Nevez-Konfusianegezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Nevez-Konfusianegezh (sinaeg 宋明理學[1] , pinyin sòng míng lĭ xué) a reer eus ur brederouriezh sinaat a zo un emdroadur eus ar Gonfusianegezh a c'hoarvezas e-kerzh ren ar remziadoù Song(960-1279) ha Ming (1368-1644)[2].
Donoc'h eo gwrizioù an Nevez-Konfusianegezh avat, pa c'haller kavout an orin anezhi dindan ren ar remziad Tang (618-907) e skridoù ar prefed HAN Yu (768-824)[3] ha re ar skrivagnerien LI Ao (772-841[4])[5] ha LIU Zongyuan (773-819)[6]. , a glaske degas meizadoù bouddhaat ha daoat d'ar Gonfusianegezh.
Gant ar prederour ZHU Xi (1130-1200) e voe staliet ar pezh a anver Nevez-Konfusianegezh hiziv an deiz, hag a zo bet ar gelennadurezh konfusian reizh e Sina a-hed marevezh ar remziad Qing (1644-1912). Alies e ra Sinaiz 理學 lĭ xué hepken eus an Nevez-Konfusianegezh en ur ober dave da zamkan Zhu Xi, lĭ xué, "gouziegezh an abegoù / gouiziegezh ar gwiadur".
Dindan ren ar remziad Tang e voe ar Gonfusianegezh lakaet e kalon ar Stad sinaat, pa voe klokaet Arnodennoù an Impalaeriezh a oa o fal tuta evit ar Melestradur : ouzhpenn an arnodenn a “bennlenneg” konfusian hag an hini a-zivout ar Pemp Klaselour bet staliet gant ar remziad Sui (581-618) e voe staliet arnodennoù diwar-benn ar Gwir, ar Matematik hag ar Skrivañ.
Aet e oa ar Gonfusianegezh da gefridi c’hopret neuze, douget gant kargidi anvet hervez o disoc’hoù en arnodennoù, prizet pe diskaret gant ur melestradur pounner hag efedus ne oant nemet rodoùigoù enni.
Konfusianed wirion a chome en impalaeriezh avat, a glaskas lakaat ar Stad da zistreiñ da gelennadurezh Konfusius (551-479 KJK).
Er bloavezh 845 GJK, dindan ren an impalaer Tang Wuzong, e voe berzet ar Vouddhaegezh en impalaeriezh ha serret ar manatioù, a oa deuet da vezañ kalz re c’halloudus ha pinvidik. Lec’h a oa neuze evit ar Gonfusianegezh da adkavout he hent war-du al Lez, met nebeut a chome enni eus mennozhioù Mestr Kong Zi, ken don e oa bet kemmet dre levezon ar Vouddhaegezh.
Tamm-ha-tamm e voe kendeuzet ar Gonfusianegezh, ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh en Nevez-Konfusianegezh, dre labour meur a brederour koulz war tachenn ar mennozhioù ha hini ar politikerezh.
SUN Fu (992-1057) ha HU Yuan (993-1059) a glaskas kemmañ Konfusianegezh o amzer dre zistreiñ da gentelioù Konfusius. Pouezañ a rejont evit ma vije paouezet gant an Arnodennoù evel ma vezent kaset : da betra dibunañ lavarennoù nevet a-benn servijout ur Stad na ra netra evit mad ar bobl ? Hag ur ouiziegezh lennegel hepken zo rekis a-benn ren war un impalaeriezh ?
Selaouet un tamm e voent gant ar pennmaodiern FAN Zhongyan (989-1052), a lakaas an istor hag ar politikerezh dreist ar varzoniezh hag al lennegezh en Arnodennoù an impalaeriezh[15].
ZHOU Dunyi (1017-1073) eo aozer Displegadenn brastres ar penn uhelañ (太極圖說, tài jí tú shuō), ma tispleg tresadenn an Daoad CHEN Tuan (871-989). Breutaet c’hoazh eo linenn gentañ ar skrid : 无尽而态丌 wú jìn ér tài jī, “diharz ha/met ar stad hen” – par eo an “diharz” bouddhaat da “stad hen” an Daoidi hag ar Gonfusianed. Bras e voe levezon labour Zhou Dunyi war hini Zhu Xi[16].
