« Urzh an Erminig » a oa un urzh a varc’hegiezh hag a voe krouet gant an dug Yann IV Moñforzh e 1381. E 1448 e voe staget outañ urzh ar penn-ed ha dont a reas Urzh an Erminig da vezañ Urzh an Erminig hag ar Penn-ed. Evit gouzout hiroc’h, lennit ar pennad diwar-benn an urzh-se.

Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anvet diwar ...
Urzh an Erminig
Thumb
order of chivalry, former entity
Deiziad krouiñ1381 Kemmañ
Anvet diwarerminig Kemmañ
DiazezerYann IV Kemmañ
Erlec'hiet gantUrzh an Erminig hag ar Pennoù-ed Kemmañ
Deiziad divodadur1448 Kemmañ
Serriñ

E 1972 e voe krouet « Kolier an Erminig » evit enoriñ ar pennoù bras a labour evit kas sevenadur Breizh war-raok.

An erminig

Thumb
Chapel al lise Sant Salver e Redon

Hervez ur vojenn, an Dugez Anna a oa o pourmen e Breizh p'he doa gwelet tud o chaseal un erminig. P'eo en em gavet al loen war ribl ur poull-dour e tibabas talañ ouzh ar chaseourien kentoc’h eget kousiañ e vlev gwenn-kann gant fank. An Dugez Anna, fromet-kaer gant emzalc’h al loenig-se, goulenn a ra ouzh ar chaseourien chom hep lazhañ an erminig. Neuze, e divizas ober eus an erminig hi arouez. « Kentoc’h mervel eget bezañ kousiet » zo deuet da vezañ ger-ardamez Breizh (latin : « Potius mori quam foedari »).

Lakaet e voe an erminig, evit gwir, da ardamezoù duged Breizh gant Pêr Iañ Brizhkloareg (1213-1237), a oa ezel eus tiegezh Dreux. E vab oa Pêr kentañ Brizhkloareg da Robert 1añ, ur mab da Loeiz VI. Tiegezh Dreux en doa ur skoed-ardamez gant karezennoù aour ha glas-pers hag ul lurell ruz. E 1316 e kemmas an dug Yann III an ardamezoù. Tennañ a reas ar c’harezennoù hag al lurell hag un torradur erminigoù lakaet en o lec’h. Dont a reas da vezañ ardamez Breizh. Krouet e voe an erminig ardamezek neuze gant ur familh kapesian.

