From Wikipedia, the free encyclopedia
Daoegezh (sinaeg 道教 , pinyin dàojiào, "kentelioù an hent"), a reer er C'hornôg eus doare relijiel hepken ur gelennadurezh gwriziennet e Sina an Neolitik hag a greskas war-du kredennoù hengounel ar bobl sinaat ( 宗教 , zōng jiào, "kentelioù an hendadoù"), a droas da brederouriezh ( 道家 , dàojià, "lignez an Dao") ha neuze da relijion ( 道敎 , dàojiào, "kentelioù an Dao"), hep dilezel an dremened., kent bezañ kevanaozet er 4re kantved KJK ha levezoniñ Azia ar Reter e-pad tremen daou vilved[1].
Ur c’heal kornogel eo an diforc'hañ etre prederouriezh ha relijion evit tud Azia hag ar bed muzulmat : kent ma voe kroget da dreiñ levrioù kornogel e sinaeg 150 vloaz zo hepken ne oa ger sinaek ebet evit "prederouriezh" ha "relijion". Zhexue ha zōng jiào a voe goveliet neuze, met dre jià ("lignez") pe jiào ("kentel") en em dermen an Daoegezh, ar Vouddhaegezh hag ar Gonfusianegezh e Sina[2].
Daoust d'an Daoegezh bezañ unan eus froudoù pennañ Sina a-hed kantvedoù ne c'haller ket neuze he lakaat en eil rumm pe egile, pa n'eo nag ur brederouriezh nag ur relijion – hag an div war an dro, ar pezh a zo feal da geal an Dao.
An Dao e-unan, da lavaret eo ar bennaenn a reol an hollved ha dre se reizhiad peurvadelezh kement tra a zo ennañ, a oa bet dodenn an holl brederourien e Sina gozh kent ma vije tud anvet "daoidi"[3].
Adal an Neolitik e voe Sinaiz oc’h azaouiñ an Heol, al Loar, an Douar, an Neñv, lod steredennoù, hag o kehentiñ ganto ha gant al loened. Diwezhatoc’h ez emdroas ar relijion gentidik-se en un dastumad hengounioù relijiel kenelek bet anvet Shenegezh ( 神教 , shénjiāo, “kentelioù ar speredoù”)[4] a zo bet kredenn an darn vrasañ eus Sinaiz a-hed Istor sevenadurel Sina betek hiziv an deiz[5].
An henvojennoù sinaat ha kehel an hendadoù, ar speredoù naturel, klanel, kêrel ha broadel a ya da sevel ar Shenegezh, kevret gant azeul harozioù, hanterzoueed hag an aerouant sinaat[6].
N'eo ket relijion ar bobl e Sina unan frammet gant ur penngelennadur hag ur c'hloer ; reizh eo avat tostaat he ferzh e Sina da hini ar Shintoegezh e Japan, pa'z eo gerdarzh ar ger japanek shinto kar d'ar ger sinaek shén ( 神 ) petra bennak ma ne zeu ket an div relijion eus an hevelep orin.
Lod gouizieien a laka relijion ar bobl da skourr eus an Daoegezh, peogwir o deus an Daoidi ensavadurel klasket enteuziñ ha reoliañ ar relijionoù lec'hiel. Ar c'hontrol rik eo e gwirionez : resisoc'h e vije sellet ouzh an Daoegezh evel ouzh ur skourr eus ar Shenegezh, peogwir eo relijionoù ar bobl hag ar Shenegezh a voe gwrizioù an Daoegezh.
Eus relijionoù ar bobl e teuas ar Shenegezh neuze, ha diwarni e kreskas korf an Daoegezh dre gendeuziñ teir c'hredenn, staliañ ur gosmogoniezh diwar tri meizad ha kenderc'hiñ tri skrid-diazez.
An Hent a c'haller menegiñ n'eo ket an Hent peurbadel e-unan
An anv a c'haller envel n'eo ket an anv peurbadel e-unan
An divoud dizanv e oa anezhañ kent ma vije ganet ganedigezh an Neñv hag an Douar-Hollved
Ar boud anvet a c'hanas pep tra
Bezit neuze atav en divoud a-benn tizhout deroù an Hent
Met bezit atav er boud a-benn tizhout penn an Hent
Heñvel an eil ouzh egile eo divoud ha boud
Met disheñvel int pa strinkont
Peogwir int heñvel e reer kevrinoù anezho
Kevrin war gevrin
An dreuzikell da gevrinoù liesdoare
Skridoù daoad all zo, evel al Lièzi ( 列子 ), “Mestr Lie” (~400 KJK), a zo ur c’hendastumad damheñvel ouzh ar Zhuangzi met pa’z eo an Dao De Jing ur skrid prederouriezhel hag ar Zhuangzi unan barzhoniel ez eo al Lièzi troet war tu pleustrek an Daoegezh.
