'h-mañ e brezhoneg, da skouer:
E brezhoneg e c'heller sevel an amzer-dazont hervez an tri doare displegañ boas, da skouer gant ar verb "hadañ"
Bez' e c'heller ivez implijout an amzer-da-zont er arvez boas gant sikour ar verb-skoazell "bezañ" ("vezan"...), da skouer :
Implijet e c'hell bezañ ivez an amzer-vremañ en arvez pad (amzer-vremañ war ober), savet diwar stumm-lec'hiañ ar verb "bezañ" ("emañ"...) mui ar rannig-verb "o", da skouer:
Er c'hembraeg lennegel e klotae a-wezhoù un displegadur en amzer-vremañ gant an displegadur en amzer-da-zont, da skouer :
Er c'hembraeg bev avat ec'h implijer un troadell kevrennek diazezet war ar verb bod ("bezañ") displeget en amzer-vremañ (rydw i...) evel verb-skoazell mui ar rannig yn an anv-verb. Kevatel eo an droadell-mañ d'ar arvez pad "bezañ oc'h ober" e brezhoneg, met disheñvel e ster, da skouer :
Dres evel e brezhoneg, e saozneg e tiforc'her etre an amzer-vremañ plaen diouzh un tu hag an amzer-vremañ en arvez pad diouzh an tu all, savet gant ar verb "to be" evel verb-skoazell mui stumm-ober ar verb, da skouer :
Kollet eo bet hogozik an holl dibennoù evit displegañ ar verboù e saozneg (kv. an alamaneg pelloc'h), o venel nemet merk an trede gour unander "-s", da skouer :
to walk ("kerzhout") | |
---|---|
I | walkØ |
you | walkØ |
he/she/it | walks |
we | walkØ |
they | walkØ |
En alamaneg e tispleger ar verboù reizh en amzer-vremañ en doare-diskêriañ evel-henn :
gehen | sprechen | finden | laufen | |
---|---|---|---|---|
ich | gehe | spreche | finde | laufe |
du | gehst | sprichst | findest | läufst |
er/sie/es | geht | spricht | findet | läuft |
wir | gehen | sprechen | finden | laufen |
ihr | geht | sprecht | findet | lauft |
sie | gehen | sprechen | finden | laufen |
Al latin a implij dibennoù resis evit displegañ ar verboù en amzer. Setu penaos e vez displeget verboù eus pep rummad en doare-divizout.
plicāre | debēre | dicere | cupere | scīre | |
---|---|---|---|---|---|
Ego | plicō | debeō | dīcō | cupiō | sciō |
Tu | plicās | debēs | dīcis | cupis | scīs |
Is, Ea, Id | plicat | debet | dicit | cupit | scit |
Nos | plicāmus | debēmus | dīcimus | cupimus | scīmus |
Vos | plicātis | debētis | dīcitis | cupitis | scītis |
Ei, Eae, Ea | plicant | debent | dīcunt | cupiunt | sciunt |
Diwar patrom al latin e oa aet war diorren displegadur ar verboù er yezhoù romanek a-vremañ, da skouer e portugaleg (verboù reizh eus pep rummad).
acab.ar | com.er | part.ir | |
---|---|---|---|
eu | acabo | como | parto |
tu | acabas | comes | partes |
ele/ela/você | acabaØ | comeØ | parteØ |
nós | acabamos | comemos | partimos |
vós | acabais | comeis | partis |
eles/elas/vocês | acabam | comem | partem |
Implijet e vez ivez gant ar portugaleg an arvez pad, savet e daou doare disheñvel, da skouer:
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.