CHENG Hao (1032-1085) hag e vreur CHENG Yi (1033-1107) a c’houlennas groñs ma vije distroet da gelennadurezh Konfusius ha da hini Meng Zi : rannañ ha dasparzh eo labour ar renerien. Harpet e voent en un doare gant an armerzhour ha pennmaodiern WANG Anshi (1021-1086) a glaskas terriñ ar gourfennerezh, skarzhañ an nizegelezh, diorren implij ar moneiz, sikour ar beorien, nevesaat an Arnodennoù dre skignañ un embannadur displeget eus ar skridoù konfusian klasel. Re bell ez eas avat, ha diskarget e voe. A-c’houde ar c’hwitadenn bolitikel-se e troas ar Gonfusianed war-du an usvedoniezh.
ZHU Xi (1130-1200) e voe an Nevez-Konfusian pouezusañ da vare ar remziad Song, pa stalias da vat an Nevez-Konfusianegezh dre e labour war ar skridoù klasel ha dre e brederouriezh nevezer.
Skol ar Pennaennoù ar Gonfusianegezh a ziazezas e-sell kendeuziñ ar Pevar Levr ha Pemp Klaselour. Ar sichenn da Arnodennoù an Impalaeriezh e chomas disoc’h al labour-se betek dibenn an impalaeriezh sinaat e 1912.
War dachenn ar brederouriezh e ouezas Zhu Xi kendeuziñ meizadoù pennañ ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh gant hengoun buhezegezhel Konfusius ha Meng Zi, ha mont pelloc’h c’hoazh : ne c’haller ket kompren prederouriezh Zhu Xi dre ar skridoù konfusian hengounel hepken.
En unan eus ar Pevar Levr, an Dà Xué (“Ar Ouiziegezh Veur”), hag en unan eus ar Pemp Klaselour, ar "Yì Jīng" (“Klaselour ar C’hemmoù”), e kavas Zhu Xi meizadoù a varnas heñvel – nemet koshoc'h – ouzh reoù ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh a oa mennet da skarzhañ kent adlakaat kelennadurezh Konfusius da galon ar gevredigezh sinaat. Distreiñ pennaennoù ar Vouddaegeh hag an Daoegezh enepto a reas neuze a-drugarez d’ar skridoù klasel konfusian, en ur sevel e brederouriezh dezhañ, a anvas 理学, lĭ xué, “gouziegezh an abegoù” / “gouiziegezh ar gwiadur”[17].
Prederouriezh LU Jiuyuan (1139-1193), an eneber da Zhu Xi, a voe heuliet gant WANG Yangming (1472-1529), a anzaver unan eus pevar mestr konfusian Istor Sina goude Konfusius, Meng Zi ha Zhu Xi.
Evel Lu Jiuyuan ez argase Wang Yangming damkan lĭ xué Zhu Xi ; da heul Meng Zi e c’hovelias liangzhi (“ar ouiziegezh enganet”) ha diwar xīn xué, “gouiziegezh ar galon” Liu Jiuyuan e savas ar meizad zhixing heyi (“unander ar ouiziegezh hag an ober”).
Gant Wang Yangming e oa echuet emdroadur ar Gonfusianegezh e Nevez-Konfusianegezh : dre levezon ar Vouddhaegezh hag an Daoegezh e oa troet kentelioù danvezel Kong Zi da glask difetis ar wirionez diharz ha peurbadel.
Pa varvas Wang Yangming e 1529 e voe berzet ar Gonfusianegezh dre urzh an impalaer Ming Jiajing (ren 1521-1567), a soñje dezhañ e oa arvarus evit ar galloud-kreiz. E 1579 koulskoude, pa oa Ming Wanli o ren (1572-1620), e voe lakaet tablezenn-gañv Wang Yangming e-kichen hini Zhu Xi en azeuldi Konfusius e Qufu.
Betek 1912, pa voe diskaret an impalaeriezh ha lamet an Arnodennoù, e chomas an Nevez-Konfusianegezh – da lavaret eo kelennadurezh Konfusius adstaliet gant Zhu Xi ha Wang Yangming – sichenn ar brederouriezh e Sina.
Kendelc'her a reas an tabut evelkent : GU Yanwu (1613-1682) a dagas tu bouddhaat Wang Yangming pa c'houlennas ma vije doujet da vennozh Konfusius : skañvaat buhez ar werinidi. Gant HUANG Zongxi (1610-1695) e voe adlakaet war wel mennozhioù Kong Zi a-zivout deverioù ar renerien. Ur prederour konfusian all, YAN Yuan (1635-1704), a bouezas war mennozhioù Meng Zi a-fed rannañ an douaroù ha DAI Zhen (1724-1777) a savas enep tu daoat an Nevez-Konfusianegezh hervez Zhu Xi en ur bouezañ war kentelioù danvezel Konfusius, levezonet ma oa gant skiantoù ha teknikoù ar C'hornôg evel kinniget gant ar Jezuidi a oa staliet e Beijing.