Marc'hegerien an urzh diazez

  • 1404 : Robert de Bargeon ha Houvet, flec'h an Dugez Janed Bro-C'hall.
  • 1414 ː Jean Craoursin.
  • 1431 ː an ao. Gourlai, dileuriad eus Bro-Skos ; Guillaume Rigmaiden, ur Saoz ; Simon Taillefer ; an ao. Peloc, kannad eus Bro-Skos.
  • 1433 ː Jean de Bourgneuf, floc'h an dug.
  • 1441 ː Jean Marcille.
  • 1444 ː Jean de Malestroit de Keraër
  • 1445 ː an ao. kont de la Vère; Pierre de Muzillac ; Pierre du Puy-Garnier ; Jacques Rataud ; Thomas de la Roche; Hémery Hérault; Cassin du Fayel ; Jeanne d'Albret, kontez Richemont,
  • 1447 ː Olivier Huet, ur saoz ; Isabeau a Vro-Skos, dugez Breizh ; James Abourre, ur Saoz ; Raoulin du Parc.
  • 1448 ː Thomas le Bart
  • 1453 ː Jeanne Angier, itron a Goedmen ; Frañseza, itron a Benc'hoed ; Perronnelle de Maillé, beskontez Roc'han ; Jean Raguenel, aotrou Malestreg ; Jafrez a Gastell-Geron, baron Komborn.
  • 1454 ː Yann a Gastell-Geron, baron Derval; Olivier de Coëtlogon, kadoriad ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1462; Rolland de Guemadeuc; Martel le Martellis; Herve Meriadeg; Geoffroy Mauhugeon; Bertrand de Mareil; Guy de Laval du Gavre; Jean de Laval de la Roche-Bernard; le bâtard de Bourgogne; Olivier de Quélen du Broutay; Guillaume de Penhoët; Jean de Tournemine de Botloy; Jean de Pontrouault; Gilles Tournemine de la Hunaudaye; Olivier de Ploufragan; Jean de Rohan; Jean Ruffier; Henri de Saint-Nouay; Michel de Saint-Aignan; Jean l'Abbé de la Commerière; Jean Angier du Plessis; Jean de Bellouan; Pierre de Botloy; Guillaume Bolier; Olivier Giffart; Charles l'Enfant; Jean Eder; Robert l'Epervier; Jean du Fau; Guyon du Quélrennec du Faou; Olivier de Coëtlogon; François de Rieur; Sylvestre de Carné; Olivier de Cleuz; Bertrand du Chaffault; Jean Chauvin; Guillaume Chauvin;
  • 1455 ː Jacques de Saint-Pou; Jeanne de Laval; Archambault Rataud, floc'h ar c'honestabl;
  • 1457 ː Georges l'Epêrvier
  • 1459 ː Poncet de la Rivière
  • 1466 ː Antoine de Lameth, floc'h Jacques de Luxembourg.; Olivier de la Marche, kannad Ao. de Charolais; Antoine Martel de Beaumont; Guillaume Chauvin, kañseller; Hervé Garlot, floc'h eus Bro-Vurgondia
  • 1475 ː Pierre d'Urfé, floc'h eus kambr an dug;
  • 1476 ː Jean le Bouteiller de Maupertuis
  • 1477 ː Philippe de Commines

Echu gant ar roll roet gant Pol Potier de Courcy.

An urzh a vremañ

Kolier an Erminig a vez roet bep bloaz, hiziv an deiz, da bevar den a ouestl o buhez da gas Breizh war-raok.

E 1972 e voe lakaet ar senedour Georges Lombard da brezidant ar CELIB (poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh) war lerc’h René Pleven. Abaoe 1951 e oa René Pleven prezidant ar CELIB hag evit trugarekaat hag enoriñ anezhañ e teuas ar mennozh gant Georges Lombard adkrouiñ an enor bet krouet gant an dug Yann IV. Roet e voe Kolier an Erminig da René Pleven d'an 29 a viz Gwengolo 1972 e Palez Kendalc'hioù Pondi, dirak pennoù-bras eus ar metoù politikel, sevenadurel hag armerzhel.

E 1973 e voe roet Kolier an Erminig da Jean Meveleg (prezidant Kambr rannvroel al Labour-Douar) ha d’ar c’helenner Gabriele Pescatore (prezidant Cassa per il Mezzogiorno, a savas, gant ar CELIB Kuzuliadeg broioù-mor trobarzhiat Europa).

E-pad 15 vloaz ne voe roet kolier an erminig da zen. Goulenn a reas ar CELIB neuze kenderc’hel da enoriñ tud.

Loreidi

Thumb
Yann Baron gant kolier an Erminig en e gerc'henn.
Muioc'h a ditouroù Bloavezh, Lec'h ...
Bloavezhioù 2020
BloavezhLec'hLoreidi
2021KemperDanièle Novello Floc'hlay, Yvette Peaudecerf, Bernez Audic, Denez Prigent
2022JosilinMichel Chauvin, Yves Lebahy, Olier ar Mogn, Anne Quéméré
2023DinanNathalie Beauvais, Joël Cornette, Monique Le Boulc'h, Ronan Le Coadic
Serriñ

Loreidi dre vroadelezh

Muioc'h a ditouroù Bro, Niver a loreidi ...
Serriñ

Levrlennadur

  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Daveoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.