Koshoc’h a-galz (~240 KJK) eo al Lüshi Chunqiu ( 呂氏春秋 ), “Nevezamzer ha Diskar-amzer [bloazdanevelloù] an aotrou Lü”, anezhañ un dastumad hir eus skridoù liesdoare a-zivout ar politikerezh, an armerzh hag an arzoù.
Pa n'eo an Daoegezh nag ur brederouriezh nag ur relijion, hag ur furnez e vije ? Kennebeut, pa'z embann bezañ ur follentez a c'houlenn na emellout gwezh ebet, e doare ebet, e red naturel an Hollved eztaolet dre an Dao – ar c'hontrol rik eus ur furnez, a striv bepred dre he youl hag he foell a-benn jubenniñ, hentañ ha difaziañ ar red-se end-eeun. Enep-krenn ar youl hag ar strivoù eo an Daoegezh[10].
Peogwir e savas an Daoegezh kentidik tamm-ha-tamm enep ar c'hladdalc'helezh, ar Gonfusianegezh, beli ar velestradurezh war buhez an dud, hag a-du gant an natur, an hiniennegezh, an disparti diouzh talvoudegezhioù ha reolennoù ar Stad sinaat e c'haller lavaret ez eo an Daoegezh prederouriezhel un damkan eus ar frankiz a zo par d'an anveliouriezh[11].
Tregont bann unanet en ur vendell unel
Ar goullo-se er c'harr a ro an arver anezhañ
Diwar ur voudenn bri e farder ur pod
Ar goullo-se er pod a ro an arver anezhañ
Dorioù ha prenestroù a douller evit un ti
Ar goullo-se en ti a ro an arver anezhañ
Diwar ar c'haout ar splet
Diwar an nann-kaout an arver
Ur ster disheñvel zo bet roet d'an De gant ar Gonfusianed, a selle outañ evel dereadegezh ha buhezegezh an den ; evit ar Vouddhaidi ez eo De oberoù vertuzus ha dellidoù an dud. Pell emañ an daou ster-se diouzh talvoudegezh kentañ De en Daoegezh.
Meur a bennaenn bolitikel a gaver en Dao De Jing, petra bennak ma sell an Daoegezh ouzh natur wirion an hollved ha, dre wei wu wei, ouzh an doare d'he adkavout ; tuet int war-du oberiantiz ar renerien hag emelladur ar Stad e buhez ar bobl.
Hervez wei wu wei ez eo arabat d'an dud klask stummañ an hollved hervez o c'hoant, neuze ez eo pouezusoc'h c'hoazh emzalc'h ar renerien er c'heñver-se : mard aje ar briñsed enep al lezennoù a ren war an hollved e tegasjent trubuilh d'ar bobl dre virout outi a zistreiñ d'an Dao. Alese al lavarenn a gaver en Dao De Jing, pennad 65 : "Neb a ren war ur vro dre an efedusted zo ur mallozh evit ar vro-se".
En hevelep pennad e lenner : "En Henamzer ne oa ket tud disi an Dao evit sklêrijenniñ ar bobl, met kentoc'h evit e lakaat da wan a spered ; diaes eo ambroug ur bobl a zo re ouiziek". Kement-se ne dalvez ket e ranker delc'her ar bobl en ur stad izel a-benn he mac'homañ, evel ma oa e soñj al Lezennourien ; er c'hontrol e soñj d'an Daoidi e ranker lezel ar bobl da heuliañ hent ar wei wu wei a-benn tizhout peurvadelezh an Dao.
Gwell eo d'an Daoidi un aridennad broioù bihan ma vev an dud war hent an Dao eget ur Stad vras savet diwar vrezel a rank o mac'homañ a-benn chom bev ha kreskiñ c'hoazh (Dao De Jing, 80). Didalvez eo krouiñ Stadoù bras ha mac'homer, rak abred pe ziwezhat e tistroio an traoù d'ar c'hempouez a oa bet torret peogwir ez eus bet lakaet kresk divent war ar binvioù hag ar peadra war-goust an dud a ra ganto.
Enep ar berniañ madoù a-benn bezañ eürusoc'h e sav an Daoidi peogwir e soñj dezho e kas kement-se d'ar gevezerezh etre an dud, d'ar gasoni ha d'ar brezel bihan pe vras. Peoc'hourien eo an Daoidi dre neptuegezh an Dao.
