From Wikipedia, the free encyclopedia
Kallisto (gresianeg Καλλιστώ) a zo unan eus loarennoù Yaou. Gant Galileo Galilei e oa dizoloet e 1610 hag an trede loarenn vrasañ eo e koskoriad an Heol. An hevelep ment ha Merc'her he-deus.
Europa skeudennet gant Galileo | |
Dizoloadenn | |
---|---|
Dizoloet gant | Galileo Galilei |
Dizoloet d'ar | 7 Genver, 1610 |
Doareennoù he c'helc'htro | |
radius krenn | 1,882,700 km 1 |
Kelc'htro | 11,829,000 km |
Ezkreizennegezh | 0.0074 |
Periapsis | 1,869,000 km |
Apoapsis | 1,897,000 km |
Prantad reveulziañ | 16.6890184 d |
Tizh orbitel krenn | mui.: 8.265 km/s krenn: 8.204 km/s nebeut.: 8.143 km/s |
Stouadur | 0.21° (diwar keheder Yaou) /2.02 (diwar an ekliptik) |
Loarenn eus | Yaou |
Doareennoù fizikel | |
Treuzkiz krenn | 4820.6 km |
Platadur | |
Gorread | 7.3×107 km² |
Volum | 5.9×1010 km3 |
Mas | 1.0759×1023 kg(0.018 Douar) |
Stankter | 1.834 g/cm³ |
Gravitadur gorre | 1.235m/s² (0.126 g) |
Tizh achap | 2.440 km/s |
Devezh | sinkron |
Stouadur | 0° |
Albedo | 0.17 |
Sked dre wel | 5.7 |
temp. gorre | ~120 K |
Gwask atmosferel | dister-kenañ |
Dioksid Karbon |
Callisto a zeu hec'h anv eus hini Kallisto, unan eus merc'hed Zeus.
Tra ma oa bet aliet anv "Kallisto" gant Simon Marius er XIVvet kantved ne implijod ket anezhañ kent an XXIvet kantved. Er skridoù steredoniezh abretoc'h e raed Yaou IV anezhi.
Kler Kallisto a c'holo ur gwiskad skorn a 150 km. Dindanañ e kaver ur meurvor dour holennet, dezhañ 10 km donder. Dizoloet e voe hemañ a-drugarez d'ur studi eus maez magnetik al loarenn. Kemm a ra hervez hini Yaou, ar pezh a zamveneg ez eus ur gwiskad materi-kas dindan ar c'hler. Diabarzh Kallisto dindan ar meurvor n'eo ket ken disheñvelaet hag hini al loarennoù galilean. Eus ur meskaj a skorn hag a reier eo kenaozet, war a seblant, gant ur c'henfeur reier seul vrasoc'h ma tostaer ouzh ar greizenn.
Eus 40% a skorn eo kenaozet hag he stankder a zo bihanoc'h eget hini an holl loarennoù galilean arall.
Kallisto eo al loarenn ma'z eus ar muiañ a grateroù e Koskoriad an Heol. kement krater nevez a c'holofe unan kozh pe un darn anezhañ. Ar re-mañ a zo an torosadennadurioù nemeto war he gorre ha ne weler tamm menez ebet. Hemañ zo efed rimierezh dibaouez ar skorn war gorre al loarenn, abaoe kantadoù milionoù a vloavezhioù (ar garreg a gaver war gorre al loarenn zo 4 miliard bloavezh moarvat, da lâret eo tost ken kozh ha Koskoriad an Heol), he deus plaenet ar menezioù hag ar c'hraterioù koshañ.
Daou grater bras-kenañ a gaver war C'hallisto : Valhalla, a dizh e wallennoù 3.000 km treuz hag Asgard zo 1.600 km treuz dezhañ. Un torosadennadur dedennus arall a zo Gipul Catena, ul linenn hir a grateroù a voe krouet, war a seblant, gant ur blanedennig digenstaget dindan efed gravitadur Yaou.
Er c'hontrol da C'hanymede ez eus nebeut a roudoù oberiantiz tektonik war c'horre Kallisto. Zoken ma'z eo heñvel a-walc'h he c'henaozadur e seblant hec'h istor douaroniel bezañ kalz eeunoc'h. Abeg an disheñvelder-mañ ne gomprener ket mat c'hoazh.
Kallisto he deus un atmosferenn dister-kenañ a ya dioksid karbon d'he ober.[1]. Dizoloet e oa gant Near Infrared Mapping Spectrometer (NIMS) Galileo a-drugarez d'e feur absorption feature tost d'an hirder gwagenn 4.2 mikrometr. Soñjal a reer e tizh ar gwask war e gorre 7.5 p bar hag ar fetisted – 4×108 cm−3. Abalamour ma vefe kollet un aergelc'h ken tanv e korf ~4 devezh e soñj ar skiantourien e vez adnevezet dibaouez, marteze dre aezhennadur goustad ar skorn dioksid karbon a gaver e gwiskad skorn al loarenn.[1]
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.