From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhadur hag er yezhoniezh e vez lavaret amzer-dremenet amstrizh, amzer-dremenet kevrennek pe amzer-vremañ kevrennek[1] eus un amzer yezhadurel en tremened hag a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud peurechu a-raok ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad amzerioù rik pe a-raok ar mare m'emeur o komz anezhañ lakaet da zaveenn en ur reizhiad keñveriek.
Un amzer gevrennek eo, savet diwar implij ur verb-skoazell (e brezhoneg: "en devout" pe "bezañ/bout") ; da skouer :[2]
Abalamour m'eo aet da get implij an amzer-dremenet strizh er yezh komzet eo bet kemeret he lec'h gant div amzer-verb all : an amzer-amdremenet hag ar peurdremened.
E brezhoneg e saver an amzer-dremenet amstrizh diwar ur verb-skoazell ("en devout/bezañ") mui un anv-gwan-verb. Pa vez displeget gant ar verb-skoazell "ober" e van stumm ar verb pennañ en anv-verb ha neuze ec'h implijer anv-gwan-verb "ober" ("graet") displeget d'e dro gant ar verb-skoazell "en devout" ; da skouer :
E saozneg e talvez ar verb to have ("kaout") da verb-skoazell en degouezh-mañ atav.
Enebet e vez an amzer-dremenet amstrizh (present perfect : arvez strizh) ouzh an amzer-amdremenet (simple past : arvez ledan) evel e brezhoneg ; da skouer :
E galleg evit sevel an amzer-dremenet amstrizh (passé composé) e reer gant ar verb-skoazell avoir "en devout" peurliesañ, ha gant ar verb-skoazell être "bezañ" e degouezhioù resis :
E spagnoleg ec'h implijer ar verb-skoazell haber ("kaout") atav.
Enebet e vez an amzer-dremenet amstrizh ouzh an amzer-dremenet strizh hag ivez ouzh an amzer-amdremenet, disheñvel takad implij pep hini an eil e-keñver ar re all ; da skouer :
En alamaneg unvan ec'h implijer an amzer-dremenet strizh (Perfekt) evel amzer-dremenet pennañ (s.o. ar pennad "Amzer-dremenet strizh"), o tiforc'hañ etre implij ar verboù-skoazell haben ("kaout") ha sein ("bezañ/bout") mui-pe-vui evel e galleg (sellit uheloc'h); da skouer :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.