From Wikipedia, the free encyclopedia
Ganet eo bet Pierre-Yves Le Rhun e Tremeog (Bro-Vigoudenn) e 1936.
Skolaer eo bet ur pennad a-raok kregiñ gant studioù douaroniezh e Lyon. Tremenet a reas kenstrivadeg an agregadur e 1962. Dont a reas da vezañ kelenner istor-douaroniezh e Naoned neuze. Mont a reas da skol-veur Naoned evel skoazeller e 1968. Sevel a reas un dezenn trede kelc'hiad diwar-benn ar sevel-yer askoridik e Breizh e 1972.
Embannet en deus kalzik pennadoù ha skrivet pe graet war-dro meur a levr douaroniezh bet embannet gant Skol Vreizh. Bet eo bet prezidant Ar Falz.
Stourmet en deus kalz evit an endro e Bro Naoned hag evit Unvanidigezh Breizh. Bet eo bet prezidant CUAB (Comité pour l'Unité Administrative de la Bretagne) eus miz C'hwevrer 1983 betek miz Here 1986 hag eus 1996 betek miz Du 2000.
Resevet en deus Kolier an Erminig e 2000.
Dictionaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran embanner; 2013
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.