From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur riez e kornôg Afrika eo Republik Benin. Graet e veze Dahomey anezhi betek 1975. Dizalc'hiezh ar vro a c'hoarvezas e 1960. Un aod berr a-walc'h he deus er Su war pleg-mor Benin p'emañ harzoù Togo er C'hornôg, Nigeria er Reter, Burkina Faso ha Niger en Norzh.
République du Bénin | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Kan broadel | L'Aube Nouvelle | ||||||
Yezh ofisiel | Galleg | ||||||
Kêr-benn | Porto Novo | ||||||
Sez ar gouarnamant | Cotonou | ||||||
| |||||||
Gorread
• % dour |
114 763 km²
1.8 | ||||||
Poblañs
• Stankter |
13 301 694 (2021)
116 den/km² | ||||||
Prezidant | Patrice Talon (06/04/2016) | ||||||
Gouel broadel | 1 a viz Eost | ||||||
Moneiz | Lur CFA | ||||||
Kod pellgomz | 229 | ||||||
Kenrouedad | .bj |
Rouantelezh Dahomey a sav hec'h orinoù e Benin. Er XVIIvet kantved en em astenne war ul lodenn vras eus Kornôg Afrika. Gant un "oba" en he fenn e oa pinvidik a-walc'h p'en doa staliet darempredoù kenwerzh gant Portugaliz hag Izelvroiz evit gwerzhañ sklaved dezho. Degouezhet e oa Europiz e dibenn ar XIVvet kantved. Er mare-se e veze graet Aod ar Sklaved eus aodoù rouantelezh kozh ar Benin.
E dibenn an XVIIIvet kantved e krogas Benin da goll he galloud ken e c'hellas Bro-C'hall lakaat anezhi da blegañ ouzh he beli e 1892. Ur brezel taer a renas ar roue Behanzin, eus Abomey e gêr-benn, met trec'het ha harluet e voe (1894). E 1899 ez eas tiriad ar vro hiziv, anvet Dahomey, da vezañ lodenn eus un trevadenn vras, Kornôg Afrika gall hec'h anv. E 1958 e oe savet ur Republik an Dahomey emren a-raok ma voe embannet an dizalc'hiezh d'ar 1añ Eost 1960. E 1975 e teuas da vezañ Republik pobl Benin. Abaoe diwezh ar renad marksour eo deuet Republik Benin da vezañ unan eus broioù demokratelañ Afrika.
Betek 1999 e oa rannet Benin e 6 departamant. Kement hini anezhe a voe rannet e daou a-benn stummañ an 12 departamant a-vremañ.
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.