Krog e oa ar C'hornôg da levezoniñ ar brederourien sinaat dija, ar pezh a gasas an Nevez-Konfusianegezh – goude diskar an Impalaeriezh ha 150 vloaz war-lerc'h marv Dai Zhen – d'ar pezh a anver ar Gonfusianegezh Nevez.
Etre an Impalaeriezh Sinaat (221 KJK-1912) ha Republik Pobl Sina (abaoe 1949) e voe Republik Sina (disheñvel diouzh Republik Sina Taiwan hiziv), a vennas ober eus ar Stad sinaat unan ken arnevez da geñver skiant ha teknologiezh ha re ar C'hornôg. War-du prederouriezh ar C'hornôg e troas an dud ivez, hag argas ar Gonfusianegezh a rejont peogwir e vije kontrol d'ar skiant ha d'an araokaat.
Unan eus saverien Republik Sina e voe ar prederour konfusian XIONG Shili (1885-1968), a zilezas ar politikerezh e 1917 en abeg d'ar goubrenadur ha da "c'hladdalc'helezh kuzh" an dispac'herien. Stourm a reas ouzh ar brederouriezh kornogel, a gave izeloc'h eget hini Sina, ha da heul labour Wang Yangming e savas ur framm nevez d'ar Gonfusianegezh[19]. Ur Nevez-Konfusian all anvet FENG Youlan (1895-1990) a glaskas er c'hontrol azasaat kelennadurezh Zhu Xi ouzh prederouriezh ar C'hornôg.
Xiong Shili ha Feng Youlan eo a roas lañs adalek 1921 d'al lusk a anver Konfusianegezh Nevez (新儒家xīn rú jiā, "skol gonfusian nevez").
A-c'houde 1949 ha ganedigezh Republik Pobl Sina e kendalc'has ar Gonfusianegezh da vevañ, petra bennak ma tec'has he frederourien a-zirak ar Gomunourien ha ma kavjont repu e Taiwan, en Hong Kong hag e Stadoù-Unanet Amerika.
Unan anezho e oa MOU Zongsan (1909-1995), anezhañ ur studier da Xiong Shili. Desket-mat e oa war ar Gonfusianegezh hag an Nevez-Konfusianegezh, ha studiet en devoa ar brederouriezh kornogel ivez, kement ha ken bihan ma selle ouzh ar prederour alaman Immanuel Kant (1724-1804) evel ouzh "Konfusius ar C'hornôg".
Gant daou brederour konfusian all, TANG Junyi (1909-1978) ha XU Fuguan (1902-1982) ha gant harp ar politikour ha prederour ZHANG Junmai (1886-1969) ez embannas Mou Zongsan Ur skrid a-zivout Sevenadur Sina evit ar Bed er bloavezh 1958, a voe lesanvet Skrid-embann ar Gonfusianegezh Nevez er bloavezhioù 1970.
Studierien Mou Zongsan a yeas da ober Konfusianed Nevez an trede rummad, a zeuas a-benn da liammañ prederouriezh Konfusius ha hini ar C'hornôg : unan anezho, TU Weiming (bet ganet e 1940) zo kelenner hag enklasker war ar brederouriezh koulz e Skol-Veur Beijing ha hini Harvard e Stadoù-Unanet Amerika.
KONG Decheng (1920-2008), 77vet diskennad Konfusius ha bet ganet e Qufu e ti an tiegezh Kong, a nac’has e 1937 bezañ brizhimpalaer Sina dindan veli Japaniz. Kargoù politikel a gemeras evelkent... e Taiwan: eno e voe ezel eus Parlamant Republik Sina (中華民國, zhōnghuá mín guó, "Stad pobl Sina") etre 1946 ha 1991, kenaozer Bonreizh ar Republik (1947), kuzulier Kadoriad ar Republik (1948-2000) ha rener Ti an Arnodennoù (考試院,kǎoshì yuàn, “Ti an Arnodennoù”) stadel diazezet war Arnodennoù an Impalaeriezh, a oa-i diazezet war kelennadurezh Konfusius.
Kendelc’her gant he Hent ar ra ar Gonfusianegezh eta, 2 400 vloaz goude ma voe kendastumet "Kendivizoù" Konfusius.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.