skrivagner brezhonek From Wikipedia, the free encyclopedia
Malo Bouëssel du Bourg a zo ur skrivagner breizhat : daneveller, troer, barzh, aozer arnodskridoù ha pennadoù evit kelaouennoù.
Ganet eo bet e Felger e miz Gouere 1960. Ur mab da Yann Bouëssel du Bourg (1924-1996) eo. Bet eo bet alies pa oa bugel e lidoù-koun en Baen-Ballon evit enoriñ trec'h Nevenoe war ar Franked en Emgann Ballon e 845. Pa oa yaouank e oa o vevañ en ur familh brezhoneger, en Iwerzhon e-kerzh ur staj vicherel eo bet en em santet breton da vat evit ar wech kentañ [1]
Diplom Skol Uhel a Genwerzh Rouen en deus, hag hini Kambr a Genwerzh Breizh-Veur. Ur master 2 war ar brezhoneg en deus ivez.
Goude bezañ labouret e embregerezhioù agrobouederezh e Breizh hag e Katalonia (Rener meur an embregerezh Vignerons Catalans eo bet eus 2004 da 2009) ez eo Rener ar gevredigezh Produet e Breizh.
Ouzhpenn bezañ skrivagner e kemer perzh e kalz bodadoù-barn, war dachenn an haiku peurgetket. Skrivañ a ra er c'helaouennoù ArMen hag Al Liamm e-touez re all. Ezel eo eus skipailh Al Liamm abaoe 2010.
Meneget eo en torkad barzhoniezh breizhat a-vremañ savet gant Alain Le Roux dindan an titl Sur la ligne d'ombre de l'eau[2].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.