From Wikipedia, the free encyclopedia
Korrblanedennoù, pe planedennoù-korr[1], a reer eus ur rummad korfoù-egor hag a gelc'htro en-dro d'an Heol.
Diazezet eo bet ar rummad-se e-kerzh emvod meur an Unvaniezh Astronomel Etrebroadel e Praha d'ar 24 a viz Eost 2006.
Ur gorrblanedenn n'eo ket ur blanedenn.
An hini fetisañ eus ar c'horrblanedennoù-se eo Eris. Met Ploudon hag a zo ur gorrblanedenn ivez, a zo brasoc'hik un tamm; un divgorrblanedenn eo e gwirionez gant he loarenn C'haron.
Hervez an termenadur bet degemeret d'ar 24 a viz Eost 2006 :
Ur gorrblanedenn a zo ur c’horf-egor :
- hag a gelc’htro en-dro d’an Heol ;
- hag en deus a-walc’h a dolz evit ma c’hallfe e emc’hraviterezh trec’hiñ war nerzhioù reuted ar c’horfoù hag e virout gant ur c'hempouez hidrostatek en ur stumm pellenek (peuzront) ;
- ha n’en deus ket distrobet trowardroioù e gelc’htro ;
- ha n’eo ket ul loarenn.
Menegiñ a ra an destenn ouzhpenn : UAE a lakaio war-sav un argerzh evit merkañ e-barzh pe rummad lakaat an traezoù a zo war vevenn, pe gorrblanedenn pe unan eus ar rummadoù all.
N'eo ket diarvar c'hoazh roll ar c'horrblanedennoù.
|
|
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.