From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhadur hag er yezhoniezh e vez lavaret amzerioù-tremenet adkevrennek[1],[2] eus amzerioù yezhadurel en tremened a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud kaset da-benn alies pe aliesoc'h en amzer-dremenet
Un amzer gevrennek an hini eo, savet diwar implij ur verb-skoazell (e brezhoneg: "kaout" pe "bezañ") displeget d'o zro en un doare kevrennek gant sikour ar verb-skoazell "kaout", da skouer:
N'heller sevel nemet an amzer-dremenet amstrizh hag an amzer-beurdremenet evel-hen e brezhoneg, da skouer[3]:
Gallout a ra implijout ar stumm boas war un dra, da skouer:
Daoust ha ma n'eo ket bet degemeret er yezh unvan, e vez implijet e galleg koulz dre gomz ha dre skrid, met kentoc'h dre gomz en ul live-yezh izel, amzerioù adkevrennek a bep seurt gante un arvez strizh, savet war implij ar verboù-skoazell "avoir" ("kaout") pe "être" (s.o. ar pennad "Amzer-dremenet amstrizh") displeget d'o zro en un doare kevrennek gant sikour ar verb-skoazell "avoir", da skouer:
E galizeg ec'h implijer un amzer tost he ster ouzh hini an amzer-dremenet kevrennek e brezhoneg o lakaat ar verb "ter" ("kaout") da dalvezout da verb-skoazell, da skouer:
Implijet e vez e lituaneg un amzer tost he ster ouzh hini an tremened adkevrennek e brezhoneg, met o pouezañ muioc'h war an arvez boas, ebenet ouzh an arvez pad.
Sevel a reer an amzer-mañ a-drugarez d'an enger -dav- staget etre kelf ar verb hag an dibennoù a dalve da verkañ ar gour, da skouer:
("kemer a raen gwezhall"/"kemeret am eus bet")
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.