From Wikipedia, the free encyclopedia
Aogust, pe Augustus e latin, pe CAIVS•OCTAVIVS•THVRINVS e anv pa oa ganet, hag IMPERATOR•CAESAR•DIVI•FILIVS•AVGVSTVS pa varvas, a veze graet Oktav anezhañ, hag ivez Oktavian, a oa ganet e 63 kent JK e Roma ha marvet er bloavezh 14 goude JK, e Nola (e Campania – Bro-Naplez), a oa ar c'hentañ impalaer roman.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma |
Anv e yezh-vamm an den | Imperator Caesar Divi f. Augustus |
Anv ganedigezh | C. Octavius C.f. |
Titl noblañs | Augustus |
Praenomen | Gaius |
Nomen | Octavius, Julius |
Cognomen | Caepias, Thurinus, Caesar |
Agnomen | Octavianus |
Moranv | Thurinus |
Deiziad ganedigezh | 23 Gwe 63 BCE |
Lec'h ganedigezh | Roma |
Deiziad ar marv | 19 Eos 14 CE |
Lec'h ar marv | Nola |
Doare mervel | abeg naturel |
Lec'h douaridigezh | Mausoleum of Augustus |
Tad | Gaius Octavius, Caius Julius Caesar |
Mamm | Atia |
Leztud | Lucius Marcius Philippus |
Breur pe c'hoar | Octavia the Younger, Octavia the Elder |
Pried | Claudia, Scribonia, Livia Drusilla |
Kompagnun(ez) | Salvia Titisenia, Sarmentus |
Bugel | Julia Caesaris, Caius Caesar, Lucius Caesar, Tiberius Caesar Augustus, Agrippa Postumus |
Familh | tierniezh julian-ha-glaodian, Julii Caesares, Octavii Rufi |
Gens | Gens Octavia, Julia gens |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
Yezh implijet dre skrid | latin |
Micher | politiker Henroma, milour |
Honorific prefix | imperator |
Titl sevended | Pater Patriae |
Statud sokial | nobiles, patrisian |
Relijion | ancient Roman religion |
Grad milourel | imperator |
Present in work | Civilization V |
Deskrivet dre | Veiled head of emperor August, Bronze statue of Augustus in Sant'Apollinare in Classe, Statue of Augustus on Monte Solaro, Statue of Augustus, Portrait of the Emperor Augustus as Pontifex Maximus |
Oberennoù zo en dastumad | Vatican Museums |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Epithet | Divi Filius, Divus |
Member of Roman tribe | talvoud dianav, Fabia |
Evel hêr da Julius Caesar e kemeras ar galloud e diwezh ar Republik roman, e-kreiz ar brezelioù diabarzh diehan. Gourniz e oa d'ar jeneral en doa lakaet ar Sened roman da blegañ, hag advabet e oa bet gantañ e 45 kent JK. Se zo kaoz e kemeras evel anv Caius Julius Caesar Octavianus. Diazezer an impalaeriezh roman eo bet.
Mab a oa da Gaius Octavius ha da Atia, nizez Julius Caesar. Octavius a oa bet ganet abred er beure 23 a viz Gwengolo er bloavezh 63 kent JK, er c'harter 'Pennoù Ejen', war ar Menez Palatin. Gourniz Julius Caesar e oa, hag advabet e voe gantañ.
Marvet eo e e Nola, e Campania, war dro 13e30, d'an 19 a viz Eost er bloavezh 14 (goude JK).
Pa varvas Kaezar e -44 e c'houlennas Aogust (ha ne veze graet nemet Oktavian anezhañ c'hoazh) ma vije roet ar galloud dezhañ diwar e hêrezh hag e c'hounezas an titl diwar ar Sened, nemet e tleas stourm ouzh Marcus Antonius a oa mestr al lu hag ar gêr-benn. Trec'hiñ a reas Aogust warnañ e kichen kêr-vModena e -43. Koulskoude e tivizas Aogust sevel ur triumvirelezh gant Marcus Antonius ha gant Marcus Aemilius Lepidus (Lepid). Ne badas an triumvirat nemet 7 miz, e -43, met evit kaout an dizober eus o enebourien republikan e rejont gant muntroù, ha savet e voe rolloù an dud argaset (da dizhout .
