From Wikipedia, the free encyclopedia
Albert Poulain, ganet e Presperieg d'an 8 a viz Gwengolo 1932 ha marvet e Redon d'ar 6 a viz Here 2015, a zo ur c'haner, konter, treser ha dastumer eus Breizh-Uhel.
Goude ar skolaj e heulias ur stummadur a dresour evit ar sevel tiez.
Bez' e voe lec'hiadour er 6vet Rejimant an Ijin en Añje a-raok mont da Bariz evit mont pelloc'h gant e studioù tresañ ha tisavouriezh er c'hConservatoire des Arts et Métiers etre 1954 ha 1958. Daremprediñ a reas Kêr Vreizh ha tud evel Herve ar Menn, Yann Poupinot, Pierre Laurent hag ar chaloni Mevelleg. Dedennet e voe gant sevenadur-pobl Breizh.
Labourat a reas evit meur a chanter bras (Kanol ar c'hreisteiz, Stankell Serre-Ponçon...) hag evit meur a disavour.
Emezelañ a reas er MOB pa voe krouet e 1957.
Distreiñ a reas da Vreizh e 1959. Labourat a reas e Roazhon e servijoù stad hag e burevioù studi. Daremprediñ a reas ar c'helc'hioù keltiek ha Kevrenn Roazhon. Kregiñ a reas da zastum kanoù - ur 600 bennak - ha da enrollañ anezho e bro Presperieg ha Gazilieg.
Er bloavezhioù 1980 e kasas da 1 500 niver ar c'hanoù dastumet gantañ. Kregiñ a reas neuze da ganañ anezho er gouelioù.
Dont a reas da vezañ Mestr oberiadur sevel tiez. Seveniñ a reas 1 200 raktres e seizh bloavezh warn-ugent. Ober a reas neuze 18 000 skeudenn eus savadurioù war ar maez hag eus kalzik tiez adkempennet.
Gant Jean-Louis Latour, Albert Noblet ha Jean-Bernard Vighetti e savas Bodad sevenadurel breizhat Broioù ar Gwilen. Reiñ ha rejont lañs d'ar gouelioù lec'hel. War atiz Jean-Bernard Vighetti e savjont Gouel ar Bogue d'or e 1975.
D'ar mare-se e krogas da blediñ gant ar c'hontadennoù. Dastum a reas ouzhpenn 300 kontadenn hengounel. Embannet en deus anezho evit nad afent ket da goll. Dreist-holl e krogas da reiñ buhez dezho e beilhadegoù ha gouelioù e gallaoueg. Ober a ra bepred, o vont hag o tont dre ar vro.
13vet e voe war listenn "Peuple Breton, Peuple d'Europe" en Il-ha-Gwilen evit dilennadegoù rannvro 1992.
23vet war listenn UDB e 1998.
Meur a levr en deus skrivet.
Gellout a reer menegiñ ur bladenn Chants du Pays d'Oust et de Vilaine, gant Jean-Louis Latour ha Jean-Bernard Vighetti.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.