anv merc’hed From Wikipedia, the free encyclopedia
Élisabeth e galleg, Elisabeth en alamaneg, Elizabeth e saozneg zo un anv-badezhebraek a orin, paot en Europa, hag a glot gant an daou anv-badez Elesbed hag Izabel e brezhoneg. Elisabeth eo ar stumm paotañ en Europa.[1]
Bras eo bet brud an anv, diazezet war santez Elesbed, er Bibl. Koazhet kalz eo ar vrud avat, ha ne vez ket roet nemeur ken, met bevañ a ra c'hoazh er berrstummoù, evel Lisa dreist-holl.
Eus an hebraeg אֱלִישָׁבַע Alisba "ma doue en deus touet"; أليصابات Alyassabat eo ar stumm arabek, ha Ἐλισάβετ Elisabet an hini gresianek.
E Spagn hag e Portugal n'anavezer nemet an anv Isabel, a zo roet ivez da Elizabeth II, rouanez Bro-Saoz. Troet e vije ar stumm latinElisabet da Elisabel ha neuze da Isabel, a gaver goude e galleg evel Isabelle hag en italianeg evel Isabella.