Evel-se e asantas Aogust ma vo rediet Kikero d'en em lazhañ diwar intrudu Mark Anton. E -42 e trec'has asamblez an tri den war vBrutus ha Cassius, pennoù ar Republikaned en emgann Philippoi e Trakia.
E 40 kt JK e voe rannet etrezo an holl diriadoù dindan beli ar Romaned hag e kemeras Aogust ar C'hornôg, Mark Anton ar Reter ha Lepid proviñs roman Afrika. Reiñ a reas Aogust e c'hoar, Oktavia, da zimeziñ gant Mark Anton hag e chomas stabil an emglev (renevezet e -37) betek -33. Pa oa bet trec'h Aogust war Sekstus Pompeius e Bro-Spagn (e -36 e kemeras lodenn Lepid. Istimetoc'h-istimetañ gant an Italianed e teuas Aogust da vezañ pa oe rebechet da Vark Anton bezhañ dindan levezon e vestrez, ar Faraonez Kleopatra, unpenn Egipt, hag e veze an tiriadoù roman o kouezhañ dindani. Ober ar brezel da Gleopatra a reas Aogust hag e oe trec'h warni ha war morlu Mark Anton e Aktiom (Akra Nikolaos e Gres hiziv) e -31.
E -38 e resevas Aogust titl imperator evel trec'hour milourel. E -28 e oe roet dezhañ gant ar Sened karg ar princeps senatus hag e oa ar gwir dezhañ komz a-raok pep a senedour. A-bouez-bras e oa ar garg pa krede ar Romaned e veze awenet gant an doueed an hini kentañ o komz. E -27 (Dies imperium : 16 a viz Genver 27 kent J.-K.) e voe roet dezhañ an adanv (cognomen) Augustus hag a dalveze "benniget gant an doueed", un uhel a ditl a chomo evel an hini uhelañ e istor an impalaeriezh roman, deiziataet e deroù diwar ar fed-se diouzh ar boaz. Renad ar priñsouriezh (principatus) a lakae ar priñs kevatal d'ar Sened ha d'ar bobl roman asamblez (Senatus populusque romanus), met ne oe ket an ensavadurioù kozh evit lakaat ar penn kentañ da blegañ dirazo.
Evel e goureontr e teuas Aogust da vezañ Pontifex maximus e -12. Evel penn ar relijion roman e vroudas lid Genius Augusti (Awen doueel an Aogust), da lavared eo an nerzh roet dezhañ gant an doueed. Delwennoù a oe savet e pep gêr, aberzhioù ha c'hoarioù a oe graet en e enor. Maen-diazez ar galloud impalaerel eo bet lidoù en enor an unpenn ken e oe rebechet d'ar gristenien gentañ bezañ treitourien eus an taerañ doare (sell ouz heskinadurioù ar gristenien).
Klask a reas Aogust kreñvaat an harzoù milourel dre aloubadenn Germania, met trec'het e oe ul lu bras renet gant Varus gant Arminius e 9. Lakaet e voe an harz etre ar Barted hag ar Romaned war ar stêr Eufrates e Mezopotamia. Tizhet e oe ar Roen hag ar stêr Danav gant ar Romaned ivez. E-doug e ren e kavas ar Romaned e oe bet erruet an amzervezh a beoc'h hir-pad a rejod ar pax romana (ar peoc'h roman) eus outi.
Reiñ a reas e verc'h, Julia, da vMarcellus rak kavout a rae dezhañ e c'hellje dont da impalaer war e lerc'h, met mervel a reas ar paotr re abred.
An Impalaerien roman | ||
Tierniezh Jul-ha-Klaod | ||
En e raok : Julius Caesar, konsul (- 101 → -44) |
Augustus
(- 27 → 14) |
War e lerc'h : Tiberius Caesar Augustus |
Heuliad Henroma |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.