From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-dremenet tostañ (saoz.: proximal tense pe recent past) evit komz eus un amzer yezhadurel a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud c'hoarvezet just a-raok ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad rik pe c'hoazh just a-raok ur mare all m'emeur o komz diwar e benn, lakaet da lakaet da daveenn amzeriañ en ur reizhiad keñveriek.
Implijet e vez an amzer-dremenet tost gant ar yezhoù bantouek, enebet ouzh an amzer-dremenet pellañ, da skouer e xhosaeg[1]:
E yezhadur ar brezhoneg e lavarer amzer-dremenet tost (pe tostañ) eus an amzer-dremenet a gaver e frazennoù evel homañ, da ziskouez un ober nevez c'hraet:
Ma lavarer
En degouezh-mañ, ne gomprener ket pegoulz eo bet graet an ober, hiriv pe er bloaz-mañ.
E gwirionez avat, daoust ha m'eo tost e ster ouzh hini an amzer-drement rik, ez eus anezhañ un arvez e brezhoneg, savet diwar implij un elfenn yezhadurel adverb-heñvel hec'h arc'hwel ("o paouez") kentoc'h evit displegadur ar verb en un doare eeun pe kevrennek (d.l.e. gant ur verb-skoazell).
Tostoc'h eo frammadur yezhadurel ar brezhoneg en degouezh-mañ ouzh ar frammadurioù kevatal o ster e meur a yezh indezeuropek all, da skouer:
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.