From Wikipedia, the free encyclopedia
Clara Elisabeth von Platen (14 a viz Genver 1648 - 30 a viz Genver 1700 e Kastell Monplaisir, deuet da vezañ Von-Alten-Garten (Hannover) hiziv an deiz, a oa ur gontez alaman, serc'h da Ernst August (1629–1698), dug Braunschweig-Lüneburg, ha perzh a gemeras en afer Philipp Christoph von Königsmarck.
Merc'h henañ Georg Philipp von Meisenbug hag Anna Elisabeth von Meisenbug e oa. He zad a glaskas kavout kargoù uhel dezhi ha d'he c'hoar Catharina e lez Bro-C'hall, e kastell Versailhez, met ne deuas ket a-benn. Neuze e lakaas anezho e lez Ernst August, e Hannover, ha Clara a oa dimezell a enor gant an dugez Sophie von der Pfalz. Eno eo e sachas ar plac'h evezh an dug, ha serc'h e voe dezhañ daoust ma oa-eñ naontek vloaz koshoc'h egeti.
E 1673, da 25 bloaz, e timezas da Franz Ernst von Platen, met an dug an hini a voe tad he daou vugel. Er memes koulz e oa he c'hoar yaouankoc'h, Catharina von Busche hec'h anv, mestrez ar priñs Georg Ludwig, mab an dug, betek e zimeziñ gant ar briñsez Sophie Dorothea von Braunschweig-Lüneburg-Celle e 1682.
Levezon vras he doa war an dug, ha splann e voe da vare afer Königsmarck.
Ur serc'heg all he doe ivez, war-dro 1688, Philipp Christoph von Königsmarck, a oa seitek vloaz yaouankoc'h egeti. Sophia Dorothea von Celle, merc'h-kaer an dug, a oa sot gantañ avat. Meur a wech e voe trouz er palez abalamour da se, ha darbet e voe d'ar priñs Georg Ludwig, mab an dug ha pried dogan, krougañ e wreg.
Pa voe dilezet ar gontez kozh gant ar brezelour yaouank ez eas ar vaouez warizius da flatrañ avoultriezh Sophie ha Philipp d'an dug, dezhañ d'o c'hastizañ. A voe graet en un doare skrijus.
Daou vugel he doe:
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.