From Wikipedia, the free encyclopedia
Un asteroidenn zo ur c'horf-egor bihan. Reolennoù resis zo da anvadur an asteroidennoù.
Un asteroidenn zo un tamm roc'h, enni houarn pe nikel a-wechoù, hag a vez o treiñ en-dro d'an Heol. Al lodenn vrasañ eus an asteroidennoù zo lec'hiet etre ar planedennoù Meurzh ha Yaou war ur gouriz, an hini pennañ. War ul ledander a 70 milion a gilometradoù ez eus milionoù anezho.
Mard emaint lec'hiet eno ez eo abaoe ganedigezh an Hollved, n'o deus ket gellet en em vodañ e planedennoù. Yaou eo a zalc'h anezho er gouriz-se, gant he nerzh e vez diheñchet reoù a zo a gemm amestez.
Un nebeud anezho a c'hell kejañ ouzh amestez an Douar da c'houde : douargroazieroù a reer anezho neuze.
Tri rummad douargroazieroù zo : ar re "Apollon", ar re "Amor" hag ar re "Aten" (diwar anv an asteroidenn vrudetañ e pep strollad).
An holl asteroidennoù, pe dost, zo bet renablet.
Er mare-mañ ez eus war-dro 20 000 asteroidenn nepell diouzh an Douar, met bihan-tre eo ar riskl a genstok gant ar re vrasañ anezho. Apofis (320 m a hirder) eo ar gudenn siriusañ a zo bet kavet betek-henn, met n’eus nemet 1 riskl diwar 45 000 e kouezhfe, er bloavezh 2036. Bep bloaz e kouezh asteroidennoù kalz bihanoc’h.
Ur wech an amzer ez eus re gant ur vent etre : e 1908 e kouezhas unan 50 m a hirder e Siberia – ken kreñv eo bet an darzhadenn ha mil gwech hini bombezenn Hiroshima, hag ur mil den bennak a voe lazhet. Mar bije c’hoarvezet teir eurvezh diwezhatoc'h e vije kouezhet war Voskov, a vije bet peurzistrujet.
Bep bloaz e vez reier bihanoc’h o tarzhañ uhel en aergelc'h gant un nerzh kevatal da hini ur vombezenn derc'hanel.
An hini souezhusañ a voe e 2002 a-us ar Mor Kreizdouar, etre Libia ha Kreta : mar bije kouezhet teir eurvezh hanter kentoc'h e vije erruet er Stad Jammu ha Kachmir en India an Norzh, tost da Bakistan ; marteze e vije bet loc'het ur brezel nukleel etre India ha Pakistan en abeg d'an darzhadenn-se, a vije bet komprenet evel un dagadenn.
Studiet eo bet gant an National Aeronautics and Space Administration (NASA) ar pezh a c’hoarvezje mar kouezhje un douargroazier brasoc’h eget 1 km a dreuzkiz : ker bras e vije an distruj ha miliadoù a wechoù distruj holl armoù nukleel ar bed ; kas a raje milionoù a donennadoù douar en aergelc'h ; stanket e vije skinoù an Heol e-pad bloavezhioù, ha loc'het ur « goañvezh nukleel ». Da get ez aje an holl oberioù o deus ezhomm eus an Heol : al labour-douar, ar panelloù-heol, al loened hag ar plant o kreskiñ, hag all. Kemmet e vije ul lodenn vras eus mont en-dro hor c'hevredigezh, ha dreist-holl e vefe un naonegezh planedennel degaset war an Douar. Diaes-tre e vije d'an denelezh en em voazañ diouzh ken trumm ur c'hemm.
E 1998 e c'hourc'hemennas ar C’hongres amerikan digant an NASA evezhiañ an asteroidennoù brasoc’h eget 1 km o zreuzkiz. War-dro 1 200 anezho zo bet kavet, ha dister eo ar riskloù ganto. Risklusoc'h eo ar re a zo bihanoc’h, rak kalz niverusoc'h int. Pep douargroazier etre 100 ha 1 000 m a dreuzkiz a c’hallje lazhañ milionoù a dud. Ouzh o listennañ emañ an NASA c'hoazh, met petra a c’hellfemp ober evit en em wareziñ ?
Mar merzher bezañs ar riskl un 20 pe 30 bloavezh en a-raok e c'haller raktresañ un diskoulm : lakaat amestez an douargroazier da vrasaat pe da vihanaat evit ma ne gejfe ket ouzh an Douar. Tri raktres bras zo evit kement-se.
Klemm a ra tud, abaoe 1994, en abeg d'un dañjer bras a c’hellfe bezañ degaset gant an doareoù-se. Ar steredoniour amerikan Carl Sagan, a grouas meizad ar « goañvezh nukleel », a zisplege ne rankfed ket ober war-dro an doareoù da ziheñchañ en a-raok, met gortoz ar mare diwezhañ. Soñjal a ra d’ar glemmerien e c'hallfed neuze diheñchañ asteroidennoù war-du an Douar, dre ma ouifemp ober ar c’hontrol. Kalz dañjerusoc’h c’hoazh e c’hellfe bezañ mar befe resis-tre an diheñchañ. Un arm diharz e teufe da vezañ evit ar broioù gouest d’ober kement-mañ.
Er c’hontrol, mar dizolofemp bezañs an dañjer d'ar mare diwezhañ pe mar befe dalc'het stad eus evezhiadenn Carl Sagan e chomfe un nebeud doareoù war ar prim.
Ur gudenn a vije marteze gant hent nevez an asteroidenn, a c’hellje kejañ adarre ouzh hini an Douar un nebeud bloavezhioù diwezhatoc'h.
Un eil kudenn zo ivez : gant an taol e c’hellje ar roc’h en em rannañ e lodennoù bihanoc’h a vefe dañjerusoc’h, ha dic'hallus e vije difoarañ diouto-holl.
Ul lodenn vras eus ar steredoniourien a soñj e vije an doareoù-se da vezañ implijet d'ar mare diwezhañ-holl hepken.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.