Da geñver an armerzh e soñj d'an Daoidi e ranker lezel ar c'henderc'hiñ hag ar c'henwerzh dilezenn, rak dre natur an Dao ha c'hoari an De e teujent d'ur c'hempouez a minima. Ne vije an Daoidi evit emellout nemet a-benn mirout a vont re bell ha delc'her ar c'henc'hoari tuet war-du kempouez an Dao.
Perzh ar renerien eo lakaat al levezon reizherez-se e pleustr, hervez an Daoidi, dre ober gant ar wei wu wei a-benn chom hep lakaat re a fiñv e buhez ar bobl, hep terriñ tra pe dra, hep lakaat re a nerzh enni (Dao De Jing, 29) – heñvel a-walc'h ouzh ur c'heginer a chom pell hag a-us an tan hag a laka e arz e pleustr gant skoempted : "renet e vez ur vro vras evel ma poazher pesked bihan" (Dao De Jing, 60)[13].
Ne felle ket d'an Daoidi gentañ kaout heulierien ha diskibled, pa ne oant ket evit gouzañv an abostolerezh, dre natur an Dao end-eeun ha pennaenn e bredrourien : na emellout e red an hollved.
Ur patrom eus an hollved zo e kement den a zo. Liammet eo korf an den ouzh ar pemp elfenn, ha drezo ouzh red an Dao en hollved. Neuze e c’hall un den anavezout an hollved dre em anavezout, ha dre se tizhout ar stad pu.
Sikouret e vije dre em zelc’her hervez Tri Zeñzor ( 三寶 , sānbǎo) an Dao : ar vadelezh, an dilontegezh hag an elevezh. War ur skeul vrasoc’h e sav an Daoidi enep ar brezelioù hag ar c’hastiz-lazh, e vevont en doare eeunañ ar gwellañ hag e nac’hont embreger galloud pe c’halloud er vuhez foran.
Diwar relijionoù hen Sina ez eus chomet kalz doueed urzhasaet hervez patrom burevelezh an impalaeriezh. Hanterzoueed zo ivez, a vez azeulet e korn pe gorn all eus Sina.
Lod doueed zo meneget er Zhuangzi ha nebeutoc’h c’hoazh en Dao De Jing, hep na vije gourc’hemennet o azeuliñ.
Hervez an Daoidi, an doueed uhelañ eo an Tri Glander (三清 , Sānqīng), anezho Glander ar Jad ( 玉清, Yùqīng) evel aotrou deroù an deroù, Ar Glander Uhelañ ( 上清, Shàngqīng) evel personeladur ar yin hag ar yang, hag Ar Glander Meur (太清, Tàiqīng) evel Lao Zi lakaet da zoue. Gant ar bobl e vez azeulet Impalaer ar Jad ( 玉皇, Yù Huáng pe 玉帝, Yù Dì) evel an hini a ren war an Neñv, an Ifern ha bed an dud.
Disheñvel-bras diouzh ar relijionoù ar C’hornôg eo tuez relijiel an Daoegezh dre ma n’eo ket pal an azeulerien bezañ a-unan gant ur spered peurbadel, gant natur c’hlan orin an hollved ne lavaront ket.
N’eus reizhiad lidoù daoat ebet a c’hallje bezañ heuliet e forzh pe gorn eus ar bed, evel ma vez graet gant ar relijionoù kristen pe vuzulmat da skouer. Pleustradennoù daoat hiniennel a voe troet tamm-ha-tamm e lidoù kevredel dre levezon relijionoù ar werin : lidet e vez an Daoidi nevez hag o c’hammedoù war an Hent, lennet an Dao De Jing dirak ar “feizid”i, aozet kofesadurioù foran.
Daoust ma n’eus gouel daoat kefridiel ebet e c’haller menegiñ Qingming ( 清明, Qīngmíng, “Glander Skedus”), a zo Gouel ar Re Varv e Sina hag a vez dalc’het 104 devezh goude Goursav-goañv (war-dro ar 5 a viz Ebrel). Da neuze e vez alies aberzhet moc’h pe houidi, profet frouezh, devet bilhedoù-moneiz faos a zo brudet da binvidikaat ar re varv er bed all. Lod Sinaiz a chom war yun da vare Qingming, pe a chom hep debriñ kig.
Er c’hontrol da Gonfusius a erbede miridigezh rik al lidoù hengounel e klaske an Daoidi tizhout Pu hag an divarvelezh drezo o-unan, dre arnodennoù liesdoare, abalamour ma’z eo klask an Dao ur pleustradur hiniennel dre natur.
