From Wikipedia, the free encyclopedia
Meurzh (Mars e latin) eo pevare planedenn sistem an Heol hag an eil vihanañ goude Merc'her. Meurzh zo dezhi div loarenn : Deimos ha Phobos.
Meurzh | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Skeudenn : sontenn Viking 1 Orbiter | |||||||
Doareennoù orbitel | |||||||
skin krenn | 227 936 637 km 1,523 662 31 ua | ||||||
Trohed orbitel | 1,429 Tm 9,553 ua | ||||||
Ezkreizegezh an orbitenn | 0,093 412 33 | ||||||
Periodenn revolusion siderel |
686,9601 d 1 a 321 d 17,04 h | ||||||
Periodenn sinodek | 779,9643 d | ||||||
Tizh orbitel krenn | 24,077 km/s | ||||||
Anklinadur | 1,850 61° | ||||||
Loarioù naturel | 2, Phobos Deimos | ||||||
Doareennoù fizikel | |||||||
Diametr kehederel | 6 804,9 km | ||||||
Diametr polel | 6 754,8 km | ||||||
Platadur | 0,007 36 | ||||||
Gorread | 1,448 x 108 km² | ||||||
Volum | 1,638 x 1011 km³ | ||||||
Mas | 6,4185 x 1023 kg | ||||||
Mas volumek krenn | 3,934 x 103 kg/m³ | ||||||
Gravitadur war-c’horre | 3,69 m/s² | ||||||
Tizh achap | 5,027 km/s | ||||||
Periodenn droiel | 1,025 957 d 24,622 962 h | ||||||
Tizh troiel (war ar c’heheder) |
868,22 km/h | ||||||
Anklinadur an ahel | 25,19° | ||||||
Albedo | 0,15 | ||||||
Temperadur war-c’horre |
| ||||||
Doareennoù an atmosferenn | |||||||
Gwask atmosferek | 0,7-0,9 kPa | ||||||
Dioksidenn garbon | 95,32 % | ||||||
nitrogen | 2,7 % | ||||||
Argon | 1,6 % | ||||||
oksigen | 0,13 % | ||||||
Monoksidenn garbon | 0,07 % | ||||||
Aezhenn dour | 0,03 % | ||||||
Neon Kripton Ksenon Ozon Metan |
eskennoù |
Abalamour d’he liv ruz e oa bet roet dezhi, da vare an Henamzer, anv doue gresian ar brezel Ares, ha goude hini e bar roman Mars. Hirie an deiz e vez graet "ar blanedenn ruz" anezhi ivez.
Simbol astronomek Meurzh zo ur c’helc’h gant ur saezh troet etrezek ar biz (♂), skeudenn skoed ha speg an doue.
Ar rakger areo- a ra dave da Vars da skouer : areokroazier, areologiezh...
Dont a ra he liv damruz eus an oksidenn houarn a zo e mineralioù he douar. Talvezout a ra he gorread kement hag ur c’hard eus hini an Douar hag he mas kement hag un dekvedenn eus hini an Douar. N’eus mor ebet warni, ar pezh a laka anezhi da gaout kazimant ar memes gorread a zouaroù sec’h ha gorread douaroù divor an Douar.
Mars zo dezhi div loarenn, Phobos ha Deimos : bihan int o-div gant furmoù direoliek ; moarvat ec’h int asteroidoù bet trapet gant ar blanedenn.
Div dogenn bolel he deus, graet gant dour skorn ha dioksidenn garbon.
Bez’ he deus ivez menezioù-tan evel Olympus Mons, Arsia Mons, Ascraeus Mons, Pavonis Mons, Elysium Mons, Albor Tholus, Hecates Tholus hag all. Ar menez Olympus (Olympus Mons), 27 km uhelder a-us da live etre ar blanedenn, eo an uhelañ menez anavezet e sistem an Heol.
Tanav-tre eo atmosferenn Meurzh : n’eus ken nemet 7,5 millibar a wask aer war gorre ar blanedenn, da geñveriañ gant 1 013 millibar war an Douar. En hec'h atmosferenn ez eus 95% a zioksidenn garbon, 2,7% a nitrogen, 1,6% a argon hag eskennoù aezhenn dour (0,3%) hag oksigen (0,13%). Nevez ’zo he deus detektet ar sontenn european Mars Express metan en atmosferenn ar blanedenn[1]. Ar gaz-mañ en em gav e zonennoù el lec’h ma kaver ivez muioc’h a aezhenn dour : gallout a rafe bezañ sin un doare buhez dindan gorre Meurzh.
A-drugarez d’ar misionoù difurchal ec’h anavezer mat a-walc’h kartografiezh Mars. Doareet eo gant pezhioù torosennadurioù : diskouez a reont ez eus un aktivelezh volkanek hag e oa dour gwechall war ar blanedenn.
Kalz a gemm zo etre an div hemisferenn : an hini norzh zo an darn vrasañ diouti dindan live etre ar gorre, nemet ur bladenn uhel-tre anvet Tharsis ; a-gontrelfed, an hini su zo he douaroù uheloc’h eget al live etre. Neuze, ma vije terraformet Meurzh dre adkrouiñ morioù, e vefe ur pezh mell mor en hemisferenn norzh, gant ar bladenn Tharsis evel douar diveuz ; an hemisferenn su a vefe-hi ur c’hevandir bras.
Evezhiet 'z eus bet ivez kaniennoù ledan ha don (ispisialamant Valles Marineris), ganet diwar aktivelezh tektonikel Meuzh. E 2005 ez eus bet evezhiet gant ar sontenn Mars Global Surveyor kemmoù war ar gorre ha na oa ket dioute en 2002, evel rigolennoù ha roudoù reier diruilhet a-hed ur run. Gallout a rafe ar cheñchamantoù-se dont diwar grenamantoù Meurzh. Sinoù zo, evel gouelezennoù hag aspadennoù aodoù ha stêrioù dour disec’het, hag a ziskouez ez eus bet kalz dour hag un aktivelezh hidrologel a-bouez war Veurzh. N’ouvezer ket petra eo deuet an dour-se da vezañ : gallout a rafe bezañ trapet en togennoù polel, e-barzh an douar ; moarvat ivez ez eo diaazehennet er spas rak tanav eo an atmosferenn ha kalz disteroc’h eo ar gravitadur eget hini an Douar.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.