skrivagner brezhonek From Wikipedia, the free encyclopedia
Lukian Kergoat, Lucien Kergoat e anv ofisiel, zo ur yezhoniour hag ur skrivagner brezhonek. Ganet eo e 1948 e Plogoneg, Kerne-Izel.
E Plogoneg, en ur familh brezhonegerien e voe desavet gant e dud a oa labourerien-douar. O kregiñ gant al lise e tiskoachas un hentenn evit deskiñ lenn ha skrivañ ar brezhoneg[1]. Kemer a ra perzh e krouidigezh Skol an Emsav. Ezel e voe eus Kelc'h Debauvais (kreizenn Brest)[2].
Kelenn a reas yezhoniezh ar brezhoneg e Skol-veur Roazhon 2, ken a yeas da vestr-prezegenner e Rann ar brezhoneg hag ar yezhoù keliek. War-lerc'h Per Denez e voe bet anvet da renerezh ar Rann er bloavezhioù 1990. Penn Servij Skol-Veur a bellgelennerezh evit ar brezhoneg, e Skol-Veur Roazhon, e voe anvet da c'houde[3].
Koulskoude, dre m'eo bet engoustlet, asambles gant e wreg, Éliane Kerjoant, e-barzh krouidigezh ha diorroadur ar skolioù Diwan, ur roll bras zo bet gantañ : bleinañ Kreizenn ar Geriaouiñ a bourvezas ar c'heriaoueg arbennik o doa ezhomm mistri ha kelennerien anezhañ. Bet eo ezel eus Skol-Uhel ar Vro (ICB), er rann "Yezh ha yezhoniezh". Ezel eo eus Dastum.
Kustum eo da zistagañ prezegennoù a bep seurt war veur a dachenn stag ouzh hini ar yezh. Distaget en deus bet, e miz Gwengolo 1999, ur brezegenn en enor d'ar skrivagner Youenn Drezen e Pont-'n-Abad.
Arbennigour war ar nevezc'heriañ hag an dermenoniezh eo bet ha skrivet en deus kalzik war an tachennoù-se. Savet en deus un dezenn diwar-benn ar c'hrennlavarioù brezhonek.
O vezañ m'eo bet ezel oberiant hag a youl-vat eus al luskad evit sevel an deskadurezh brezhonek hag eus kelennadurezh ar brezhoneg en ur skol-veur-stad ivez en deus elfennet meur a wezh penaos e veize saviad ar brezhoneg hag a pezh a vez graet evit e tiorren. E-barzh ar pennad savet e 1998 evit enoriñ e vestr, Pêr Denez, e tispleg ar cheñchamant bras a zo bet e statud ar brezhoneg e-doug eil hantervezh ar c'hantved, pe eo deuet da vezañ ur yezh notennet mat gant ar Vrezhoned, ha pa vefe dilezet ganto, goude bezañ bet disprizet ha karezet. Koulskoude e pouez war emluskegezh ha dizunvaniezh an oberezhioù sevenet gant an dud hag an dilennidi. Tri seurt tud e wel e-touez ar re a eztaol o soñjoù war ar brezhoneg : ar vrezhonegerien gozh ha, dre vras, ne vezont a-du, an hanter-vrezhoneger, prest da reiñ harp d'an deskadurezh brezhonek, hag ar nevezvrezhonegerien, alies o chom er c'hêrioù, a glask implij ar yezh, mat pe fall, ha stourmerien anezho (pa n'eo ket emsaverien). Kavout a ra dezhañ eo bet kemmet obererezhioù stourmerien ar brezhoneg, pa ne vezont ket mui arouezek, met fetisoc'h. Pa dro an emsav yezhel davet an embregegezh (pragmategezh) e ya da sevel ereoù gant an dilennidi. Dre embregenn ar skol vrezhonek e ya ar brezhoneg en armerzh en-dro. Ur sapre digoll e-tal ar skarzhadenn en doe gouzañvet.
Penaos un trede pe ur pevare skritur ? a-raog barnañ e rank peb hini kaoud un anaoudegezh sufis eus diazezoù an doare-skrivañ nevez SS -S -Z -ZH. Degemeret eo bet an doare-skrivañ-se gant an UDB ha gant Ar Falz. Kavoud a reer ivez ul levr kelenn en doare-se, hini Fañch Morvannou "Le Breton Sans Peine".
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.