War o c’horf e klaskjont labourat a-benn boueta pennaenn ar vuhez ennañ, alese reolennoù-boued strizh pe strisoc’h em astenn eus debriñ nebeut eus pep tra betek nac’hañ debriñ traoù a zo bet bev (kig ha plant) ha neuze bevañ diwar glec’hiadurioù, drammoù ha gwin – hemañ diwezhañ evit ar re binvidik hepken ; aet eo ar gwin hag ar vezventi da zodenn glasel ar varzhoniezh daoat.
Peogwir e oa skort o boued en abeg d’o dibaboù e klaskas an Daoidi fardañ c’hwistantinoù ha moustradoù dre deknikoù an alkimiezh, diwar aour, arc’hant, plom ha sulfur glizharc’hant dreist-holl. Pa voe ar reol-voued-se pennabeg marv kalz uhelidi hag ur c’hwec’hvet impalaer Tang e troas an Daoidi eus alkimiezh an diavaezh da hini an diabarzh : labourat war qì, an anal.
Pa glask ar Vouddhaidi analat hir ha don a-benn distagañ o spered diouzh ur c’horf touellus ha dre-se anavezout ene an hollved e klask an Daoidi delc’her war o anal ar pellañ ar gwellañ (apnea) a-benn kas qì dre e gorf a-bezh, e vagañ hag e gas betek an divarvelezh.
An embregerezh-korf hag ar gourenerezhioù (taiji quan) zo arveret a-benn gweñvaat ar c’horf hag aesaat tremen qì drezañ.
Gwir o deus an Daoidi da zimeziñ ha da gaout bugale, doujañ a reont d’o zadoù ha d’o diskennidi, hag an darempredoù reizhel a vez lakaet da dalvezout ivez a-benn boueta pennaenn ar vuhez er c’horf dre genc’hoari ar yin (benel) hag ar yang (gourel). Klasket e vez nevesaat ar c’horf dre zelc’her gremm ar sper (coitus interruptus evit ar wazed, meur a waz evit ar merc’hed).
Ar pemp elfenn ha kenc’hoari ar yin hag ar yang o deus kaset an Daoidi da ijinañ ur vezegiezh a-ziforc’h a zo sichenn ar vezegiezh hengounel e Sina a-bezh.
Peogwir ez eo an Daoegezh ur froud kozh na c’haller na displegañ fraezh na klenkañ e-barzh tiretenn pe diretenn e kendalc’h da vevañ drezi hec’h-unan ha da levezoniñ ar bed a-bezh.
E Sina hag er Reter-Pellañ ha deus an Daoegezh levezonet ar relijionoù, kozh pe nevez, ar prederouriezh, ar politikerezh, al lennegezh, an arzoù, ar vezegiezh, , ar geginerezh, an darempredoù reizhel, al liorzhiñ, ar gourenerezhioù, hag all. Meur a wezh ez eo bet taget ha berzhet, ha bewezh ez eo distroet d’he lec’h gwirion : unan eus gwriziennoù donañ ha pennañ sevenadur ar Reter-Pellañ.
Ken disheñvel eo an Daoegezh diouzh ar brederouriezh evel ma vez meizet er C’hornôg ha ken pouezus eo ar relijion gristen er c’horn-se eus ar bed ma n’en deus bet an Daoegezh nemet ul levezon dister war e sevenadur hag e brederourien – dre skridoù ar sinaourien hepken e c’haller kaout un alberzh eus pinvidigezh an Daoegezh.
A-wezhioù e tifoup an Daoegezh er bed kornogel dindan stummoù dic’hortoz a-walc’h : bet he deus bannet ur gouloù dibar war studiadennoù a-zivout ar relijion gristen (labourioù gant Isabelle Robinet pe Claude Larre e Bro-C’hall, da skouer). Ur “relijion” nevez zo bet ganet er bloavezh 2005 er Stadoù-Unanet, anvet Dudeegezh, a embann bezañ an Daoegezh hep he zuezioù mezegiezhel hag usvedoniel – “mont gant red ar vuhez” eo ar bennreolenn anezhi[14]; pa vez ar “relijion” jedi degemeret evel relijion ofisiel gant melestradur ar Stadoù-Unanet[15] a-c’houde berzh ar rummad filmoù Star Wars (“Brezelioù ar Steredenn”) e c’haller gouverkañ ar perzhioù daoad a zo enni pa zielfenner komzoù Yoda diwar-benn “An Nerzh”...
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.